Mont d’an endalc’had

Ar re a vouter er-meaz

Eus Wikimammenn
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 156-158)



Ar re a vouter er-meaz


————


Ti bihan ar C’hoarezed a zo brema serret klos !… Ne dalv da netra chacha war gorden ar c’hloc’h… Klevet rafed hepken an taoliou bazoulen o vonet trist bras da vervel e kougnou didrous ar porz ; an nor ne vez mui gwelet digor frank evel gwechall, da zigemeret eųr c’hlanvour kez taget gant eur c’hlenved kriz pe eur reuzeudig bruzunet e izili gant eun darvoud spontus.

Abaoue eur maread bloaveziou, abaoue kant vloaz marteze, ar vugale a deue di da zeski o lizerennou, ar B-A, BA, da zeski skriva, niveri, ha dreist-oll da zeski karet, servicha Doue hag ar Vro, da zeski beza bugale fur ha sentus, kalet ouz ar boan, ha dont da veza divezatoc’h tadou ha mammou direbech.

Abaoue kalz, kalz bloaveziou e teue ar gwragez da zigas di o frouez karet po deveze an disterra boubou. Ar C’hoar Klara a yoa gwiziekoc’h eget meur a vedisin war an traou-ze !…

— « Ne gousk ket, va C’hoar ! Petra d’ober d’ezan ? »

— « Sellit ouz e viz paour, eme unan-all ; tapet eo bet e gwask an nor o serri gant eun taol avel. Petra ve d’ober ? »

« Setu e zent o tiouana, eme unan-all c’hoaz ; livirit d’in va C’hoar vat, petra c’hellfe terri nerz e boan ? »

Hag ar C’hoar vadelezus a gemere ar c’hrouadur etre he diwreac’h ; gant eur mousc’hoarz dudius e klaske frealzi ar c’hez krouadur, hag e selle ouz ar biz, ouz an daoulagad deuet da veza rus gant an daelou, pe ouz ar ginou klanv…

Eun tammig « ongan » war ar biz… dour roz war e valvennou… tri pe bevar damm trojen kaol malo war ar c’hig-dent…

— « Abalamour eo… »

— « Ya, ya, gouzout a ran, eme ar C’hoar hep lezel da vont betek penn ; an arbel vras a zo aze… »

Laouen dre ma c’houie e rea vad ha plijadur, ar C’hoar a yea neuze d’an arbel koad gwenn el leac’h ma kloze he madou… Petra oa ar madou-ze ? Eun toullad buredou, gwestou, renkennet kaēr, louzeier enno evit parea pe wellaat pep seurt klenvejou.

— « Dalit, emezi, kasit an dra-ze ganeoc’h ; n’eo ket me a ro, an aotrou Doue eo… Gouzout a rit penaos e vez paeet an aotrou Doue ?… gant eur bedennig great a greiz kalon… »

Hag ar mammou a zistroe laouen d’ar gear, kuzet mat o louzeier ganto en o godellou ; hep ar C’hoar vat, siouaz ! penaos o divije gellet prena louzeier hep kemeret war ezomou an tiegez a hend-all ?… Mar tigoueze d’ezo gwelet ar C’hoar eun nebeut derveziou goude, e tiskouezent d’ezi o eledigou yac’h-pesk adarre :

— « Sellit ouz e viz, va C’hoar ; pare mat eo ! »

— « Daou zant a zo diouanet d’ezan ; reiz eo brema. »

— « Ker sklear eo e zaoulagad evel ho re, va C’hoar ! »

Hag ar C’hoar he doa bet truez ouz enkrez ar mammou a zeue d’en em laouennaat ganto ; mont a rea buhan endro, goude beza lakeat eur pok c’houek war dal ar c’hrouadur : poaniou-all a yoa da zousaat e tiez paour ar geriaden.

… Ar merc’hed koz, ar gwazed, an dud vac’hagnet, ar re a yoa o-unan en o ziez, a deue d’ar gouent da domma o c’halon, abaoue keit amzer ma n’en doa den sonj da veza gwelet al Leanezed o tont di.

Hogen, echu eo an traou-ze holl… serret klos eo an nor… Eul lezen gris ha disleal he deus dismantret kement vad a yoa er vro… Deuet eo bet ar zoudarded da vouta er-meaz eus an ti-ze al leanezed a yoa en o feadra, evel m’eo hon tiez d’eomp-ni. Ha perak ?… Abalamour hepken da zenti ouz al lezen, evel ma c’hello houma varc’hoaz lakaat ac’hanomp-ni er-meaz eus hon re, hag o gwerza evitan.

Ar C’hoarezed kez n’hellent netra enep an arme… hag ez int eat kuit an daelou en o daoulagad, dre ma welent ne vije den war o lerc’h da frealzi an dud klanv.

Chom a read da zellet outo o vont d’an harlu dre strejou ar geriaden, hag e lavaret d’ezo eur c’henavo diveza, rak mont a reant hep distro.

En aner eo e teu abaoue an dremenidi, ar re n’o deus mui den ebet da druezi ouz o stad, da skei war dor ar gouent. A-wechou e teuont eus pell, o kredi e roer atao souben eno d’ar paour… Kaer o deus gervel, kaer o deus chacha war gorden ar c’hloc’h, den na respont d’ezo ; hag ez eont ac’hano rannet, o c’halon, pleget o c’hein muioc’h c’hoaz warzu an douar… Hir eo an hent dirazo, peorien gez, ha dre ma’z eont e reont ive bep seurt sonjezonou. Klask a reont gouzout perak eo tec’het al leanezed, perak int bet taolet er-meaz gant an dud fallakr, ha perak eo o buez d’ezo, peorien reuzeudik, a zo brema kaletoc’h ha krisoc’h…

Mervel a raint, paour kez kozidi, e foz an hent bras, el leac’h na vo ket eur c’hristen da ober eur zell outo ; an tiez benniget dalc’het digor gant ar C’hoarezed karantezus ne vezint mui aze evit o digemeret ha kemeret preder ganto… Hag ar c’homzou diveza a glevint ne vezint ket komzou da zousaat…

Ha neuze, o welet kement all a boaniou c’houekeat gwechall, hag hizio dilezet hep truez, ni c’hello daoulina evit lavaret do Zoue :

« Aotrou Doue ! c’houi zo bras ho madelez, taolit eur zell war hor bro baour !… Roit d’eomp adarre ar re a rea kement a vad en hoc’h hano… Ho pezet truez ouzomp, hervez ho trugarez hep muzul ! »


————