Eur Vretonez pareet gant Pi Nao
Edod er bloaz 1877, eun nebeudig miziou a-raok maro ar pab santel. Aotrou Montergon a yoa e Rom gant eur pelerinach eus ar Poatou. Nevez bet oa o kaout an hini a dlie beza prestik goude ar c’hardinal Macchi evit en em glevet gantan diwarbenn an doare ma vije digemeret ar belerined gant ar pab, antronoz.
Pelerined an aotrou-ma, i hepken, o doa urz da vont en deiz-se dirak ar pab, rak Pi IX n’oa ket yac’h d’an ampoent, hag ez oa red miret outan d’en em skouiza re. Houma oe an diveza gwech d’ar belerined da veza digemeret en doare ze.
P’edo Ao. Montergon o tont eus an hostaliri ’leac’h ma tis kenne, eur vaouez a renk izel, « eus Bro-C’hall », emezi, deuet da Rom ganti he-unan, a c’houlennas outan’an aotre da vont an tronoz da welet ar pab.
Ar c’houlennerien hag ar goulennerezed evel houma a zo ana vezet mat gant ar re a zo e penn ar pelerinachou, ha n’eo ket me a gavo abeg enno ma teuont d’o c’has kempennik da vale diwar o zro.
Ar vaouez-ma na oe ket kaset da vale koulskoude ; he doare vat a bedas eviti d’ar c’henta taol lagad great warni : paour oa, na bras na bihan, treutik ; roet e vije d’ezi daou-ugent vloaz. He dilhad o doa great o amzer, kempenn oant avat.
E berr gomzou, gant eur vouez lentik mes leun a fizians, e tisklerias he buez d’an aotrou. Eus Breiz-Izel oa, ha Gabriella ar Yeoded a read anezi, ganet e Lanuon, el leac’h ma veve diwar boan he diwreac’h war an neza.
Savet oa c’hoant ganti pell a yoa da vont da welet ar pab Pi IX. N’helle ket herzel gant ar c’hoant se, ha mont a ranke, koustche pe goustche, ha goude ma vije red d’ezi mont war droad betek Rom, o veva diwar an aluzen, evel en doa great sant Benead Labr. He c’hovesour a viras outi da zeveni he mennoz, o veza ne grede ket roi d’ezi an aotre da vont en hent. A-benn daou vloaz koulskoude en doa great e zonj, hag e lezas ar wreg da heuilha he youl santel. Koueza reas klanv e Roazon. Digemeret e oe en unan eus gwella tiez kear, ha roet d’ezi kement he devoa ezom. Pa oe pare a-walc’h ez eas adarre gant he hent, hag e tigouezas e Rom c’houec’h miz goude.
Edo eta e kear benn an Iliz katolik. Eun dra hepken hiviziken a nec’he he spered : penaos dont a benn da welet ar pab, « he fab », evel a lavare.
— « A ! aotrou, emezi, hizio vintin eo oun digouezet e Rom. Klevet em eus lavaret e vezo varc’hoaz digemeret ho pelerined digant ar pab. Me ho ped, en hano ar Werc’hez, lezit ac’hanon da vont ganeoc’h !… O ! me ho ped, bezet truez ouzin !… Ouspenn ze, emezi, a vouez izel, me c’hoar mat ne welin morse an Tad santel mar n’her gwelan varc’hoaz. »
Pa lavare ar c’homzou-ze, me c’hoar mat, eul luc’heden souezus a dreuzas he zellou, hag hi ha diroll da ouela kerkent ha m’he devoa echu he c’haoz.
Aotrou Montergon ne jome mui karten ebet gantan : ker skoet e oe e galon o klevet prezegen ar Vretonez, kement e seblante houma lavaret ar wirionez, ma’z eas ganti da iliz Sant-Per. Kenta a gavas eno oe dres an Ao ’n Eskob Macchi.
— « A dra zur, emezan, goude beza klevet ar pez a zo uhelloc’h, ar Vretonez vat he devo he goulen. Ken kaer e kavan ar pez hoc’h eus lavaret d’in anezi, m’hen displegin ive ember d’hon Tad Santel. »
Ar Vretonez vihan a yoa, antronoz, e penn ar strollad pelerined digemeret gant ar pab : he daoulagad a vezo da genta o para war « he fab.» Pa deu Pi IX er zal, douget war e gador, e vennoz kanta a zo eviti, hag e lavar gant kalon : « A ! setu aze va Bretonez vat ! » Piou a lavaro pegen skoet e oe he c’halon ha pegen bras e oe he eurusded !…
Pa welas Gabriella ar Pab, eun dra bennak nevez a dremenas en he c’hreiz, evel m’hen anzavas eur pennad goude da itron Montergon, deuet ive da Rom gant he fried :
— « Gwall reuzeudik ez oan ha meurbet ankeniet ! emezi. Bez em boa abaoue meur a vloavez eun dra bennak evel lorgnez o c’holo wa c’horf hag am debre oc’h ober d’in gouzanv eur verzerenti gris. Ar vedisined a c’halve an dra-ze « exema », hini ebet anezo avat na c’helle roi d’in an disterra didorr em foaniou. N’em boa mui nemet va dremm ha va daouarn a gement ne vijent ket krinet. Taolet hoc’h eus evez marteze pegen uhel ez oa kolier va zae, ha pegen hir ez oa va manchou… Evit an dra-ze oa… evit kuzat va mez ha va foaniou…
Hag e gwirionez, pegement em eus bet da c’houzanv epad va beaj. Hogen, tremenet eo ! Dizale zoken n’em bezo mui sonj ebet a gement-se.
