Mont d’an endalc’had

Ar c’henta Miz Mari/Jesus choumed en templ

Eus Wikimammenn
Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 108-115)



AR PEVARSECVET DERVEZ


————
Jesus choumed en Templ


Pa oe maro Herodez, Maria deuas adarre da Nazaret gant Josef ac ar Mabic Jesus. An Eal a oa deuet adarre da rei kemennadurez da Josef, da zistrei d’e vro. Divar-neuze, bep bloaz e mare Pasc, Mari a iea da Jerusalem gant Jesus ha Joseph, da adori Doue en templ. Tri dervez mad a vale a oa eus Nazaret da Jerusalem, ha n’oa lezen ebed da rancout mont keit-se. Un droad diana, pa ne oa Jesus nemet daouzec vloaz, e choumas e Jerusalem. Ar c’hiz oa, ervez unan eus an Tadou, ma vize ar merc’hed en ur vandenn, ac ar goazed en ur vandenn all o vont ed an ent, ac ar vugale gant unan pe unan eus an diou vandenn, eb sellet gant peini. Mari, o velet n’edo ket Jesus ganti, a zonje edo gant Josef, ha Josef a zonje edo gant e Vam. Var ar pardaez, goude beza baleed epad an deiz, pa en em gavsont assamblez, e velsont sclear oa colled Jesus ganto ; ac ii en dro adarre da Jerusalem d’e glasc ; ac e cavsont aneza, an trede deiz goude, en templ e creiz an doctoret. Ar Verc’hez Vari a c’houlennas outa, perac oa choumed e Jerusalem, ha lezed e gerent d’e glasc ha cla gaout ar seurt anken. Jesus a respountas, e tlient gouzout er-vad oa digassed eus an Ee evit lacaat rei gloar d’e Dad ; ac evelse oa bet red mad deza choum en e di, en templ, evit clevet ha lavaret ar pez a dlie, evit gloar e Dad.


MIDITA


Clasc bepred Jesus


I


Mari ha Joseph a gavas Jesus azezed e creiz an doctoret. Ar Verc’hez a oa custum da vont d’an templ da vare ar Pasc, eme an Aviel. Ha c’hui pere eo ho custumou ? Da betra e voazit, brema dreist-oll, endra m’oc’h iaouanc c’hoas ?

Un dra eo ac a denn da vraz ; rac falloniou an den iaouanc, eme ar Scritur, a en em zilo e mel e eskern, ac a ziskenno en douar ganta... O ! Piou a lavaro pegen devod oa ar Verc’hez en templ ? Mar carfec’h kemeret scuer varni, gant pebez resped en em zalc’hfec’h en ilizou ? Diouallit na dennfec’h malloz an Aotrou Doue varnoc’h, o veza divodest, o caozeal, o c’hoarzin, o sellet ouz ar pez ne dlefec’h ket, e ti Zoue, ac o veza eno lezireg da bedi.


II


Perac e choumas Jesus en templ, eb gouzout d’e Vam, ur Vam ker santel, ker carantezuz ! C’hoant en doa da zeski deomp beza muioc’h da Zoue eget d’ôn tud. Pebez calonad da Vari, pa velas, diouz ar pardaez, oa eat Jesus diganti ! Trista nozvez e oe an nozvez-se dezi ! Pebez anken, ed an noz ! An tronoz, kerkent ac goulaoui-deiz, pebez mall ganti en em lacaat adarre en ent da zistrei da Jerusalem ! Ne zonje nemet en e Mab : bep tenn alan ne c’houlenne nemet e Mab ; e Mab dezi, peleac’h ema e Mab ? Ha me, pa zigouez ganeen coll Jesus, ha santout a raan-me ar memez anken ? Peleac’h ema an err â dlefe beza ennon ive d’e glasc pa velan e vez eat diganeen, pa vezan e stad a bec’hed ? Ar Verc’hez a oa dibec’h-caer o coll Jesus, ac evelato, n’oa ket evit lacaat e spered caz, ken n’e devize e gaved adarre. Me a goll aneza dre va faot va-unan, pa en em daolan da bec’hi ; e goll a raan, neket epad unan, daou, na tri dervez, mes epad meur a zizunvez, meur a viz : cousgoude e couscan disousi, evel pa ne ve risc ebed. Pa gollan un dra-all bennac, e vez mal ganeen e glasc, ac e talvezfe nebeud a dra ; ac evelato, n’em euz nec’h na poan ebed var va spered, evit beza colled va Zalver. Penaoz e comprenan-me ken nebeud ar c’holl a zo o coll Jesus !


III


Da ben tri dervez, Mari a gavas Doue, Jesus e Mab, en templ. Pebez joa d’ar Verc’hez, goude e glac’har an e anken ! Ama ar Verc’hez a zesc deoc’h delc’her-mad atao da bedi, pa gavo deoc’h e vezo eat Doue pell diouzoc’h, pa lezo ac’hanoc’h eb seurt joa ebed : pedit atao. Mari a gavas Jesus en templ. En Iliz eo e cavoc’h Doue, neket etouez ho tud ac ho mignonet. Jesus eno a zilaoue an doctoret, ac ê o c’houzout e-unan peb tra : evit discuez deoc’h eo, silaou gant resped ar re a laca da barlant deoc’h evita, ac a zo tadou an eneou : digorit ive ho calon d’ho confessor, o sonjal eo lakeat gant Doue da rei cuzul deoc’h, ha pedit atao a galon vad.


An den Euruz Tolomei


Aliez e c’hoarv gant an dud coll Jesus, dre o fazi o-unan, ac ennez eo ar voassa. A-veichou all, Jesus e-unan eo a ia a-guz, e lez an den e tevalizenn, eb joa, eb saour vad, eb gout ebed da bedi, ac evel menned da zizesperi. En em erbedi neuze ouz ar Verc’hez, e doe en e buez meur a galonad c’huero ac a boan spered. An den Euruz Tolomei a gouezas, en e ermitach e Ancôn, evel e disesper, o sonjal oa null deza esperout mont d’ar Baradoz. Mam Doue en em lacaas a-vel diraza, ac a lavaras deza : — Bez dizagrin, Doue en deuz pardoned ac’hanot ; dalc’h-mad atao da veva evel ma rees, me as sicouro, ac ez i d’ar Baradoz. Tolomei neuze a joausaas, ac a varvas e peoc’h, etre divrec’h ar Verc’hez, e-doare ur c’hrouadur e vont da gousket var divrec’h e vam.


————