Mont d’an endalc’had

Ar c’henta Miz Mari/Ar Verc’hez e renc an intanvezet

Eus Wikimammenn
Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 125-132)



AR C’HUEZECVET DERVEZ


————
Ar Verc’hez e renc an intanvezet


Pa varvas sant Josef, ar Verc’hez a rancas entent muioc’h c’hoas ouz peb tra en e zi. Deveriou an ene, ar pedennou, ac labourou an ti, o d-oa, peb re anezo, ur mare merked ; ac evelse e oll deveriou a gave o renc ac o zro, eb ma teuse unan eus an deveriou-ze da zirenca un all. Ar penn kenta eus an deiz a oa da zonjal e traou an Ee. Da bardaez e lenne ar Scritur Sacr. Kement a joa a zante o lenn ar Scritur Sacr, ma vare dre e c’housc epad an noz ar pez e devize lenned epad an deiz, var a verc sant Amhroas. Ur mare merked e d-oa evit ar c’housket, ac ervez santez Berc’hed, e ene a ree neuze a gare eus e c’horf, kement oa deuet da c’hounid varneza. (Er Barados, an oll a vezo evelse : an ene a gasso, a zigasso ar c’horf euruz, evel ma caro.) Un all a verc e d-oa ar Verc’hez kement a sclerijen var an traou da zont, ma serre e daoulagad ac e discouarn araog ma vize o vont da velet pe da glevet ur pez fall hennac, da viret na velse pe glevse ar pez fall-se. Sant Ignas, merzer, a lavar oa ar Verc’hez ken mad ac ken carantezus ouz an dud, ma tiscueze evel laouenidigez d’ar Iuzevien, d’ar re a oa var buez Jesus-Christ. Truez e d-oa ouz an dud fallagr-se, ac e vize prest da ober peb seurfc vad dezo. Mar tigouezse gant e Mab Jesus dont ur vech bennac d’e zi, e Ebestel ganta, e tiscueze ur joa vraz, dreist kement joa zo var an douar.


MIDITA


Peb tra evit Doue. Pardoni


I


Mari, intanvez, a en em gonsacras da Zoue gant mui-ouz-vui c’hoas a garantez. Ne roe da zeveriou e zi nemet just an amzer red, ac en deveriou-ze a ree atao gant ur spered ha ne glaske nemet gras vad an Aotrou Doue ac carantez Jesus-Christ. An amzer a choume ganti goude, a vize lekeat da zonjal e Doue ac en e vadelezou. Penaoz e cassit ann amzer a choum ganeoc’h goude entent ouz ho tiegez ? N’euz mare ebed en ho puez na ve bet roed deoc’h gant Doue evit sonjal en e zervich ac e silvidigez oc’h ene. Ar c’housket ac ar pez a rit evit ar vuez-ma, a gass ganto ar braz eus oc’h amzer. Dleed e ve trei ann oll draou-ze varzu Doue, o lacaat ar spered da veza, e peb labour, a-benn caer o clasc ober bolontez Doue. Netra justoc’h. Dleed e ve implija evit an ene an amzer ma vezer dibreder avoalc’h, o vidita, pe o lenn. Pa daoler en tan ul levr fall, e sao ar flam varzu en Ee da ober joa d’an Elez.


II


Mari intanvez, ne d-ee nemeur etouez an dud ; e-unan-caer e care beza. Ken modest ac ken santel oa an ear anezi, ar guel anezi, ma oa avoalc’h e guelet, evit carout mui-ouz-vui ar chastete, vertuz an Elez. Me, piou a zerempredan ? Ouz pez seurt tud e comzan muia ? Var betra e vez ar gaoz etrezomp ? O ! me zo dievez ! Mari, sur da veza atao e gras Doue, eb seurt guall-zantimant ebed, a dec’he evelato diouz kement a denne d’ar pec’hed : ha me, un den ken zempl, ken fall da arpa ouz an droug sonjou, a ia, eb sellet gant piou, a zell ouz kement a gouez dindan va daoulagad, a zilaou lavar, eb aoun, peb seurt comzou ! Lavared e ve, e clascan penn an ent da vont var-ëun da goll. Mari, Rouanez ar bed, a oa carantezuz ouz an oll, braz ha bian, en e doare, en e c’homzou : ha me en em laca dreist ar re all, prest atao da respount anezo rog ha c’huero. Ar Verc’hez Vari e doa eomzou ac un ear da denna an oll da garet Doue, ha me a zistro anezo var ar fall, gant va arvez divodest, va zellou, va c’homzou. Penaoz sonjal beza bugel da Vari, nemet sench a rafen ?


III


Mari a ziscueze carantez d’ar re o doa muia droug anezo outi. Ne ree clem c’huero ebed eneb ar Iuzevien, ac ii atao var buez e Mab. Clasc a ree o escuzi ; pedi a ree evito. Evit plizout da Vari, pardonit ive d’ar re o-deuz droug ouzoc’h, pedit evito, grit ur vad bennac dezo. Caëra venjans ! a ra joa da Zoue ha da Vari.


Un ene dilivred


Ur vam binvidig ne d’oa nemet ur mab, a ree e oll joa var an douar. Ar mab-se a en em gavas gant ur muntreur, ac a oe lazed. Ar vam a rannas e c’halon. Ar muntreur, eb gouzout peleac’h ez ee, a zigouesas e ti mam an ini en doa lazed. Ar vam geaz a deuas en e spered ar zonj eus ar Verc’hez o pardoni bourrevien e Mab ; ac en aviz caout un eveledigez bennac gant Mam Jesus, e roas d’el lazeur ar pez a oa red evit mont en e roud, ha pellaat eus ar vro. An den lazed a deuas goude-ze eus ar bed all a-vel dirag e vam, ac a lavaras dezi : Va mam, en eskem evit ar pez a zo dleed deoc’h, evit ar vad oc’h eus greet d’ar muntreur-se, Mam Doue e deuz va zenned eus ar Purgator, eleac’h ma visen choumed pell ac hir, da leski en tan, anez ho trugarez da bardouni.


————