Ar pesketaer (G. Ar Prad)
Ar pesketaer-ma a yoa o chom etre chapel Dom Michel hag iliz parrez Konk-Leon.
Eno, en eun ti bihan toet e soul e veve Maudez al luron, ar pesketaer, hag e wreg, Paour ez oant, evel just ; ya, ken paour ha Job war e vern teil, mes ouest avat.
Bemdez Maudez, pa vije bet o pesketa a yea da werza e besked da Vrest. Eur c’hoz kar en devoa, hag eur c’hoz loen treut, treut, bet d’ezan en aluzen digant unan bennak eus bourc’hizien Konk.
N’eus forz, beva rea evelato, ha digas a rea eun tammig eazamant en ti da viret ouz ar baourentez da zont ebarz.
Bemdez ive ez ea da besketa ; ha p’en deveze great tro vat e vije laouen dremm Janned e wreg ; pa n’en deveze tapet netra avat e veze chaok ha safar ken na garfe den beza bet o selaou ; neuze Maudez a gleve e begement.
« Me ouie a-walc’h e lezfez ac’hanon ama da vervel gant an naon ; keit ha ne vanko netra d’it ne vezi ket nec’het ganen-me ! »
Maudez en deveze poan galon o tostaat ouz ar gear pa rea dervez fall. Daou zervez dioc’htu e c’hoarvezas an dra-ze gantan. Neuze eo e klevas e bater hag al litaniou a oar ker mat paotrezed an aochou.
Ar barrad koulskoude a dremenas adarre hag ar peoc’h a deuas en goude. Teuler a reas e rouejou antronoz ; ha petra deuas ganto ? Netra nemet eur pesk bihan kov rus, hag a gomze (biskoaz kement-all !) Ya, eur pesk hag a gomze, lavaret mat am eus.
— « Taol ac’hanon er mor, » eme ar pesk d’ar pesketaër.
— « O ne rin ket, fidamdoulle avat ! Deac’h diveza n’em boa bet hini ebet ; o n’ em beus ket ankounac’heat ker buhan an trouz a reas d’in Janned va gwreg. »
— « Taol ac’hanon er mor, pa lavaran d’it, eme ar pesk adarre ; a-ben eur pennad e vezin kalz brasoc’h, ha neuze c’helli va zapa ha va c’has ganez. »
— « Ne ran ket, tanfoultr ! Unan sur a zo gwelloc’h evit daou da gaout. Ha neuze, te n’ouzout ket pe seurt buez a vez great d’in-me pa n’em eusket a besked. »
— « Mat, eme ar pesk neuze, kas ac’hanon ’ta ganez, ha pa vezi digouezet er gear poaz ac’hanon, ro eun tamm d’az kwreg, eun tamm d’az kazeg hag unan-all d’az kiez ; goude e kuzi va eskern en douar, en eur chorn eus da liorz. »
Heuliet e oe an ali-ze penn-da-benn, daoust d’ar pez a gavas Janned da lavaret.
Hola ! Hola !! Ar peskig a reas burzudou eus ar re gaera hag eus ar souezuza.
Nao miz goude ar wreg a c’hanas d’ezi tri baotr eur ar c’hoanta a ouffed da welet. Kement e fougeet anezo ma tirede an dud a bep tu evit o gwelet, hag holl e lavarent : « Na koanta bugale ! Doue r’ o bennigo ! »
Ar giez ive na zaleas ket da gaout tri gi bihan brao bras ; ar gazeg treut gagn, evel just, e devoe, hi ive tri ebeul doareet mat. Ar pennou-tieien a ziwar-dro na skuizent ket o sellet outo.
Mat, el liorz ive e c’hoarvezas traou souezus.
War eskern ar pesk douaret e korn al liorz e savas teir rozen ar gaera, unan evit pep hini eus ar baotred.
Brema avat e vezo red da Vaudez poania evit gounit bara d’e dud. Noz-deiz e ranko beza war vale pe ne vezo peoc’h ebet. Ya, red e vezo d’ezan kaout peadra da vaga an tri ganfard bihan. Hogen, kaout a reas, gant poan e ziwreac’h ha bennoz an aotrou Doue.
