Ar c’henta Miz Mari/Mari saluded gant an Eal
F. Hallégouët, 1868 (p. 42-50)
An Eal Gabriel a oe cassed gant Doue da gaout ar Verc’hez, pevar miz, eme Evodius, goude ma oe dimezed da Sant Joseph. An Eal, ervez sant Jérôm ha sant Ambroas, a oa e doare un den da velet evit dont da zaludi ar Verc’hez, ac a deuas d’e c’haout pa edo o pedi en e c’hampr. Gabriel e zaludas ac a lavaras dezi e vize mam da Zalvar ar bed. Ar Verc’hez a en em gavas evel trubuilled, o clevet an Eal, o veza ma e doa great veu da veza atao Gverc’hez. An Eal a roas dezi da anaout e vize Mam eb terri e veu, dre c’halloud Doue, dre vertuz ha gras ar Spered- Santel ; ac e lavaras dezi ive, e vize Mam Elizabet, dre ur burzud all a berz Doue. Mari neuze, gant ur galon humbl, a lavaras ma vize great bolontez Doue ; ac eus e goad pur e oe furmed corf sacr Salver ar bed.
Comprenit ar zalud a reas an Eal da Vari. Me ho salud, emeza, leun a c’hras. Leun a c’hras, setu eno ar c’haëra meuleudi d’ar Verc’hez, ac ac’hano e teu e oll gloar. Evit beza leun a c’hras, pegen stard e rancas beza, da lacaat atao da dalvezout d’e ene an oll grassou a roe Doue dezi ; rac ar Verc’hez e-unan e deuz bet discleried e deuz ranket poania evit gounid kement gras a zo bed roed dezi, nemet ar genta ; ha den ne lavaro an niver eus ar grassou-ze ; p’ e-deuz gounezed muioc’h e-unan, mirited muioc’h a zantelez eget an oll assamblez.
Carout a rafec’h caout un eveledigez
bennac gant ar Verc’hez :
guelit eus a betra ôc’h leun. Eus a
vadou an douar, marteze ; allaz ! Da
betra e vezint mad, petra delvezint
deoc’h, ma ne d-it d’ar Baradoz !
Eus petra ôc’h leun ? Leun, marteze,
a bec’hejou, a ziou fall. O !
claskit eta beza leun a c’hras, ac al
leun-se a vezo avoalc’h, a pa vêc’h
goullo eus an oll draou all.
An Aotrou Doue a zo ganeoc’h, eme an Eal da Vari. Ia, o Mari, an Aotrou Doue a oa ganeoc’h, en ho calon, pa oa oc’h oll garantez ; en ho kenou, rac bepred e comzec’h aneza ; en oc’h oberou, pa ne zonjec’h nemet. da blizout deza : o caera miritou ! Pebez eurusdet ! An Aotrou Doue a oa ganeoc’h, en ho memor, pa zonjec’h bepred e vezec’h ganta ; enho spered, pa viditec’h dalc’h-mad var e gomzou sacr evit o zaouri ; ganeoc’h edo en ho polontez, pa lekeac’h da bep mare pep seurt santimanchou caer en ho calon. A ! ma vizen evel Mari, eb ken c’hoant na ken ioul, nemet da veza atao ive gant Doue ! O ! neuse Doue a ve ive ganeen, a en em blizfe ganeen, evel gant ar Verc’hez Vari ; rac e vrassa joa eo beza gant an dud. Mes siouaz ! O veza ma vezan, evel pa ve guell ganeen beza, gant tud a zo nebeud a vad enno, gant labourou pe tregassou nebeud a zantelez enno ; gant meur a c’hoantegez treuz, penaos e veen souezed ne ve ket Doue ganeen, e collfen va foan, ac e couezfen e meur a bec’hed !
