Ar Verjerennig
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Verjerenig.
P’oa ’r verjerenn ’toura ’l loened,
Daou soudard a zo tremenet. (bis)
— Salv-ho-kraz, daou soudard iaouank,
N’ê ket dreaman ’man ann hent ; (bis)
N’ ’man ket ann tremenn dre aze,
A-boe m’ê grêt ann hent newe. (bis)
— Goûd a-walc’h reomp, berjerenn,
N’ê ket dreaman ann tremenn ; (bis)
Met, berjerennig d’ho sikour
Da gas ho loened d’eva dour. (bis)
— N’ho douran ket ar wez kenta,
Met aoun ’m eûs ’ve ann diweza. (bis)
— Mar karet, berjerenn, n’ vô ket,
Ober ’vel ma vô d’ac’h laret. (bis)
— Gwell’ ’ve ganen merwel mil-gwez,
’Vit offansi Doue ur wez !.... (bis)
Ter heur oloraj ez oant bet
’Klask tenti ’r verjerenn, d’ar pec’het ; (bis)
’Klask tenti ’r verjerenn d’ar pec’het,
Ken ’d-eûs klewet orlaj ann Drindet. (bis)
Merer Marko a lavare
Euz prennestr he gambr, en noz-se: (bis)
— Me ’wel ’tont ma saoud, ma denved,
Ma berjerennig n’ welan ket : (bis)
Hastet buhan debri ho koan,
’Wit mont da glask ar verjerann. (bis)
Pa oant gant ann hent o vonet,
Koef ar vejerenn ’d-eûs gwelet ;
D-eûs gwelet koef ar verjerenn,
En-han ’r gizenned bleo melenn. (bis)
Merer Marko a lavare
D’he verjerennig, p’hi gwele : (bis)
— Berjerennig, o ma Doue,
Berjerennig, pelec’h oud-te ? (bis)
Berjerennig, goure da benn,
Ha gra ouzin ur selladenn. (bis)
— Penoz c’halfenn gouren ma fenn,
Ma c’halonig ’zo em barlenn !
Merer Marko, mar am c’haret,
Ul lamgroaz em flaz a savfet ; (bis))
Merka warnezhi ma buhez,
Lâret ’c’h on santes, merzeres. (bis)
Diweza gir e d-eûs lâret,
Ez oa en bered ann Drindet ;
Da sevel warnezhi ur bez,
Merka warnehan he buhez ; (bis)
Merka warnehan he bubez,
Lâret ’oa santes, merzeres !
Kanet gant Jannet Keraudren.
Plunet 1867.