Sevel a ra tamm ha tammig an tri baotr bihan ; erru int da veza krennarded vras mall kas anezo d’ar skol ; koant int evel ealez, ha fur kenan. Ober a reont e gwirionez levenez o zad hag o mamm. O sellet outo, Maudez a ankouuac’hae buhan e holl boaniou.
Echu eo o studi. Ne bad ket pell evit paotred ha merc’hed ar measiou ; abred e rankont lakaat o c’horf da labourat. Ha setu bugale Maudez o vont ive da besketa da heul o zad.
Red mat eo d’in brema rei da anaout hanoiou ar vugale-ze. Job oa hano ar mab hena, Yann hini an eil, ha Jakez hini an trede.
Maudez koz a yoa enn tamm brao a fouge ennan gant e vugale.
Brema avat e read marc’hajou, e prened hage werzed marc’hadourez !
Janned a yoa en he bleud ; n’eo ket peadra da veva eo
a vanke d’ezi,
Hogen, ar baotred a ouie ez oant tud a feson, ha setu ma savas lorc’h enno gand an oad. Job, ar mab hena, eo ar c’henta a lakaas en e benn e feiz e c’helle ober kaeroc’h eget mont da besketa ! Er c’heariou, mechans ! en divije labour easoc’h gant gwelloc’h paeamant !
— « O mat, emezan eun dervez d’e dad, me zo red d’in kuitaat ac’hanoc’h. Ar vicher a rit na blij tamm ebet d’in ; mont a ran da glask va chanz d’al leac’h ma plijo gant Doue ! »
An tad a oe glac’haret meurbed o klevet komzou e vab, hag a lavaras a-dreuz e zaelou :
— « Brema, pa ’z oc’h savet, p’am eus bet kement a boan ganeoc’h, pa edon en ged da gaout va-unan skoazel diganeoc’h em c’hosni, brema eo, va mab e teuit da drei kein d’in ? »
— « Va zad, eme Job sounn e benn gantan, gouzout a rit en deus pep hini e blaneden war an douar-ma ; n’oun ket galvet da jom ganeoc’h ; rak-se ho pedan da rei d’in ho pennoz evit ma’z in e peoc’h eus ho ti. »
— « Mat, mat, eme an tad paour, rannet e galon, va bennoz a vezo ganeoc’h ! A-ze, er marchosi e kavot eur marc’h ; kemerit ive unan eus hon tri gi da vont d’hoc’h heul ! »
— « Ho trugarekaat, va zad ; du-ze, e korn al liorz ez eus ive teir rozen, unan evit pep hini ac’hanomp. *
Pa welet unan anezo o wenvi, an dra-ze a vezo evitoc’h kelou eus maro ho mab ; digasit kerkent unan eus va breudeur da zispenn va roudou… »
— « Evel-se e vezo great, a lavaras an tad. Kenavo, va mab, ha ra vezo Doue ganeoc’h ! »
— « Kenavo ! a lavaras Job d’e dro, savet an daelou d’e zaou lagad. N’eus ket da lavaret, kuitaat ar gear, kuitaat eun tad hag eur vamm garet a zo atao eun dra boanius, ha neuze Job n’oa ket eur paotr digalon.
Ha brema, setu hen en hent, o vont en avantur Doue, eur marc’h kaer dindannan, eur c’hi bras war e lerc’h, ma chome an dud sebezet da zellet outan, ha ma lavarent etrezo :
— « Sellit ! sellit ’ta ! Pebeus paotr yaouank koant ! Daoust ha piou eo an dijentil-ze ? Kaëra loen a zo gantan ! a lavare re-all ! Kaera ki war e lerc’h ! »
Job a zalc’he atao da vont gant e hent, hep ober van ebet nag ouz an dud nag ouz o c’homzou flour.
War bouez bale ha bale pell amzer e tigouezas ar paotr e Pariz.
Hag hen ha mont, hep ma ouiche, dre garter ar Vretoned. Eno e
kavas lojeiz evitan e-unan, evit e varc’h hag evit e gi « Dragon »,
en eun hostaleri vihan.
N’oa ket eat mat en ti pa dremenas eur maread tud, prez bras warnezo. Eur safar da vouzara a yoa ganto ; an tabourinou hag ar c’hleroned a zone skiltrus dre an ear. Job a jomas nec’het a-walc’h o klevet kement-all a drouz. Hag hen ha goulen digant an hostizez :
— « Petra eo an dra-ma ? Petra zo a nevez er vro-ma ?
