Alliet Ar Rolland

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Alliet ar Rolland.

Gwerziou Breiz-Izel. Chants populaires de Basse-Bretagne.
Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 272-282)



ALLIET AR ROLLAND
Kenta kentel
________


I


  Alliet ’r Rolland e d-eûs grêt
Ar pez na raje den a-bed ;

  E d-eûs lac’het he mab hena,
’Wit ober aotro ’r iaouanka ;

  E d’eûs lac’het he mab kloarek,
’Vit ober aotro he c’hadet.


II


  Alliet ’r Rolland hec’h e d’ar krec’h
Gant ur gontel war goupl he brec’h.

  Alliet ’r Rolland ’c’houlenne
Euz he mab Koadjilinn, en noz-se :

  — Ma mab Koadjilinn, d’in lâret
Pelec’h ’mèdi ’r boan a souffret ?

  — Etre ma fenn ha ma c’halon
Am eûs ur boan ’zo dirèzon.

  — Ama, ma mab, ’zo ’l louzouenn
’Wellaï d’ho kalon ha d’ho penn…

  Ma mab, skoët ann tol kenta,
Me skoïo ’n eil, ann diweza.

  — Ma mamm, hen lac’ha na rinn ket,
Ar galon d’ober n’am bô ket ;

  N’ ’m eûs ket ar galon d’hen lac’ha,
C’hoarzinn ha goela ouzinn ’ra.

  — Hema ’zo ’r mab am eûs ganet,
N’ rafe ket ’r blijadur em reket !

  — Ma breur, lêz ganen ma buhe,
Me roïo d’id ma holl leve ;


  Me ’roïo d’id ma holl leve,
Hag iel’ en servij ar roue !…


III


  Pa diskenn Alliet d’ann traon,
’Juge ar gwad en he boutaou ;

’Juge ar gwad en he boutaou,
He c’hotillonenn, tro-a-zro !

  He mates vihan a lâre
D’ Alliet ’r Rolland, en noz-se ;

  — Hema ’zo ’n nozwez hoc’h eûs grêt !
Ter fagodenn keuneud ’m eûs dewet,

  ’Klask birwi dour na domfe ket,
’Vel m’ho poa hen laket, hen kavfet.

  Kement domistik ’zo ’n ho ti
A oar ho nozwez koulz ha c’hui.

  — Na serr da c’henaou, laourneges,
Na soursi ket euz ma nozwez.

  Alliet ’r Rolland a lâre
D’he fajig bihan, en de-se :

  — Et d’ gerc’had gwinn d’ho mestr, ’zo klanv,
Ha n’evo bannec’h anehan.

  — Da betra kerc’had gwinn d’ehan,
Mar na ev bannec’h anehan ?

  Pa oa gant ann hent o vonet,
’N aotro Penkrean ’n eûs kavet :

  — Pajig, pajig, d’in-me lâret,
Pelec’h ma ’c’h et, pe ez hoc’h bet ?

  — Da gerc’had gwinn d’am mestr ’zo klanv,
Ha n’evo bannec’h anehan.

  — Da betra kerc’had gwinn d’ehan,
Mer na ev bannec’h anehan ?

  — Aotro, ’mezhan, n’am diskuillet ket,
Ma mestr Koadjilinn ’zo lac’het ;

  Ma mestr Koadjilinn ’zo lac’het
Gant Alliet ’r Rolland hag he c’hadet !


IV


  ’N aotro Penkrean ’vonjoure,
Ebars ann ti pa arrue :

  — Bonjour ha joa holl en ti-ma,
’N aotro Koadjilinn pelec’h ’ma ?

  — ’Man duze war he wele klanv,
Na lezfe den da gomz out-han ;

  Ken terrupl hec’h eo he glenved,
Na lezfe den d’ vont d’hen gwelet.

  — Fete a-c’hann na sortian,
Ken am bô bet komzet gant-han.

  — Aotro Penkrean, ma iskuzet,
Ha breur Koadjilinn ’zo desedet :

  Ma mamm na digemenfet ket,
Rag he c’halon na badfe ket.

  — Penoz he c’halon n’ badfe ket ?
Ar galon d’hen lac’ha, ’d-eûs bet !