Benniged ôc’h dreist an oll gragez, a lavaras ive an Eal d’ar Verc’hez. Benniged, clevet an ano-ze gant Doue, beza galved evelse gant Doue, ha neket eno beza euruz dreist an oll ? An euruzdet-se a zo mired evit ar Zent a-benn an deiz diveza ; rac en deiz-se, d’ar re a vezo da vont d’ar Baradoz e vezo lavared : Venite, benedicti, deuit tud benniged, deuit d’ar joa ! O ! ha ni an dud diskiant ! o clasc, gant cals a boan, ac a bec’hejou marteze, un enor, ur meuleudi, pe un ano braz bennac er bed, e-leac’h poania da c’hounid an ano-ma : benniged ! Petra vezim-ni a vell eus an anvou all, ar re enorussa er bed, mar rancomp un deiz clevet gant ar barneur, ar c’homzou-ma : It pell, milliged maz-ôc’h. Mari a oe guell ganti beza servicherien da Zoue evit beza sur da glevet an ano-ma : Benniged, benniged ôc’h, dreist an oll Verc’het. O Mari, ar meuleudi-ze oc’h euz bet, ha ne zivizec’h ini all ebed. Me, siouaz ! Petra a c’hallan-me da c’hedal ? Pe ano am bezo-me ? A ! ne raan fors mui pe ano a raï an dud ac’hanon ama, gant ma vezin unan eus ar re a vezo galved gant an Doue beo, pe lavaro : Deuit, tud benniged, d’ar Baradoz : Venite, benedicti.
Saludi ar Verc’hez gant resped, o lavare : Ave Maria. Me ho salud Mari. Ar zaludou-ze a rai joa d’ar Verc’hez mar bezont great humbl, gant un ene pur ac ur galon tener ha carantezuz. Silaouit ha sonjit mad petra a livirit, ha Mari ho silaouo ive.
Er bloaz 1604, e bro Flandrez, daou zen iaouanc a oa en em dôled d’an oll dizurzou. Un nosvez, m’oant eet da ul leac’h fall, unan anezo, Richard e ano, inoued ac anter-vezo, a lavaras d’e gamarad : — Deomp ac’halen. — Kee, m’ar c’hoantaes, eme egile. — Ma z-eas Richard da glasc e lojeiz. Pa edo o vont d’en em dôler var e vele, e teuas sonj deza n’en doa ket lavared un Ave Maria bennac m’oa custum da lavaret ; ac en em lacaat, dre galz a boan, da zruilla un Ave Maria bennac, abars coueza var e vele. A veac’h oa cousked, ma clevas an or o tigeri ; ac e velas e gamarad, an ini a oa choumed var e lerc’h el leac’h m’oa mez deza beza eet. Richard a oe mantret, o velet diraza un den, tress an ancou, liou ar maro varneza. — Petra, eme Richard, te eo a zo aze ? Petra a c’hoarv ganeet ? Ac ur bourderez bennac es bê c’hoant da ober d’in ? — A ! eme egile, tro ar bourderez a zo eet a-biou ; echu amzer ar farserez, emeza, gant mouez un den e diseper ; daoned oun, evit ur jamez. En eur vont er meaz eus an ti oamp eet da dremen an nosvez enna, oun bet scoed gant ar maro. Va c’horf a zo astenned var ar ru, ha va ene a zo e goeled an Ifern. Ar memes tro a vise c’hoarveed ganeomp on daou, ganeet ac ganeen-me, anez m’eo saved ar Verc’hez da zifenn ac’hanot, dre ma oas boaz da lavaret un nebeudic pedennou, abars mont en da vele. Salo d’it, ma lacaes da dalvout ar gemennadurez e deuz greet d’in dont da zigass d’it. — Ac en kuit, goude beza discuezed da Richard e zoare êuzuz e creiz ar flammou edo o leski enno en ifern. Richard, anter-varo gat e spont, a lammas eus e vele, da drugarecaat ar Verc’hez, stoued ouz an douar. Digemered e oe, dre galz a boan, e couent ar C’hapucinet. Eno e oe scuer vad d’an oll, e reas pinijen galed, da c’hortoz mont d’ar maro evit Jesus-Christ, o prezeg ar feiz e bro Japon.