— « Petra ? eme an hostizez. Er c’hoad a zo tost aze ez eus eur pikol den, eur « geant », hag a lavar ema o vont da lakaat an tan e pevar c’horn ar rouantelez mar na ro ket ar roue e verc’h d’ezan. Bet ez oa deac’h o kas anezi d’ezan ; hogen, deac’h ne fellas ket d’ezan he digemeret ; hag ez eer da welet hizio adarre. Setu aze, Aotrou, ar penn-kaoz eus ar safar a glevit. »
— « Pell ema ar c’hoad-se ac’halen ? » a c’houlennas Job.
— « ’Ma ket sur avat ! » eme an hostizez.
— Daoust, eme Job, ha gallout a rafen-me gwelet demezel ar roue ? »
— « O ne reot ket, eme an hostizez, re zivezat emaoc’h brema ; an dud a vezo war an dizro pa vefot oc’h erruout. »
… « N’eus forz, a lavare Job d’ezan e-unan, me garfe he gwelet, plijadur a rafe ze d’in. Dibra a reas e varc’h, hag hen en hent adarre. Evel he de voa lavaret d’ezan an hostizez, an dud a yoa o tizrei, hag e lavarent ouz e welet : « Daoust da beleac’h ez a an den yaouank-ma ?… Na kaera marc’h !… Pebeus ki a zo ouz e heul !… »
Ha Job a jome bepred dizeblant ouz lavarou an dremenidi.
Digouezet e penn ar c’hoad, e kavas eno merc’h ar roue o ouela.
— « Na petra eo, eme Job, a c’hoarvez ganeoc’h ? »
— « Petra ! emezi, me zo digaset ama gant va zad Roue, da eur peulvan, evit na lakao ket an tan e pevar c’horn ar rouantelez, hag ar pikol den bras a nac’h adarre kemeret ac nanon hizio. »
— « O mat ! eme Job, n’eo ket d’eoc’h en em jala gant ken nebeut a dra ; deuit ganen-me da ober eur gwel d’ar peulvan kasaüs-se. »
— « O ne ’z in ket, den yaouank, emezi, ne ’z in ket ganeoc’h, rak ne garfen ket beza kirriek eus ho maro ! »
— « Va maro ! Va maro ! eme Job ; gwasoc’h egetan am eus me gwelet hep ma vefen bet debret ; bezit dienkrez ganen me. »
Hag ez ejont o daou betek ar peulvan. E gaout a rejont en eun toull en douar.
— « Ac’hanta, paotr bras, eme Job, deuet omp da welet ac’hanout. Kemeret a ri ar plac’h-ma diganen pe na ri ket ? »
— « Eo, eo ! eme ar peulvan ; te eo a zo deuet d’he digaz d’in ? »
— « Ya da ! »
— « Taol ’ta anezi d’in ama ! »
— O ne ran ket, doubl-chas ! eme Job. Tud a ouenn uhel evel houma ne vezont ket skoet a-droujou egiz-se ! Deus deveti, mar karez ! »
— « N’in ket, tanfoeltr ! » eme ar peulvan.
— « Mat, neuze, ne vezo d’it na brema na morse. Eur wech, diou wech, dont a ri d’he c’herc’hat ? »
— « Hag ez in, » eme ar peulvan o tont en eul lamm eus e doull.
Kregi en e gleze hag en e bistolen ha trec’hi tri benn d’ar pez divergont, setu ar pez a reas Job ker buhan ha ken prim ha ma par al luc’heden en oabl. Troc’het d’ezan tri benn, ar paotr difeson a strinke tan dioutan hag a glaske ive skei war e zaou enebour. Ne deuas ket a-benn evelato da dizout hini ebet anezo, kaer en doa c’hoari.
Ha setu ma reas ar peoc’h gant Job ac’han d’an deiz warlerc’h.
— « Ha brema, eme an den yaouank d’ar brinsez, deuit ganen ! »
— « N’ez in ket, emezi, trouz a glevfen gant va zad. »
— « Pa lavaran d’eoc’h, deuit ganen, me a gaso ac’hanoc’h d’ar gear. »
Dizrei a reas ar brinsez d’ar gear. Job en doa difennet grons outi lavaret grik eus ar pez a yoa c’hoarvezet.