Mat ! d’an ampoent m’edo an tad santel o tont er zâl, pa lavare oc’h va gwelet : « A ! setu aze va Bretonez vat ! » ar pez a dremenas ennon a lavare d’in oan pare ! Poan em boa va-unan o kredi er burzud. Pa ’zoan dizroet d’ar gear, em boa diegi o tenna va dilhad evit gwelet… Gwir oa koulskoude : bez ez oan, bez ez oun bepred pare mat ! Ne jom mui an disterra arouez eus va c’hlenved spontus ; evel nevez eo brema ar c’hroc’hen a yoa goloet a lorgnez. Dre vurzud eo ez oun pareet, dre eur gomz hepken lavaret gant « va fab ! »
N’oa ket an dro genta d’an aotrou Doue da ziskouez e vadelez e-kenver Gabriella ar Yeoded. Gwelet a reas sklear dourn Doue er veaj hir a reas eus Breiz da Rom.
Gwall-gaset gant an dersien, brevet gant ar skouizder, dare da vervel gant an naon, meur a wech e kredas ar Vretonez n’er ruje biken e penn he beaj; hogen, bep tro m’en em gave dies, eur vouez en he diabarz he frealze hag a zeblante lavaret d’ezi :
— « Fizians ha nerz kalon ! Bale atao, mont a ri betek Rom, ha gwelet a ri ar Pab ! »
Ha Gabriella a valee adarre.
— « Eun droiad avat, emezi, eun dervez oa eus ar zizun dremenet, p’edon e kear « Gênes » e weljon a-walc’h n’ez ajen ket pelloc’h. Tersien am boa ha netra n’em boa debret daou zervez a yoa. Edon en eur ru vras pa welis ne jome mui tamm nerz ebet ganen ; azeza ris e korn eun nor evit miret da goueza. Kredi rean edon o vont da vervel, erbedi a ris va ene da Zoue, hag e kinnigis d’ezan va buez evit ma roje de dro frankiz d’« am fab ». N’oufen ket lavaret pegeit oun chomet er stad-se.
Dihuna ris o santout eun dra bennak o steki ouz va breac’h. Seblantout a ra d’in n’oa ket ouspenn diw heur goude kreiz-de pa azezis eno, ha pa zigoris va daoulagad edo ar-goulou war elum en holl ruiou. Eur gwaz eo en doa dihunet ac’hanon ; edo eno en e zav dirazon, eur pez mantel endro d’ezan. Seblantout a rea beza war an oad ; e varo a yoa hir, hag o veza m’oa diskabel e oe eas d’in gwelet n’oa mui nemet eur gurunen vleo war gosteziou e benn, hag eun toulladig a zioc’h e dal uhel. E zoare a yoa meur bed madelezus hag e vouez dous kenan. Lavaret a reas d’in e galleg : — Paour kez maouez ! mar chomit aze e varvot gant an dienez. Red eo d’eoc’h kemeret kalon ha sevel. Delit, kemerit an arc’hant-ma ; gwelet a rit an hostaleri a zo du-ze ? It betek eno, ha debrit ar pez a raio vad d’eoc’h. Goulen a reot goude e peleac’h e kemerer kar an hent-houarn : n’ema ket pell. C’houi a gemero hag a baeo eur bilhed « trede » betek Rom ; hel lavaret a ran d’eoc’h, mar n’it ket buan ha war eün e tigouezot divezat ha n’hellot ket gwelet ar pab… »
« A-veac’h oan deuet adarre ennon va-unan m’oa eat an divroad diwar-wel ; n’em boa ket bet amzer zoken da c’houlen digantan na piou oa, na penaos en doa gellet gouzout ez ean da Rom da welet ar pab. Sevel a ris, deuet oa d’in eun tammig nerz o tiskouiza… »
Gabriella a heuilhas ali an den madelezus : mont a reas ker brao an traou ganti ma tigouezas e Rom antronoz vintin. Lavaret a rea goude ze :
— « Gwelit, itron, me ne doun nemet eur plac’h baour ; n’ou zoun petra sonjal na petra lavaret eus an traou-ze holl. Den koulskoude na deuio a-benn da ober d’in diskredi oa an den-ze sant Joseph e-unan digaset gant ar Werc’hez da roi dourn d’in ! »
Eun nebeut bloaveziou a-c’houdevez, Gabriella ar Yeoded a yoa e Jeruzalem, leanez.
