Ar c’henta Miz Mari/Ar Verc’hez digemeret er Baradoz
F. Hallégouët, 1868 (p. 238-248)
Teod ebed var an douar, Eal ebed
zoken, ne c’hallfe rei sclear avoalc’h
deomp da anaout pegen caër trionf
a oe great d’ar Verc’hez pa zigoras
ar Baradoz d’e digemeret, var a
lavar an Tadou santel. Goude Jesus, ar Verc’hez a zo en Ee dreist an oll.
An oll Elez a deuas da zigemeret
anezi, evit e enori, ac a reas compaignunez
dezi a bep tu betec e zrôn
en Ee. Caër oa, ha lugernuz, ur
sclerder dudiuz en dro dezi, ac an
Elez en ur vouez a gane e meuleudi.
Ervez sant Athanaas, peb unan eus
an nao c’heur Elez a antonas e
gantic meuleudiuz d’ar Verc’hez din
meurbed. Sant Anselm a lavar ive
en d-euz an Aotrou Doue saved e
vam uhel dreist an Eou (da lavaret
eo, e-deuz muioc’h a c’hloar ac a
eurusdet eget an oll en Ee) ac en
d-euz e lakeat var un trôn a c’hloar,
da Rouanez var an oll grouadurien.
Lacaït ho spered da gompren en
trionf a oe great d’ar Verc’hez, an
Elez oll o cana e meuleudi, pa antreas
corf ac ene er Baradoz, pa oe lakeat
var un tron dreist an oll, pa lacaas
tri Person an Dreindet e c’hurunen
dezi, evit ma vize Rouanez an oll.
Doue ar Mab a zo en tu deou d’an
Tad, pa ema dreist an oll, ac an oll
disterroc’h ac izelloc’h eg’eta er
c’hloar. Ar Vam a zo en tu deou
d’ar Mab, pa ema, goude Jesus,
dreist ar Zent ac an Elez, ac e d-euz
muioc’h a c’hoar, a c’hened ac a
gaerdet en Ee, eg’eto oll.
Mari, o ! pebez joa d’ho servicheurien vad, pa velont ac’hanoc’h dreist an oll, caeroc’h ac eurusoc’h eget an oll en Ee ! Caera gloar deoc’h, pa ôc’h curuned gant an Drindet en Ee, evit beza Rouanez ha Mestrez var an oll ! Endra ma laca an oll Zent oll o c’hurunennou e-harz ho treid, me laca va c’halon, me dôl deoc’h va c’halon, evit caout mui-ouz-vui ho carantez.
Lacaït ho spered da vuzula gloar
ar Verc’hez en Ee ; muzulit ar
c’hloar-se diouz ar grassou ac ar
zantelez e doe Mari var an douar.
O va ene, va spered, comprenit er
grassou caer-se, braz evel ar mor. Deuit d’an aod, da arvest ar mor
braz-ze, ne c’hoar den pegen braz.
Mari, ker buan ha ma oe croued, e
doe muioc’h a c’hrassou ac a zantelez
eget an oll Elez ac an oll dud
santella, o lacaat anezo oll en unan.
Da bep mare, epad e buez, dre e
c’housk zoken e lekea kement a garantez
Doue en e oll zonjou ac en e oll
oberou, ne eanas da gass atao var
gresc ar grassou caer a zave anezi
dirag Doue : ac ar c’hreski-ze a iea
bep tro da zaou c’hement, a zouble
beveach ; ac evelse mar e doa. dec
derez ebken d’ar c’henta mare, dec
boked en e c’hurunen, d’an eil e savse
da ugent, d’an trede, daou-ugent,
goude-ze pevar-ugent, ac atao evel-se,
bep tro var daou-c’hement, atao
en doubl, betec e alanad diveza, beveach
ma rea ur vad pe ur bedenn
bennac ; ar pez a ree dalc’h-mad en e buez. Pet bloaz eo bet var an
douar ? Darn a laca tri ha tri-ugent,
darn a lavar daouzec ha tri-ugent,
Niverit neuze, mar gallit, e grassou.