— « Petra ! eme ar roue koz pa welas e verc’h, dizroet houma d’ar gear adarre ! »
— Ya da, va zad ! eme ar brinsez ; n’en deus ket bet ezom ac’hanon hizio adarre ! »
— « Nag a drein a zo gant hennez ! ’Meus aon ema oc’h ober gwap a’chanomp ! »
D’an deiz warlerc’h an hevelep safar dre gear adarre.
Evel en derc’hent Job a yeas p’ edo an dud o tizrei ; edo merc’h a roue ouz hen gortoz.
— « Na penaos emaoc’h ganti ? » a c’houlennas Job gant an demezel.
— « Evel deac’h, eme ar brinsez, nemet ez eo muioc’h kounnaret « va zamm aotrou » !
— « Mat, eme Job, bremaik ma ro Doue d’in e skoazel, me a gaso anezan da vro e dud koz ! » Hag ez ejont a-nevez betek toull ar peulvan.
— « Kemer houma diganen, paotr bras, » eme Job.
— « Taol anezi d’in ! »
— « E feiz, ne rin ket. Tudeus eur ouenn ken uhel ne vezont ket taolet d’ar chas. Deus d’he c’herc’hat. »
— « Mont a-walc’h a rin ; mes arabat e vezo d’it neuze beza ker kriz ha deac’h. »
— « Deus atao, paotr faro ! » eme Job.
Dont a reas ; Job a c’halvas e gi, a dapas e bistolen hag e gleze, ha dao d’an amprevan !
— « Kiz ! Kiz ! eme Job, dalc’h’ta, Dragon. »
Hag ar c’hi a lammas war ar peulvan hag hen diskaras d’an douar. Ha Job a zistagas ar pennou a jomme, Ar peulvan en doa seiz penn.
— « Roit d’in ho mouchouar godel, eme Job d’ar brinsez ma lakain ennan an teodou. »
Hag o veza great kement-se ez ejont warzu ar gear.
— « Petra livirin d’am zad ? » eme ar brinsez.
— « Lavar eo maro an hini a rea poan d’ezan. Lavar ive ez eo bet lazet gant eun tremeniad ; difen a ran ouzoc’h avat disrevel va hano ken na vo deuet ar mare.
— « Evel-se eo e rin ! » emezi.
Pa zigouezas er gear e kavas he zad kounnaret oll. « Petra ! emezan, daoust ha bemdez e ri evel-se ? »
— « Ne rin ket, va zad, emezi ; lazet eo ar peulvan gant eun tremener, hag hiviziken, bezit dinec’h, n’hon deus ezom ebet da gaout aon razan. »
— « Daoust ha gwir e vefe ? » eme ar roue.
— « O ya, va zad, gwir bater. Lavaret a rin d’eoc’h dioc’htu zoken e karfen kemeret da bried an hini en deus great an taol ! »
— « Mat ! Mat ! eme ar roue, gwelet a rin. »
Setu roet urz da lenn dre-oll an ali-ma :
« An nep piou bennak en deus lazet ar peulvan en devo merc’h ar roue da bried. »
Setu ma savas c’houenn e lerou an dud. Betek zoken eur glaouer o tremen dre ar c’hoad a gavas ar pennou, a zestumas anezo hag a deuas ganto da lez ar roue.
— « Sir, emezan, me eo am eus lazet ar peulvan ; sellit, setu ama ar pennou ! »
— « Ya ! ya ! va mab, eme ar roue, sklear eo. »
Ma oe digaset ar brinsez dirazan.
— « N’eo ket hennez va den, » emezi.
— « Nan, eme ar roue d’ezi, paour eo ha gwisket fall, ha setu
perak n’hoc’h eusket ezom anezan. »
— « Livirit d’in, va den mat, penaos oc’h en em gemeret evit dont a-benn eus va enebour. »
— « Gant va skourjez, ha netra ken ; ne ve ket dieas d’in hen dizkouez d’eoc’h. »
— « Eur skourjez mat e rank beza evelato », eme ar roue.