Gloar da Zoue e bar an Nenvou ! hag enor war an douar d’e zervicher mat hon Tad Santel ar Pab Pi IX ! Ra lucho e zantelez sklear hag anat dirak an holl evit ma vezo lakeat dizale gant an Iliz e renk ar zent !
Karantez hag anaoudegez vat peurbadus d’ar pab bras a garie meurbed ar Vretoned.
- (Histor wirion tennet diwar La Croix).
Kredi ran e rai plijadur d’am c’henvrois gouzout eun dra bennak ouspenn eus buez Gabriella ar Yeoded. Abalamour da ze e kemerin e levr an Ao. Clerc, « Ma beaj Jeruzalem », ar pez a zo ama varlerc’h.
Bez eur Vreizadez : Gabriella ar Yeoded. Keit ha pemaomp ama vel sebeliet dindan an douar ha dindan goareg (arc) an Ecce Homo, n’ema ket, a dra zur, va lennerien en gortoz e komsfen d’ezo eus o bro Breiz-Izel. N’hallan ket tremen hep hen ober koulskoude.
Eun nor hepken hon deus da zigeri ha setu ni dirak bez Gabriella ar Yeoded.
Brema ’z eus ugent vloaz ez oa brudet an hano-ma en hor bro, ha dreist-oll e Lanuon.
Beza oa eur plac’h santel eus Verlewene, a dremenas eul loden vras eus-he buez o pelerina, hag a deuas da vervel, ar bemped a viz gouere 1881, e leandi Itron-Varia Sion pe an Ecce Homo, e Jeruzalem. Meur a wech oa bet o welet Itron-Varia-Wir-Zikour, Itron-Varia-’r Folgoat ha Santez Anna-Wened. Bet eo ive e Lourd, e Ars, e Paray-ar-Monial, e Fourvier-Lyon. Betek Rom e falvezas d’ezi mont, ha gwelet a reas ar Pab santel Pi IX, a roas d’ezi eur vedalen. « E Vreizadez vihan » a rea anezi.
Jeruzalem zoken a gave Gabriella na oa ket re bell eviti ; diou wech e kavas an tu da vont di. Paour oa ; mes pedi a reas kement an aotrou Doue, ha kement a fizians he doa en e vadelez, ma tanzeas (preparas) d’ezi, en eun doare burzudus, ar pez he doa ezom evit heuilha he mennoz santel.
Ar pez a reas d’ezi distrei eun eil gwech da Jeruzalem eo ar c’hoant da veva en eul leac’h klos bennak eus ar Gear Zantel ha da vervel eno.
An tad Ratisbon, saver leandi Sion, a reas kleuza eviti, eur peniti war ar Menez Olived en eul logel douar a yoa d’ezan, hag, ar 7 a viz mae 1881, e vennigas anezan dirak leanezed e leandi hag e verc’hedigou emzivad.
Eno e vevas adalek neuze hor c’henvroadez santel o pedi Doue hag oc’h ober pinijen : evit gwele n’he devoa nemet eun arched. Gant ar maro e vije alies he spered, dre ma wele dalc’hmad dirazi ar berejou a c’holo pladen ar menez a-du gant traonien Jozafad.
He lochen a yoa ken henvel ouz eur bez ma tostae d’ezi ar bleizi-noz o sonjal kaout enni danvez eur pred mat. Eun nosvez bennak, sklear al loar e bolz an nenvou, e kane, a greiz kalon, kantik ar baradoz « Jezuz pegen bras e », pa welas eur bleiz o tont d’he c’hae, daoulagad spontus en e benn. — « Kea kuit, bleiz bihan », a lavaras i d’ezan goustadik ha dispont ; hag al loen gouez o tec’het dioc’htu.
Da hanter even ez eas Gabriella d’ober eun dro betek Betleem. En eur zistrei e kouezas klanv e leandi Sion Jeruzalem, ha gwall glanv zoken. Eno e varvas evel eur zantez, d’ar 5 a viz gouere, d’an oad a 42 vloaz, hag eno, hervez he c’hoant, e oe douaret, en eur c’hao a zo dindan goareg an Ecce Homo.
P’emaomp brema dirak he bez, daoulinomp warnan ha greomp eur beden eviti. C’hoant am bije kentoc’h da lavaret d’eoc’h : « Pedomp anezi ha goulennomp diganti ma kouezo bennoz an aotrou Doue war he c’henvroiz eus Breiz-Izel, ma vevfomp holl evelti en e zoujans ha ma’z aimp holl daveti da Jeruzalem an Nenvou ! »
- (An Ao. Abad Le Clerc, Ma beaj Jeruzalem).