Mont d’an endalc’had

Ar c’henta Miz Mari/Ar Verc’hez en Ee a zifenn e zervicherien devod

Eus Wikimammenn
Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 248-257)



AN NAVET DERVEZ VAR-N-UGENT


————
Ar Verc’hez en Ee a zifenn e zervicheurien devod


N’euz hro ebed, na ve enni un Imach bennac eus ar Verc’hez, bruded gant ar miraclou c’hoarvezed en andred ar re a ve bet o pedi ar Verc’hez dirag an imach-se ; ac ar bellerinet, ar bardonerien a veler o tont di euz a bep tu, da c’houlenn eno ive, dre bedennou ar Verc’hez, ar grassou m’o d-euz izom anezo pe evit ar bed-ma pe evit ar bed-all. Ar c’hustum-se a zo a viscoaz etouez ar Gristenien. Piou eo an ini en defe poan o credi euz eno ur merc assur, a ziscuez emâ ar Verc’hez o tifenn diouz peb droug e zervicherien devod ? Piou a lavaro n’ema ket ann oll grassou etre e daouarn, evit o ingala d’an dud ; p’eo i eo a laca anezo da zinaoui, da ziredet eus an Ee var an dud. Evel ma lacaer ar vouaziou dour da zont, da zinaou eus ar mor pe eus al lennou braz, Mari a laca madelez Doue da ziredet var e grouadurien. Piou an den diskiant avoalc’h da choum eb enori, evel ma eo dleed, un alvocadez ken mad, ken carantezuz. Ervez sant Anselm, evit ma rase deomp caout ar grassou m’on d-euz izom anezo evit mont d’ar Baradoz, eo en d-euz an Aotrou Doue saved ar Verc’hez ken uhel dreist an oll ; ha muioc’h a c’hrassou a zigass deomp, i e-unan eme sant Augustin, eget ar Zent all oll assamblez.


MIDITA


Nep zo devod da Vari en d-euz caved ar Baradoz


I


Red eo caret ac enori ar Verc’hez dreist ar Zent ac an Elez oll, pa eo cared ac enored dreist an oll gant an tri Ferson eus an Dreindet sacr. Doue an Tad a enor anezi evel e verc’h ; Doue ar Mab evel e vam, ac ar Spered-Santel evel e bried. O va Doue, pegen santel e ranke beza ar Verc’hez evit beza ken tost car deoc’h ? Penaoz, goude-ze, em befe aoun na rafen re a enor, ha na ziscuezfen re a joa em c’halon, re a garantez, d’an ini a zo Mam a Gverc’hez, ac a zo bet cavet din da veza kement cared ac enored gant an Drindet meuled ra vezo. Pebez gloar ac enor d’in-me, caout en andred Rouanez an Ee ac an douar, ur garantez e doare carantez an Drindet ! M’a vize va c’halon eb joa ebed ouz ar Verc’hez, ha ne dlefe ket beza diframmed eus va c’hreiz ? Miritout a rafen cassoni an oll, mar mancfen da garet ha da enori Merc’h an Tad eus an Ee, Mam ar Mab, Pried ar Spered-Santel ?


II


Mari a dle beza enored dreist an oll Zent ac an Elez, rac an Iliz, sclerizenned gant ar Spered - Santel, spered ar virionez, a fell dezi e ve great d’ar Verc’hez un enor dreist an enor a reer d’an Elez ha d’ar Zent eb mont betec an enor great da Zoue. An Iliz a zo en e guir, pa laca ober d’ar Verc’hez un enor dreist an enor dleed d’ar Zent ; rac ar Zent all ne d-int nemet ar zervicheurien ac evel an dud a Lez ; ha Mari a zo Mam Doue, Rouanez an Ee. Setu perac kement a ilizou d’ar Verc’hez, kement a zeiziou gouel en enor dezi, breuriezou, ac eleiz a zevosionou all. O va ene, bezit a unan gant an Iliz ac er memez spered, rac morse an Iliz ne fazi ; ac ervez ar gredenn e d-euz n’euz merc ebed assuroc’h evit anaout ar re a zo da vont d’ar Baradoz diouz ar re da vont d’an Ifern, eget beza da-vad e servich ar Verc’hez, pe beza laosc ha digalon en e c’hever.


