Ar louarn hac ar raisin

Eus Wikimammenn
◄  An durzunel hac ar veryenen Ar louarn hac ar raisin Ar gaerel eet en eur c’hrignol   ►


AR LOUARN HAC AR RAISIN.
(Livre III, Fable XI.)


Amzer so bet guech-all Alanic ar louarn,
(Eus a Normandy oa, a C’hasgogn, eme darn,)
A velas raisin caër, qen tano o c’hroc’hen !
Hanter-moug, hanter-melen,
Huël oc’h beq ur spalieren.
Gret en d’ize eur pret ane, gat ur joa vras :
Allas ! caër lammet so, re huel int, sioas !
Souden, pa vel ervat ne allo derez bot :
Traou trenq int, emeza, mad ebqen d’an dud sot.
Ha mad en deveus gret ; rac clemmou, bezit sur,
Ne reont vad ebet, goude displijadur.


********