— « O ya, Aotrou roue ; sellit, » emezan. Hag ar paotr da ober d’e skourjez strakal :
« Fliou, flao !… Fliou, flao !!… »
— « Eur skourjez a feson eo, » eme ar roue, Deoc’h e vezo va merc’h ! »
— « Bennoz Doue, Aotrou Roue ! o bennoz Doue ! me, sellit, n’edon ket o c’hedal kement-all, » a lavaras ar glouaer.
— « Ha c’houi, prinsezig, ne dalv ket d’eoc’h sellet kement se a gorn ouz an den-ma, rak hen eo a vezo ho pried. »
— « O ne vezo ket, eme ar brinzez koant. N’eo ket hen am zennas a dre skilfou ar peulvan lous. »
— « Penaos ’ta, prinsez, n’eo ket me ? »
— « O nan da ! » eme ar plac’h yaouank.
Lezet e oe an traou evel se epad eiz dervez. Edo ar roue o pourvei pep tra evit eured kran ar brinsez hag ar glaouaer, pa deus eun den yaouank da c’houlen digor e lez ar roue ; eun aotrou pinvidik oa dioc’h an doare, gwisket kaer, eur marc’h eus an dibab dindanna, eur c’hi bras ouz e heul.
Ar brinsez eo he devoa kaset kelou d’ezan eus ar pez a dremene, ha lavaret he devoa d’ezan dont kenta ma c’hallje. Ha dont a rea, war goulen ar brinsez. Eur mevel a deuas da zigeri. — « Deiz mat ! eme Job, — rak hen oa, — me am eus ezom da goms gant ar roue ! »
Ar mevel a respontas kerkent :
— « Ar roue, va den mat, en deus a-walc’h da ober brema gant eured e verc’h a zo o vont da veza great er zizun a-zeu. Ne dalv ket d’eoc’h eta dale pelloc’h, n’en deus ket amzer da zont davetoc’h. »
— « Na den-all eus e berz ? Pe seurt eo an eured-se eta ? »
— « Pe seurt ? Sant Krist benniget ! eus a bell e rankit dont sur mar n’hoc’h eusket klevet penaos eo bet difframmet merc’h hena ar roue eus a dre skilfou eur peulvan galloudus gant eur glaouaer paour a dremene d’an ampoent dre ar c’hoad. »
— « A ya ? eme Job ; mat, me na ouien ket. N’eus fors, karout a rafen gwelet ar brinsez-se ; livirit d’ezi, mar plij, e karfen lavaret d’ezi eur gomz bennak. »
— « N’ouzon ket hag hi a deuio ; mont a ran da welet. »
Hag ez eas.
A-benn eur prennad Job a glevas trouz treid skanv o tisken an deleziou. Arru oa ar brinsez.
— « A ! Job ! emezi, c’houi eo. Pell zo edon ouz ho kedal. Deuit ganen. » Ha Job ha sevel d’an neac’h da heul ar brinsez. Mont a rejont war eün da gaout ar roue a yoa o tomma gant ar glaouaer.
— « Deiz mat d’eoc’h, Aotrou roue ! » eme Job. — « Ha d’it, va faotr, eme ar roue o sevel en e zav ; penaos ema kont ganez ? » Ar brinsez ne roas ket amzer d’ezan da respont, hag a lavaras kerkent.
— « Va zad, setu va madoberour, va zalver ! »
— « Hennez ! » eme ar roue.
— « Ya, Aotrou, eme Job, me eo. Pe an hini ema gantan ar pennou pe an hini a zoug an teodou eo en deus lazet ar pez fall ? »
— « Douetans ebet war gement-se, eme ar roue kerkent, an hini ema gantan an teodou eo. »
— « Delit, Aotrou ! emaint aze, » a lavaras Job o tenna eus e c’hodel mouchouar-fri ar brinsez.
— « Mouchouar va merc’h ! eme ar roue ; ya, hennez eo em boa roet d’ezi da vont d’ar c’hoad. »
Ar glaouaer a jomas mantret gant kement-all. Ar brinzed a ziskouezas d’ezan trugarez. Lavaret e oe dezan mont gant e hent ha diouall da zispaka mui beg e fri dre eno pe e viche krouget uhel ha ber, hag ar boan ne viche ket laeret.
Mont a reas ac’hano, eun tammig lostok, ha leac’h a yoa da veza.
Prestik goude e oe great an eured gant eul levenez vras. Setu dimezet Job da verc’h ar roue. Epad pemzek dez e oe friko ha c’hoariou evit an holl.
