Mont d’an endalc’had

Ar c’henta Miz Mari/Maro sant Joseph

Eus Wikimammenn
Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 115-125)



AR PEMSECVET DERVEZ


————
Maro Sant Josef


Pegeit e vevas ar Verc’hez eb e fried ? Peur eo e collas e fried santel ? Ne ouzer ket d’ar zur. Ervez sant Epifaan, Josef a varvas, pa edo Jesus en e drizecvet bloaz. Re all a laca e oa Jesus tregont vloaz, pa varvas e dad mager… Sant Josef a oa eus lignez ar Roue David. Beza bet choazed gant Doue evit diouall an daou brisiussa tenzor-se, Jesus ha Mari, a zo ur merc sclear oa sant Josef ar pez a lavar aneza ar Scritur ac an Tadou Santel, un den fur, just, an oll vertuziou enna. Pur ha chast e oe bepred, evel ar Verc’hez.

Earedigez ar Verc’hez Vari, ervez santez Berc’het, a roe evel da zantout ur vertuz ker caer, ur zantelez ker braz, ma lekea kement ini a vele anezi da gaout joa en o c’halon ouz vertuz an Elez ; ac eviti da gaout calz a c’hened, ne deue var ar spered, o velet anezi, nemet sonjou da denna d’ar Baradoz. Mar b-oa evelse evit an dud all, mar sentent, o velet Mari, kement a joa ouz vertuz an Elez, ouz ar chastete, sant Josef a zantse en e galon muioc’h c’hoas a joa ouz’ ar vertuz caer-se, pa ne zante enna santimant ebed ac a dennse d’ar pec’hed, ker maro oa ar pec’h et enna. (Canisius.)


MIDITA


Ar maro santel


I


Sonjit er c’haonv a reas ar Verc’hez da sant Joseph. Trist e oe o velet o vont diganti an ini a gare, ac a zoutene anizi en e foaniou ; evelato, e leac’h clem ac irvoudi, e soublas a galon da volontez Doue. Petra dalv deoc’h kemeret re a c’hlac’har ac a ran-galon pa varv ho tud ac ar re a ra deoc’h ar muia vad var an douar ? Soublit a-galon da volontez Doue ; anez e crescfec’h ho poan ac e collfec’h ar mirit a zo er boan. Ma n’oc’h euz tad ebed mui var an douar, nemet muioc’h a ze a vir n’oc’h euz da lavarout : Pater noster qui es in cœlis. On Tad pini zo en Ee... An Tad zo en Ee a entento mad ouzoc’h, mar lacaït enna ar fizians a dle bugale caout en o zad. — Va zad ha va mam a zo eat diganen, eme ar Profed, mes an Aotrou Doue en d-euz va c’hemered ganta.


II


Arvestit Josef o vervel. Caerra maro ! Etre divrec’h Jesus ha Mari ! Jesus ha Mari o entent outa ! Jesus a zoutene aneza ; Mari er c’honsole. Jesus a serras e zaoulagad ; Mari a roas da Zoue e huanad diveza. O ! ac ez eo caer, ac ez eo dous maro ar Zent ! O va ene, pa et euz c’hoant da veza evel ouz sant Josef o tremen, gra evel en d-euz great en e vuez. Josef a vevas paour : guel ha distag out diouz madou an douar. Josef, epad meur a vloaz, keit ha ma lezas Doue aneza, a zalc’has mad atao da zervicha gant joa Jesus ha Mari. Dalc’homp ive d’o enori, ha pedomp anezo bemdez da veza ganeomp ive en eur ar maro, ha ne vezimp ket dilezed ganto neuze.


III


Sonjit e tleit tôler pled mad, d’en em lacaat, a-vrema, e stad da gaout ur maro euruz. Un dra vraz eo, mar d-euz unan, ac eno ema evidoc’h ar Baradoz pe an Ifern. Va buez oll neket re d’en em brepar da gaout ur maro mad. Gouzout a raan, ouz ur maro fall n’euz mui a remed. Gouzout a raan e c’hallan mervel da bep mare, e pep leac’h ; hanc c’houzon na peur na peleac’h e vezo ; ac evelato e pec’han, siouaz d’in, eb aoun ebed ! Gortoz evit en em brepar, ar mare diveza ; ia, ac ar mare falla, an diassurra. Cass a raan va buez o teski micherou, ijinou, labourou, meur a seurt skiant, ha ne dizan mui pleustri var ar vella skiant, an ini a zesc mervel e stad vad. Peleac’h ema va feiz ? Va Doue, ho bezit truez ouzin ! Scleraït va spered, ma velin va follentez, crevaït va bolontez vad, ma tistroïn da vad ouzoc’h.