III


E Mari e tle beza an oll esperans goude Doue. E piou e lacaïm-ni om fizians, eb aoun ebed rac fazia, e piou nemet en ini a zo couls-lavaret Oll-c’halloudeg, ac Oll-vadelezuz ? Oll-c’halloudeg, o veza ma eo Mam d’an Oll-galloudeg, ne d-eo an Oll-galloudeg evit revuz netra d’e fedennou. Mari a zo ive leun a vadelez ac a druez ouzomp, o veza ma eo lakeat da vam deomp. Ar Vam vad-se, penaoz e velfe e bugale o rancout stourm ouz an droug-spered, nec’hed gant o foaniou, e creiz an danjerou, eb silaou o c’hlemou, ac eb astenn e divreac’h dezo d’o zicour ? Ha Jesus, ar Mab carantezusa a oufe beza, n’en d-euz netra da revuz d’e Vam.

Mari, mam a drugarez, ia, e velet a raan sclear, galloud oc’h euz, bolontez oc’h euz ive, d’am zicour. Ne vanc mui d’in nemet fisians avoalc’h. En ho calon e caffen remed ouz kement poan em euz, mar carfen trei varzu eno. Troït eta, o va alvocadez vad, troït varnon ho taoulagad, gant truez ouzin, pa z-ouc’h buan da gaout truez. Ho gloar eo digemeret ar bec’heurien vrassa evit o c’hass da Zoue. Ur vech ma vezin etre ho tivreac’h, biken mui ne d-aïn da goll goude, keit ha ma talc’hin mad d’oc’h enori, morse ne lavarin, great eo ganeen, — morse ne zisesperin. Mes ive, ha pa deufe d’in mancout d’an deveriou all, biken, Mari, ne vankin da ober un enor bennac deoc’h.

Petra a rit, en enor da Vam Doue ! Penaoz e tremenit Goueliou ar Verc’hez ? Choazit un dra bennac, ur bedenn bennac da ober, evit e enori epad ar rest eus ho puez.


Ar Chapeled


Ar gaera pedenn d’ar Verc’hez eo ar Rozera ac ar Chapeled. Trist eo en em gaout vardro un den clanv ha na veler, etre daou benn an amzer, chapeled ebed ganta en e zorn. Abaoue m’eo stankeed ar gouzout lenn etouez an dud, eo roueseed ar chapeledou en o daouarn, epad an ofis en ilizou ; ha mà ne lacaer evez mad, ar briz-descadurez a roer brema dezo, nemet noazout ne raï. An Impalaer Maximilien, nevez maro en Americ, o veza var vor, a gavas gras caout ur chapeled, evit sicour da vervel e gras Doue, unan eus ar re a voa var e lestr. Meur a vurzud c’hoarvezed, a ziscuez pegement e pliz ar chapeled da Zoue. Brema ez euz daouzec vloaz, an aotrou Riou, person Ministrol (Escopti Puy), a oa, var ar pardaez noz, o tont var varc’h diouz ur pennad beach. Abars digouezout en e brespital, en doa da dreuzi un ent stris, var bordic un izelenn doun spountuz. Voall-amzer a oa, ac en doa clozed e vantell en dro deza, da lavaret e chapeled. Ken teval oa, m’en em gavas, eb gouzout peur, en distro crenn, var bord an izelenn doun-se, a oa evel ur puns braz. Ar marc’h a vancas e droad deza, en distro-ze, ac e tiruillsont, marc’h ac all, a lammou eus an eil roc’h var eben, reier lemm o beg, betec pevar ug’ent troatad doundet. Ac aotrou Riou a choumas var ur roc’h, ac e varc’h a ziruillas im anter-cant troatad all dounnoc’h, a oe lazed reud, brevet oll, ma strincas e empenn var ar reier. An aotrou Riou a oe roged e vantel, lakeed a-bezou, a dammou, drailled e zoudanenn, e doc tri-c’horn, ac e zilladouigou all, truez o gvelet. Evita e-unan, n’en doa droug ebed, nemet ur vlonsaduric bennac. Penaoz n’en devize ket lakeed en e spered oa bet mired diouz droug ha dioualled, dre c’halloud ar Verc’hez Vari, meuled ra vezo, ha dre vertuz ar Chapeled edo o lavaret aneza. (Choarveed, er bl. 1856.)


————