Eur pennadig brao a amzer a zo tremenet abaoue an eured. Betek-hen n’ez eus deuet netra da ober dieas d’an daou bried yaouank. Bevet o doa evurus betek neuze, mes, siouaz ! pep den en deus e blaneden, hag eo red mat d’ezan he heuilha.
Eur pardaez edont o vonet da gousket ; ha setu pa edo o serra prenestr ar gambr Job o welet eur pennadig ac’hano eur sklerijen dudius.
— « Sell ’ta ! emezan, petra eo ar sklerijen a welan-me du-ze ? »
— « Petra ? emezi, an tan artifis, marvat ! Bah ! deus da
gousket ’ta buan. »
Job a reas an neuz da ziviska e zilhad, mes ne reas ken. Ar brinsez na zellas ket ken tost-se hag a en em roas da gousket ha Job, didrouzik, a ziskennas, a yeas d’ar marchosi, a zibras e varc’h ; distaga a reas ive e gi, hag hen ac’hano war-zu an tan artifis.
Pa zigouezas e kichen oaled ar sklerijen gaer a wele eus ar gear, Job a gavas eur gloued houarn o viret outan da vont larkoc’h. Unan goz a yoa porsierez eno, keit he dent ha dent ar c’hoz kezek, ha sinklennou oc’h ober lasou d’he c’hoef.
— « Deiz mat, mamm goz ! eme Job. Daoust ha n’hallfen ket mont larkoc’h ? »
— « Eo, eme ar wrac’h goz, mar kirit staga ho marc’h hag ho ki.»
— Ha gant petra, mamm goz ? n’em beus korden ebet. »
— « Gant eur vleven eus va fenn. »
Hag an hini goz ha tenna diou vleven eus he fenn, diou jaden houarn kerkent, da ober kerden da staga loened Job. — « Deuit tre brema ! » emezi.
Kerkent hag eat eur gammed pe ziou el leac’h souezus-se Job, e varc’h hag e gi a oe troet e skeudennou mein.
Er gear du-ze, tostik da vor Breiz-Izel, e oe gwelet eur rozen o voenvi e liorz an tad. Yann a welas dioc’htu oa maro e vreur Job. Lavaret a reas kenavo d’e dad evit mont da zispenn roudou e vreur.
Evel dre vurzud e tigouezas gant ti e c’hoar-gaer.
Eur marc’h kaer a yoa dindannan hag eur c’hi eus ar c’henta war e lerc’h. A hend-all, ken henvel oa ouz e vreur, ma lavaras merc’h ar roue hep an disterra difizianz :
— « Petra ! dizro out ’ta ? Hag e peleac’h out-te bet abaoue keit a zo ? Ha lezel ac’hanon ama va-unan ! »
Yann a welas dioc’htu ez oa hi e c’hoar-gaer, hag a lavaras :
— « D’ar gear oan eat da welet va zud, ha da gonta d’ezo va doare. »
— « Chê ! ha perak kuzat ouzin ?… Me vije eat ganez ! »
— « Nan, Itron, eme Yann, rak skouizus eo an hent, ouspenn ma’z eo risklus. Du-ze, en hon aochou, e ranker lammat eus eur garreg war eben, ha te n’out ket kustum eus eur seurt c’hoari. »
— « Rezon eo, » emezi.
An noz a deue. Yann, savet d’e gambr a yoa o vont da zerra ar prenestr pa welas d’e dro ar sklerijen he doa chachet e vreur.
— « Asa gwreg, emezan, daoust ha petra eo ar sklerijen skedus a welan-me du-ze ? »
— « Setu ama eur ravoder ! N’em boa-me ket lavaret d’it en
deiz-all d’abardaez ? Dont a ri d’az kwele ?… »
Yann na lavaras netra, sonjal a rea: « Va breur a zo du-hont, ha me a yelo ive. »
Ne dalv ket d’in displega en e hed ar pez a zigouezas gantan a-c’heudevez : e blaneden a zo evit doare henvel ouz hini e vreur hena.
