Ar Vinorez

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 59-241)
◄   Ar Vinorez L. Lezobré  ►



GWERZ ET SONN
————


AR VINOREZ [1]



Me oa eur bugel iaouank flam
Pa varwaz ma zad ha ma mamm ;

Pa varwaz ma mammig ha ma zad.
Me oa losket da glask ma mad

Me oa losket da glask ma boed ;
Kap d’hen c’honit me na oann ket

Ha me ’vonet ’barz ann hent don,
O rankontr daou den a feson

O rankontr daou den a feson,
’Rankontr eunn otro hag eunn itron ;


’Vond ann otro ’laret d’ann itron :
— Cheteu aze eur plac’h a feson,

Cheteu aze eur plac’hik koant
Ma dije bet akourtamant ;

Diasomp ’n-ehi gan-imp d’hon zi
Eunn de bannak d’hon jervijin. —

Seiz la war’n-ugent oan d’ari
Pa deuaz c’hoant d’in da dimin ;

’Vont ma mestr braz ’laret d’am mestrez :
— Poent e dimin ar vinorez.

— Na vo ket dimet ar vinorez
Ken vo bet pardon ar Garnez[2] ;

Rei d’ehi oblans ar Fantanio
Kaeran oblans a zo er vro. —


Ho-man c’hez gant-hi d’ar pardon
Dre ma oa eur plac’h a feson ;

Pe oa Vonet ’barz ar c’hoat braz
O tond c’hoant kousket d’he mestrez vraz ;

Hag int oc’h azein war eur c’hlazen,
’Tapout he fenn war he barlenn :

— Ha ’tond eunn dra da laret d’in :
Lac’h da vestrez ha send ou-in...

Demeuz ann dra-ze ’m euz sentet.
Ma dorn em godell ’m euz laket ;

Na pa ’m euz ma c’hontell tennet
Seiz tol kontell d’ehi ’m euz roet.

P’em a lazet ma mestrez vraz,
Na ouienn pelec’h hen (hi) lakat ;

Ha me Vont gant-hi d’ar Poullo,
O koach an-ehi mesk ann delio,


O koach an-ehi ’vesk ann delio,
Mes he boto hag he loero

Mes he boto hag he loero,
Ar ’zeo ’m a lest na dizoulou. —

Ho-man c’hez are d’ar pardon ;
Doue ouie hec’h entansion.

P’e oa ’vonet ’barz ann hent braz
Hag hi oc’h ankontr he mestr braz ;

— Palec’h c’hez-te ’ta minorez ?
Palec’h e manet da vestrez ?

— Ma mestrez vraz a zo lazet
’Barz ar c’hoat braz gand ar forbaned

’Barz ar c’hoat braz gand ar forbaned ;
Me vije ie, mes ’m euz redet.

— Ma vijec’h bet fidel d’ez-hi,
C’houi vije lazet kenkouls ha c’hi.


— Tewed, ma mestr, na oeled ket :
Me a vo d’ac’h evel bepred,

Me a vo d’ac’h evel bepred ;
Kousket gan-ac’h, ho ! na rin ket. —

Na’barz ann eiz de a goude
’Sevel propojo etre-he

’Sevel propojo etre-he
Da dimin ho daou asamblez.

Pa oaint dimet hag enreujet
Ha prest da vonet da gousket

’C’h antren eur c’horf maro en ti
Ha seiz tol kontell en en-hi

Ha seiz tol kontell en en-hi,
Eur pilad koar [3] deuz peb gouli :


— Pelec’h c’hez-te’ ta, minorez ?
Te at euz lazet da vestrez ;

Te at euz lazet da vestrez vraz,
Evel eur forban deuz ar c’hoat.

— Na ma ouifenn a kement-ze,
Me rae d’id evel ive.

— Tewed, ma fried, na red ket ze :
Doue he feo goude.


Chanté par Le Guluche, couvreur, de la Roche-Derrien.


AR VINOREZ
L’ORPHELINE

\score {
\relative c'{
    \clef treble
    \tempo \markup { \italic Andantino}
    \key c \major 
    \time 6/8 
    \partial 8*1
    g'8 c4 d8 \acciaccatura f e( d) c\noBeam | d4 e8 d4\fermata  g,8 | \break
    c4 d8 \acciaccatura f e( d) c\noBeam | d4 e8 \acciaccatura d c4\fermata \bar "|." 
}
\addlyrics {
Me oa eur bu -- gel iaou -- ank flam, Pa
var -- waz ma zad ha ma mamm.
}
  \layout { 
  indent = #00
  line-width = #130
 }
 \midi {
  \context {
   \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 88 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }


————

  1. Mot à mot « La mineure »
  2. Karnez pour Karmez, peut-être « Carmel ».
  3. Une autre version dit : goad (sang), pour koar (cire), eur pilad goad, au lieu de eur pilad ou pikol koar. Ce serait alors un caillot de sang à chaque plaie. Ces altérations par assonance sont fréquentes dans la poésie populaire.