Ar pod houarn hac ar pod pri

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄  Ar gaerel eet en eur c’hrignol Ar pod houarn hac ar pod pri Ar pesqetaer hac ar pesq bihan   ►


AR POD HOUARN HAC AR POD PRI.
(Livre V, Fable II.)


Ar pod houarn d’ar pod pri
A broposas beachi.
Hemmâ gavas furroc’h chomm
Sioul var e oalet tomm ;
Rac un tauliq an disterra
A ve goest mat d’am bruzuna,
Qen na deuffe tamm d’ar guær.
C’hui, so caletoc’h ho ler,
Ne velan qet petra virfe ! —
Me dioallo ac’hanout-te,
Camarad, ’me ar pod fer,
Ha capabl ez ’oun d’en ober.
Ma teuffe tra calet ebet
Taust d’as costou, me, d’ar ret,
Etresoc’h-hu en em riclo,
Ha dioc’h ar stronç me tioallo.
Var ar guer-se, ar pod pri
A gredas avanturi.

Chetu en var zu an hent bras,
Gat e vignon scoas-oc’h-scoas.
Au daou c’hæz camm, var o deïr c’har
A derm o goalc’h. Peb sodel car,
Peb bot, peb men a strop ane
An eïl oc’h costou eguile.
Ar pod pri, meurbet diezet,
N’en devoa græt cant pass ebet
Ma oe gat e gomper brevet,
Ha lec’h da glemm n’en devoa qet.

Na hentit nemed ho guir-par
Pe a renqoc’h anduri
Goal-chanç, hini pe hini,
Eus va daou pod me, eb mar.


********