An deirvet rozen a voenvas ; ha Jakez a yeas da gaout e dad :
— « Va zad, emezan, setu maro va breudeur, hag eo red mat d’in nuont da zispenn o roudou. »
— « Petra, va mab, petra glevan ?… Tri am eus savet, ha brema, pam eus ar muia ezom da gaout skoazel diganto, em c’hosni, e teuont holl d’am dilezel ! Ma n’eo ket eun druez ! »
— « O mat, va zad ! Red eo d’in koulskoude, p’eo gwir em eus roet va ger ez ajen. »
— « It eta, va mab, ha daoust d’am glac’har, e pedan Doue da rei d’eoc’h e vennoz. »
Ha Jakez d’e dro o vont en hent gant e varc’h hag e gi.
Ober a reas evel e zaou vreur. Goulennet e oe digantan ha n’oa ket an hini a zimezas da verc’h ar roue. Ne gredas ket lavaret nan, rak eun dra bennak a lavare d’ezan e ranke c’hoari evel-se.
Goulen a reas mont betek e c’hoar-gaer. Oc’h e welet houma a lavaras raktal :
— « Da beleac’h ’ta oas eat adarre ? »
— « Da chaseal, va friedig ker ; kollet em boa va hent, hag em beus ranket lakaat digas ac’hanon d’ar gear. »
— « Iskiz eo, lavar ’ta ! »
Deuet oa an noz pell a yoa, poent mont da gousket Savet d’e gambr, Jakez a welas kouls hag e vreudeur an tarsad sklerijen skedus a yoa dirazan en dremwel.
— « Mat, a zonje, me a ranko gouzout petra eo an dra-ze. » Hag hen da c’houlen gant merc’h ar roue perak ez oa ker sklear an dremwel.
— « Te, emezi, a zo eun torr-penn ; n’em boa-me ket lavaret d’it deac’h ? Hag e c’houlennez adarre ? »
— « Mat ! Mat ! eme Jakez ; ankounac’heat em boa ! »
Jakez avat a lavare atao ennan e-unan : « Duhont ema va breudeur, ha me a yelo d’o gwelet ha d’o diboania mar bez red ! »
— « Deus ’ta d’az kwele, eme ar brinsez. Da ober petra e chomez aze ? »
— « Alo ! eme Job, n’eo ket an dra-ze eo. Red mat eo d’eomp
en em glevet brema war ar pez hon deus da ober. Ar plac’h kez se
— « Dampred ! eme Jakez, kousk atao, petra ! lez ac’hanon da lavaret eun tamm peden ! » Hage keit ha m’oa daoulinet Jakez e tal ar prenestr o sellet oc’h ar sklerijen a wele a bell hag o sonjal en e vreudeur, ar brinsez en em roas da gousket.
Pa glevas ar wreg yaouank o roc’hellat, Jakez a ziskennas, sioulika ma c’hellas, a gemeras e varc’h hag e gi, hag ac’hano buhan da glaskar sklerijen.
An hini goz a yoa e-tal an nor kouls hag er gwechou all.
— « Deiz mat, gwrac’h goz, eme Jakez, daoust ha n’hellfac’h ket digeri d’in, mar plij ? »
— « Eo, emezi, mar kirit staga ho marc’h hag ko ki. »
— « Ha gant petra e stagin-me va marc’h ha va c’hi, pa n’em beus korden ebet ? »
— « Gant eur vleven eus va fenn !… »
— « O ne rin ket ! ne rin ket !… Hon tri ez aimp aze, pe bremaik va c’hi a ziskolpo tammou diouzoc’h. Va breudeur, gwrac’h ar foueltr, a zo deuet ama em raok. Sentet o deus ouzoc’h, mes me na rin ket, klevit mat ! »
— « O ! eme an hini goz savet c’houenn en he lerou, deuit, deuit tre, den yaouank, gant na reot droug ebet d’in.
Ha Jakez a yeas.
An hini goz a gasas anezan warzu eur puns doun a yoa er penn pella eus ar porz.
— « Deuit, emezi ; sellit ’ta, den yaouank, peger kaer eo an traou er puns-ma ! »
— « Sellit c’houi da genta ! » eme Jakez.
Hag an hini goz, hep difizianz ebet, da blega da zellet er puns. Ar paotr a dapas krog en he zreid hag a reas d’ezi ober eur pez lamm.
« Evel-se, emezan, ez poa great d’am breudeur. Pep hini d’e dro, n’eo ket ta ?