Sonjit, da bep eur : — Un eur all nebeutoc’h etre ar maro ha me. Ur beden bennac bemdez, da Vari ha da Josef, evit caout ur maro mad.


Ar Roue Ferdinand


Ferdinand, roue Nabl, maro, e-doare ur zant, e miz Mae 1859, a zo scuer d’an oll. Diouz ar mintin, en deiz ma varvas, e lavaras oa e zeiz diveza var an douar. Un ear joauz a ziscueze, o velet ar maro diraza. Arc’hescob Patrasso a oa var e dro, ha ne gave ket deza e vize ken tost an eur diveza. Ferdinand a lavaras deza prepar an dour benniged, ar rituel, ac an teir goulaouen en doa mired, en aviz ma visent elumed diraza var e dremenvan, goulaouen gouel Mari ar Goulou (Chandelour), goulaouen ar Bez Sacr, ac ini an Itron Varia Loretta ; ac e lacaas diraza diou daolen, unan a ziscueze on Zalver o coueza dindan e groaz, ac eben, an Itron Varia a druez. Dirag an daolenn-se, taolenn an Itron Varia a druez, oa maro, nebeud diaraog, ur mab deza ; dirag e vele edo an daolen-se, pa varvas, ha Ferdinand, un tad carantezuz, a lavaras e rancse, en ive, caout an daolen-se diraza ac a-vel deza, pa varvse e-unan. A-vel d’an Itron Yaria a druez e felle cleza mervel, dirac e imach. E gomzou a garantez a dreuze calonou ar re a oa var al leac’h. E sell a oa joauz, laouenuz, e-doare sellou un den joa ar baradoz o vont da bara var e ene, e-doare sellou un den o vont da velet Jesus, funten an oll joaiou. E vouez, pa gomze, a oa dous evel ur vouez o vont da veza unan gant mouez an Elez. Un drugar, un gaer oa e glevet, o lavaret bennoz Doue d’e zervicheurien, d’ar re a oa var e dro. E joa a greske dre ma tostee e eur diveza ; ma teuas scrupul deza, gat aoun na vise pec’hed deza caout kement a joa ouz ar maro. E govesor, evit lacaat eaz e spered, a zisplicas deza comzou sant Paol : Cupio... esse cum Christo : mal em beuz, emeza, da veza distag, da vont gat Jesus-Christ. Er Verc’hez edo e fizians : I eo, emeza, am c’hasso da velet an Drindet Santel. Ac e pede evit e bried, e vugale, tud e di, e vro, e vignonet, ac evit ar re o doa droug outa. Ur pennadic abars tremen, e choumas da zonjal, eb lavaret comz ebed ouz den, e spered e Doue ; ac e astennas e zorn varzu e govessor a oa eharz e vele, ac ober daou stouic penn evel da zaludi pe da lavaret adie, kenavezo ; ac o leuskel e benn var an tu deou, e tremenas.

Da biou, goude Doue, oa dleour Ferdinand eus kement a garantez christen ? An oll en lavar : d’e bried mad Mari-Cristina. Ferdinand, den fur, ne zimezas dezi nemet var ar brud eus e zantelez, ac unan eus e joiaou brema, er Baradoz, a zo, eb mar ebed, da veza bet pried da ur Zantez. Aned eo, buez santel Mari-Cristina a dôlas calz var buez e fried. Ur gaërentez oa gvelet an daou bried nobl o vont var droad, dre ruiou Nabl, kever-e-kever, o vont da "gommunia en un iliz da urz sant Francez, evit gonid an induljansou braz. Mari-Cristina a zo maro evel ma varv ar zent, an 31 a C’henver 1836. Ano a zo d’e c’hanoniza. Ouzpen daou c’hant lizer a zo bet scrived gant tud a skiant, Cardinalet, Eskeb, ha tud all, divarben e buez ac e miraclou, en aviz pedi on Tad-Santel ar Pab d’e lacaat var roll ar zent. Eurussa daou bried ! Eurussa daou bried!


————