Ar c’henta Miz Mari/Buez Mari en templ

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 25-33)



AR PEVARE DERVEZ


————


Buez Mari en Templ


Var a verc deomp ar Scridou coz ac ar Zent, ar Verc’hez en templ a zescas ar Scritur Sacr oll dindan evor. Diouz ar mintin, goude ar denn ac an Orezon, betec creiz-deiz, evel ar verc’hezet iaouanc all a veve ganti en templ, e laboure gloan pe lin. Goude ar pred e lenne ar Scritur Sacr. Azalec an oad-se e tiscuezas nebeud a joa ouz madou an douar, ac e roe d’ar paour kement a c’halle da zioueret. E Doue edo e oll joa. Aliez e care comz ano divar- benn ar Messias, divar-benn ar Zalver a dlie dont var an douar da c’hounit ar Baradoz d’an dud. Diouz comzou ar bed e pellee ; ac e arvez, an ear anezi ken brao ha ken santel, a oa avoalc’h evit lacaat ar re a vele anezi, da santout carantez an Aotrou Doue o sevel en o c’halon. Al levriou coz a verc ive, e clevas, pa oa daouzec vloaz, e creiz an noz epad ma pede Doue, e clevas ur vouez o lavaret e vize Mam da Vab Doue. (Canisius, etc.)


MIDITA


Beza gant Doue atao


I


Evesaït mad ouz ar Verc’hez en templ, ac e veloc’h penaoz eo beva evit tizout ar guir zantelez. Mari, dre ma z-ee, e vele Doue atao dirazi, ac e nep leac’h ne golle ar zonj ema Doue dre oll. Mar c’hoantait mont rag-ëun eb fazia bete ar guir-zantelez, kemerit scuer var Mari, ha lacaït mad en ho spered, gant ur feiz cre, ar zonj ema Doue e peb leac’h. E pep leac’h e sell ouz ar pez a raan, e peb leac’h e cleo ar pez a lavaran, e peb leac’h e tiz bete goeled va c’halon, ac e vel ar zonjou muia cuzed eno. Pebez nerz e defe ar virionez-se da boulza ac’hanon da ober mad ha da ziouall ouz an droug ! Penaoz e credfen-me ober a-vel da Zoue ar pez ne garfen ket ober a-vel da un den ? O ! ha ni zo dall ! Caout kement a aoun rag sellou an dud, ac ken nebeud a aoun rag sellou un Doue !


II


Ar Verc’hez en templ e d-oa assined ur mare da bep tra, ac a ree e oll deveriou diouz renc a gant urz vad : ur mare da lenn, ur mare da ober pedenn a galon, ur mare da labourat. Morse ne golle an amzer. Perac c’hui, bugale da Vari, perac ne rafec’h ket evel ho Mamm ? Perac ne bedfec’h ket diana d’ar mare dleed ? Mar d-eo re ziez deoc’h beza pell ho pedi evel ar Verc’hez, perac diana ne choumfec’h ket ur dic amzer bemdez da zonjal er pez a bado da viken, er bed all ? Mar oc’h euz carantez ouzoc’h oc’h-unan, grit deoc’h oc’h-unan al lezenn-ze, ha dalc’hit mad dezi goude. Oc’h afer vraz, oc’h afer an ini n’euz nemeti, eo savetei oc’h ene ; ha ne vezoc’h sur d’er zavetei nemet o lacaat eno aliez ho spered, o sonjal a zevri ennoc’h oc’h-unan, o vidita, o pedi a galon. Eb an dra-ze, e tizonjoc’h oc’h afer oc’h-unan, ha ne c’halloc’h dont dabenn anezi. Dreist pep tra, diouallit na choumfec’h dibreder, eb sonjal nac ober vad ebed. Al leziregez a zo maro en ene ; en gouzout a rit, marteze divar ho coust.


III


Mari en templ, eviti da gaout furnez, skiant a santelez dreist an oll, a ziscueze atao resped da Vinistret an templ, ha d’ar Verc’hezet iaouanc all a veve eno ganti. Evit beza evel ouz ar Verc’hez, discuezit ive resped e kever ministret Jesus- Christ, a zo dreist ministret templ Jerusalem. Ar merc’hed iaouanc all a iea da gaout Mari, da c’houlenn cuzul vad diganti, ac evit beza consoled en o foaniou. Ar Verc’hez a vize bepred laouen ha joauz outo, a zoussea o foaniou, a c’houzave tranto, ac a zioualle na raze poan ebed, diez ebed, da nicun. E c’homzou mad ac e oberou a boulze an oll verc’het iaouanc all da zervicha mad an Aotrou Doue ; e spered humbl ac o zantelez a c’houneze anezo. Setu eno penaoz e tleit en em gemeret e kever ar re a zo o veva ganeoc’h. Sonjit ervad : ar c’homzou caer ne zougont ar re all da ober mad, nemet pa ve furnez, ac oberou mad o rei nerz d’ar c’homzou. Sonjit ive ez euz ennoc’h calz abegou, calz mancou, ac e ranc an dud all gouzav ganeoc’h meur a dra evit discuez dousder ha madelez deoc’h : gouzavit eta oc’h-unan ive mancou ar re all, ma tougo an eil beac’h egile, evel ma lavar an Abostol deomp.

Caout sonj mad ema Doue e peb leac’h, evit delc’her atao da veza fur ha da ober mad. Pa ho pezo c’hoant da ober fall, it el leac’h ne vezo ket an Aotrou Doue, eme sant Augustin.


Mater admirabilis.


E Rom, e couent an Dreindet-ar- Menez, ez euz un imach a ziscuez ar Verc’hez en doare ma oa, d’e daouzec vloaz, pe var dro an oad se, e templ Jerusalem ; da lavaret eo, en doare nia veze, pa laboure gant ar merc’hedigou eus e oad, en unan eus ar c’hamprou stag ouz an templ. E c’heiel a zo ganti, o neza lin, ur baner en e c’hichen da lacaat ar guerzidi, an neud ac an diancajou all, ac im euriou demzigor dirazi. Grassou braz a zo bet digat Doue, o pedi dirag an imach benniged-se, ac ez euz bet greet re all diouta, da gass da veur a leac’h dre ar bed. An ano roed d’an imach burzuduz- se, a zo Mater admirabilis. O pedi dirag Mater admirabilis eo e teuer, gant gras Doue, da zantout pegen dister eo an oll joaiou all, e scoaz ar re a ro Doue d’an ene. Ur zoudard, digasset var an ent mad dre bedennou Mater admirabilis, a deuas da gaout kement a joa en e galon o pedi dirag an aoter, ne zante mui, coulz lavaret, an amzer o vont a-biou deza, pa veze dirag an tabernacl. Ur veich e rancas choum pell en Iliz, d’a c’hortoz ur grevidi. An ini a oa bet caos deza da rancout gortoz, a lavaras deza : Inoued e tleit beza bet oz va gortoz : pegeit ôc’h bet en Iliz o c’hedal ac’hanon ? — N’oun ket bet inoued, eme ar zoudard : abaoe ma oun distroed mad d’am deveriou e kever Doue, ne gontan mui, pa veza gantan, ne gontan mui na pet na pegeit. Goulennomp digant Mater admirabilis, ar gaerra Mam, din a veuleudi dreist ann oll, goulennomp ma vezimp ive devod en Iliz, ha ma vezo, var al labour, on spered e Doue, e doare ar Verc’hez en templ.


————