V


  Ann archer bihan ’vonjoure
Ebars ann ti pa arrue :

  — Rollantes fall, em breparet,
Ganen d’ar prizon a teufet.

  Alliet ’r Rolland a lâre,
War ar potans pa arrue :

  — M’am bije sentet ma mates, pa lâre d’in,
Am bije preservet buhe tri :

  Breman ’on kaoz da varo tri,
Maro ma daou vab ha ma hini !


Kanet gant Marc’harit Fulup,
a barouz Plunet — Kosteio ann Hanter-Noz.


____________


ALLIET ROLLAND
Eil kentel
________


I


  Hag a zo kezlou ’n nep kontre
’Lac’hfe ’r mammo ho bugale ?

  ’Lac’hfe ’r mammo ho bugale,
Alliet Rolland ’lac’h he re.

  Ia, lac’het ’d-eûs he mab-hena,
Da lakâd aotro ’r iaouanka.


II


  Alliet Rolland a lâre
D’he mab iaouank, war ar beure :

  — Savet prim, ma mab, ho kwele,
Ewit m’hen lac’hfomp ’raok ann de.

  Ha pa sav Alliet ouz krec’h,
Gant ’r gontel vraz war goupl he brec’h :

  — Skoet ’ma mab, ann tol kenta,
Me ’roï’ ann ell, ann diwea ;

  Me ’roi’ ann eil, ann diwean,
Hen peurfiniso, mar gallan !

  — 8alv-ho-kraz, ’mehan, na rinn ket,
Rag re gaër hen kavan kousket ;

  Rag re gaër hen kavan kousket,
Ar galon d’hen lac’ha n’am be ket.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  — Ma mammig paour, n’am lac’het ket.
Me dilezo ’r vro, mar keret ;

  ’Lezo m’ breur aotro ’n Koadjilinn,
War ’r memeus dour tric’houec’h milinn.

  — Deus, lâr in manus pa gari,
Rag ez out en heur ma varwi !


  Neuze ’savas he dorn ouz krec’h,
Ha ’skoas he mab, nerz he brec’h ;

  Ha ’skoas ’nehan ken dic’hrad,
Evel ma skoje ur pez koad.

  Pa deu Alliet ouz krec’h d’ann traon,
A flokenne ’r gwad ’n he boutaou :

  Ha goude bea em walc’het,
D’he faotr marchosi ’d-eûs lâret :

  — Klask bêlek d’ann aotro, ’zo klanv,
Me ’gred ’man ’n he amzer diwean ;

  Mar gweles aotro ’r Gervengi,
N’ lâr ket d’ehan pelec’h hec’h i.

  Pa oa war ann hent o vonet,
Aolro ’r Gervengi ’n eûs gwelet.

  — Un dra bennag ’c’h eûs a-newe
Pa ’z hoc’h ken beure war vale ?

  — Ia, ’mehan, ann aotro ’zo klanv,
Me ’gred ’man ’n he heur diwean.

  — Petra gant-han ’zo c’hoarveet ?
Deac’h diwean ’m eûs han gwelet ;

  Bet ’oamp hon daou, deac’h, o vale.
Bet ’oamp hon daou, deac’h, er chase.


III


  Ann aotro Kermengi ’c’houlenne
Bars en Koadjilinn p’arrue :

  — Demad ha joa er c’hastel-man,
’Nn aotro Koadjilinn pelec’h ’man ?

  — Eman ’n he wele, hag hen klanv,
Me gred al laournes ’zo gant-han.

  — Ha pa vo klanv gant ar vosenn,
Me iel’ d’hen gwelt brema-soudenn.

  N’oa ket ’n he gambr antreet mad,
Ma wele oa beuet 'n he wad :

  — Alliet, me reï’ ho kourc’hemeno
D’ar braoa intanv ’zo er vro,


  D'un intanv koant a bevar bost :
Meritet hoc’h eûs, oh ! ia, pe dost !


Kanet gant Mari-Jân Ann Olier
Neerez — Parouz Plourivo — 1870
Dastumet gant ann Abbad J.-M. Ar Pon.


____________