Ar c’henta Miz Mari/Eured ar Verc’hez ha sant Joseph
F. Hallégouët, 1868 (p. 34-42)
Sant Gregor Niss a verc deomp, pa oe ar Verc’hez en e fevarzecvet bloaz, e oe roed d’e c’herent, evit ma vize, ervez ar c’hustum, roed ur pried dezi ; rac en templ n’en em garget ket eus an dimiziou. Nebeud goude, var ali ministret an templ, e oe roed dezi da bried sant Joseph, un den santel eus ar memez bro ganti. Hûg Sant-Victor a lavar e roas ar Verc’hez e assant, o veza ma vouie oa bolontez Doue er c’hemerse, ac o veza ma oa sur, dre anaoudegez sclear on d-oa roed Doue dezi, ne vize ket eat sant Joseph eneb e veu da choum atao Gwerc’hez. Ervez sant Thomas ha sant Augustin, goude o eured, an daou bried a reas a-unan ar memez veu. Merc’h ebed, araog ar Verc’hez Vari, ne d-oa great ar veu-ze da Zoue.
Bolontez Doue oa, ma kemerse Mari sant Joseph da bried, evit ma vize Mam da Jesus eb rei tro ebed d’an dud da zroug-zonjal anezi ; ac ouzpen-se, evit ma e devize ur pried da ziouall anezi diouz peb droug a berz an dud fallagr, evit e c’honsoli en e foaniou, ac e zicour e peb izom. Setu eno pez stad a ra Doue eus ar re a zo deza, evit traou ar bed-ma zoken. Perac eta n’en em lezit ket da veza cassed ha digassed gant Doue ervez e volontez, evel bugale o fiziout var o zad, eb clem ? Evel Mari, na glaskit nemet bolontez Doue e peb tra.
Perac ive en deuz Doue kemered sant Joseph dreist ar re all, evit beza pried d’ar Verc’hez, ha tad mager da Jesus ? Perac ? Daoust ac abalamour ma oa eus a lignez ar Roue, oa ? Nan. Perac-ta ? Abalamour ma oa un den Santel. Pegen disevel eo barnedigez Doue diouz barnedigez an dud. An dud a ra fae var ar re baour ha dister, istim ar rencou uhel, ar re vraz ha pinvidig. Doue ne ra stad ebed eus ar seurt bugaleachou-ze ; ne gar, ne istim nemet ar justis ac ar zantelez. Gant piou emaôc’h e scol, pe gant Doue pe gant ar bed ? Gant piou ema ar virionez ? A ! lîzt ar bed da lavaret a garo var an oll draou vean ; carit ac istimit ar pez a zo cared ac istimed gant Doue.
Mari e d-oa muioc’h a furnez ac a zantelez eget sant Joseph, ac evelato e sente outa, e ree e lavarou gand resped, o sonjal oa roed dezi da bried gant Doue, ac e ree e lavarou, evit senti ouz Doue. Eb lezira e deveriou e kever Doue, e oa aketuz en e deveriou en e zi. Ama ar Verc’hez a zesco deoc’h senti ouz ho mistri, piou bennac e veent, en aviz senti ouz Doue e-unan ac ober e lavar. Dizenti ouz ar re o d-euz da velet varnoc’h, a zo dizenti ouz Doue. Piou a gredo dizenti, o velet ar Verc’hez Mam Doue, Rouanez an oll, o senti humbl ôuz ur micherour paour ? Ar Verc’hez a zesco deoc’h c’hoas diouall na lezfec’h ho teveriou e kever Doue evit ober al labourou all evit ar bed-ma. Renkit mad oc’h oll deveriou, evit na vezo ket unan o tirenca un all. An ëunna evit ober ho mad er bed-ma zoken, eo pedi evel ma tleer ober. Claskit da genta ar Baradoz, ac an traou all ho pezo var ar marc’had.
Ar Verc’hez a oe ar genta o voesta da Zoue choum atao gverc’hez. Pegen caër e cavas an Elez ar veu-ze. Pegement a spont a reas d’an Ifern ! Pegement a joa d’an Drindet ! Ac a bet mil a veler, abaoue, o kemeret scuer var ar Verc’hez ! o consacri eveldi o bolontez ac o oll galon da Zoue ! Eurussa eneou, an eneou pur-se ! Er Baradoz e canint da viken ur c’hantic caër ne vezo caned ac entented nemet ganto.
Lavarit d’ar Verc’hez ar joa oc’h euz, eveldi, o velet en dro dezi, er c’hloar, kement all a Verc’hezet ; ha bezit sur, e devezo sulvui a joa ouzoc’h ma tiscuezoc’h ive muioc’h a joa ouz ar vertuz caër a laca an dud evel ouz an Elez. Goulennit ive ali ho confessor, abars ober, en aviz enori ar Verc’hez, veu a chastete, ha pa ne ve nemet evit ur pennadic amzer. Ma ro ali deoc’h, grit veu ; ar veu a gresc ar mirit.
Eleiz a zent ac a zentezet o deuz beved e stad ar briedelez var scuer Mari ha Josep. Darn, pa vise un amzer santel bennac, a en em vire neuze, en esper beza muioc’h cared gant Mam Jesus ac e fried, en aviz caout muioc’h a joa o velet anezo er baradoz, goude beza bet, ur mare bennac, evelic outo var an douar. Darn all o deuz beved eveldo, er briedelez, epad o buez penn-da-benn. — Ar brinsez euruz Franceza, eus ar vro-ma, a zo unan anezo, ha sant Eduard e Bro-Saoz, sant Julian ha santez Basilis, ac eleiz all. Sant Herri a zo ive unan anezo. Ar c’hoant en doa da ober calz a joa d’ar Verc’hez a reas deza beva gant santez Cunegonda evel ma vevas Mari ha Josef. Kement e care Mam Jesus, ma oa e joa pedi dirag e aoteriou. Pa z-ee da Rom, e veze mal ganta mont da Iliz an Itron-Varia-an-Erc’h, ar vrassa eus an tregont iliz, pe var dro, a zo e Rom en enor d’ar Verc’hez ; ac eno ne scuize o pedi, ne vouie peur e teue an noz varneza. Un nosvez m’edo e pedi en iliz venniged-se, e oe estazied, en em gavas, en e spered, evel saved varzu an Ee, ac e velas o tont en iliz Salver ar bed, ac a bep tu deza sant Lorans ha sant Vicent, Rouanez an Ee o heul anezo, ac un niver braz a Verc’hezet iaouanc-flam, un dudi o gvelet ; ac ar Batriarchet, ar Profedet santel, sant Iann er penn araog o ren anezo ; an Ebestel, sant Per ha sant Paol er penn araog ; sant Stefan e penn ar verzerien ; ac ar zent all goude, sant Martin e penn, o renn anezo. Oll e tremensont a-biou da sant Herri, ha mont d’en em diouz renc, da gana, ac e trozont outa, var fin o foz, da rei deza da anaout pegen cared oa er Baradoz, dre ’n abeg ma oa mad ha guirion ouz e bobl ; ac Verc’hez a gassas unan eus an Elez da bocat deza, ar joa outa, o veza ma oa pur ha chast, evel ma oa, gant e bried.