Kerkent ar c’hastell a gouezas en e boull, ha pep tra a dec’has a-zirak daoulagad Jakez. En em gavout a reas war eur blenen vras el leac’h n’ez oa na ti na den, nemet skeudennou daou varc’heg yaouank e mean.
Jakez a anavezas dioc’htu e vreudeur. « Va breudeur ! » emezan. Hag hen ha tostat evit o gwelet gwelloc’h ha stoka outo e zaouarn. Hogen, ar re ma kerkent a deuas adarre e buez hag a frotas o daoulagad, evel pa vichent o tihuna eus eur c’housk hir ha pounner. En em vriata a rejont gant karantez hag e c’houlenjont kelou eus ar gear, eus o zad, eus o mamm, ha Job eus e bried.
Gellout a reas rei d’ezan kelou eus ar brinsez, rak n’oa ket
c’hoaz daou zervez edo ganti en he c’hambr.
— « Alo ! eme Job, n’eo ket an dra-ze eo. Red mat eo d’eomp en em glevet brema war ar pez hon deus da ober. Ar plac’h kez-se he deus kemeret ac’hanomp hon tri evit he fried. Mont a rankimp d’he c’haout da welet hag hi a ouezo dishevelebout ac’hanon. Mar gra, ni a jomo hon tri, ha mar na ra ket ez aimp ive hon tri da glask hor chanz. »
— « Mat ! mat ! eme an daou-all, evel-se eo d’eomp ober.
Mont a rejont eta warzu lez ar brinsez. An holl a jomas mantret o welet an tri den yaouank ken henvel an eil diouz egile. Siouaz ! ar brinsez he unan na zeuas ket a-benn da anaout he fried.
Job a gomzas da genta evel-hen :
– « Deiz mat d’eoc’h, prinsez ; na pehini ac’hanomp hon tri eo ho pried ? »
— « O feiz, emezi, ken henvel oc’h, ma n’hellan ket gouzout. »
— « Mat, eme Job, tri dervez a roan d’eoc’h da ober ho sonj. A-benn an termen-ze, ma n’hoc’h eus ket kavet, ez aimp hon tri en hent. »
Hag ar brinsez nec’hetoc’h evit biskoaz.
— « O mat ! emezi, n’em beus ket nemeur a fizianz, ken henvel oc’h an eil ouz egile ! »
Tremenet ez oa daou zervez, edod krog en trede, hag ar brinsez na gave ket.
— « Asa, eme plac’h an itron, daoust ha n’ouzoc’h ket pe hano en deus e gi ? »
— « O eo avat, emezi ; mes ken drouk eo ma sailh warnon pa lavaran e hano. »
— « Livirit d’in e hano, mar plij ! »
— « Dragon ! eme ar brinsez eo a reont anezan. »
— « Mat, me na ran forz, mont a ran da welet. »
Kemeret a ra eun tamm kig, hag hi da lochen ar chas.
— « Sell, Dragon ! emezi ; Dragon, ama ! » Kerkent ar c’hi a zailhas war an tamm kig, hag ar plac’h a grogas en e golier. Kas a reas anezan d’ar brinzez. ( Delit, Itron, emezi, setu ama e gi ! »
Ar brinsez a yeas gantan da gambr ar baotred, a yoa o c’hoari kartou.
— « Delit, Aotrounez, perc’hen ar c’hi-ma eo va fried ! »
— « Gwir eo an dra-ze, eme Job. Evurus oc’h da veza kavet. Brema e chomimp hon tri en ho lez. »
Lavaret o devoa chom o zri er c’hastell ; hogen, pep hini e doull ti eo ar gwella ; ha setu Yann ha Jakez o vont adarre en hent evit distrei da di o zad.
Nag a jenchamanchou c’hoarvezet er gear abaoue ma’z oant eat da vale bro ! Maudez koz, deuet da veza pinvidik mor, en doa lakeat sevel eur maner nevez eus ar re gaera.
Hag evit kloza, brema, e livirin d’eoc’h e vevas Job pell amzer meurbed eürus gant e bried. Doue a zigasas d’ezo eun niver bras a vugale hag a reas enor o zad hag o mamm. Yann ha Jakez a zimezas ive e Konk-Leon. Bevet o deus er maner warlerc’h o zad, hag eno emaint c’hoaz hizio zoken, mar n’int ket maro abaoue !…