A pa ne devize bet nemet un derez
pe ur poent e gras Doue da genta,
an niver o vont atao var daou-c’hement,
a ve eat ne lavaro den pegeit.
Comprenit neuze pebez santelez, pa
eo guir adalec ar mare kenta Mari e
doa muioc’h a c’hrassou ac a zantelez
eget an oll grouadurien all, o lacaat
anezo en-unan. O va ene, clascomp
ive mont atao var-gresc e graz Doue.
Penaoz ? Eaz eo ; setu ama : Diouall
ouz peb pec’hed grevuz, ac ober peb
tra atao en aviz ober mad ar pez a
c’houlenn Doue diganeomp er stad
m’emaoump.
Sonjit er vad : ar Verc’hez e d-euz sulvui a c’hloar an Ee ma z-eo bet humbl var an douar. Saved eo dreist an oll, evel ma eo bet humbl en tu all d’an oll. Gloar ebed ne denne eus ar grassou caer e doa ; anaout a ree atao ne doa netra anezi e-unan ; cuzat a ree ar grassou-ze ouz sant Josef zoken ; meuleudiou an Eal a lacaas anezi da gaout aoun. Eviti da veza Mam Doue, en em lakee e doare servicheurez an oll, evel e ti santez Elizabeth ; atao evel an diveza eus an dud ; ac e c’houzave gant dousder ha gant joa, beza paour, disprized ; ec’hiz pa vize dleed an oll boaniou dezi. Mari a ro scuer deoc’h da veza humbl ; ha sulvui e vezoc’h dister da velet ac humbl var an douar, sulvui a c’hloar ac a enor a c’hallit caout en Ee.
Ra vezo oc’h enor beza servicher da ur Rouanez ken braz. Bugale Mari a ranc beza humbl, evit beza anzaved ganti.
Melanii Mathieu, an ini a velas ar Verc’hez var menez Salett, a oa, un droad, ur verc’h all ac i, maned, choumed a-zav, da ober un ean var un uhelen, ac ac’hano e velent an douarou tro-var-dro. An amzer a oa un nebeud goloed. Ma teuas ur scleraen ; ac an eol o para var ar grec’hennou, var ar blenennou, ac ar glazennou tro-var-dro, a lacaas ar bleunv var ar bodennou, ar bokedou var an tevennou, da lugerni, da steredenna, un dudi. An ini a oa gant Melanii a oa ur verc’h spereded caer, ha desked, ur galon vad a verc’h ; disevel diouz eleiz a dud, a zo ken digalon, digaz ha dizeblant tre dirag an traou caer a laca Doue dirazo da bep mare, er jardinou, er prajou glaz, ac en douarou all, dreist-oll e barr an anv. An darn vuia eus an dud ne reont van ebed evit gvelet an traou caer-se, choumed var an douar en desped d’ar pec’hed, evel un aspaden eus ar Baradoz greet d’an daou zen kenta Adam ac Eva ; evit gvelet an traou caer-se, croued gant Doue, ne zonjer ket muioc’h er Baradoz, evel ma rae sant Augustin. — Va Doue, eme an doctor braz-se, ac a draou caër var an douar, eleac’h ma reer kement a bec’hejou ! Pegen caër eta e ranc beza ar Baradoz, eleac’h n’euz nemet mignonet deoc’h ! — Caer en deuz Doue lacaat traou brao da zivouan dindan daoulagad an dud, evel ur scleur eus ar Baradoz, an dud ne bec’hont ket nebeutoc’h, ne ziscuezont ket muioc’h a joa ac a garantez d’o Zad en Ee. Ar verc’h a oa e compaignunez Melanii ne oa ket ken digalon. — Pa velas ar scleraen gaër-se, an eol o tizpaca a zindan ur goabren, ar plenennou ac ar menezou tro-var-dro ken dudiuz da velet, e troas ouz Melanii. — Melanii, emezi, Melanii, sellit ! caera taol lagad ! — Ha Melanii, eb ober calz a van : — Me ne gavan mui netra ken caer-se var an douar, emezi, abaoe ar pez em euz gveled var ar menez ! — Ar Verc’hez e doa gveled : petra vise caer dezi goude var an douar ?