◄ Ar louarn hac ar raisin | Ar gaerel eet en eur c’hrignol | Ar pod houarn hac ar pod pri ► |
Guech-all Catellic ar gaërell,
Gant he c’horf hir, moan ha displet,
(Rac clan oa bet, ne oa qet pell,)
En eur c’hrignol, dre un toul henq, oa eêt.
Rentet eno, an dimesell
A ras mollargez a-fesson
A bep-sort, youl he c’halon.
Crigna, dibri ar pez a gar :
N’eus nemerd Doue hac a oar
Peguement a yd nac a guiq
A oe lippet gat ar goantiq !
Goude ober ur seurt frico,
Savet qen lard evel ur c’ho,
Da benn fin ar sizun, goude bea carguet
Disamant da boent leïn, un trous e deus clevet,
Ha dre an toul e fell dezi tec’het.
Allas ! ne elle mui tremen,
Manqet ez eo var ar riboul ;
Mæz caër e devoa trei, ne gave hini qen.
Hema a ranq beza an toul
Dre behini ez oun deut er c’hrignol,
Pemp c’huec’h de so, da hirra-oll.
Souezet oun. Ur ras p’ini e guel e poan,
A lavar dezi qer buan :
Er c’hrignol pa antrezzoc’h,
Ho corf, commer, a oa mistroc’h :
Castis e medoc’h, pa zoc’h deut.
Evit monet ac’hann e renqit bea treut.
Ar pez a gontan dec’h a so bet lavaret
Da gals tud-all. Tavomp, rac ne qet ret
Sila an traou qen piz, nac ive qemesqi
Affer an oll gat oc’h hini.