◄ Ar Vretoned epad seizi Paris | Ar Vamm glanv | Ar Soudard iaouank ► |
Klewet : — Un intanves a oa chomet klanv-braz,
War he gwele : he mab bete kear a redaz,
Buhanna ma c’hellaz da glask medesined
Ewit hi louzoui hag iac’hâd he c’hlenved.
Na oa ket pinvidik, met n’hen doa ket damant
Ewit he vammig keiz da rei he holl arc’hant.
Ma teuaz gant-han tri, ar re muia brudet,
Hag ar muia gwiek, herve m’hen doa klewet.
Pa digwezjont en ti, a tastonjont, gant mall,
Ha he brec’h, hag he fenn, hag hi c’havjont klanv-fall.
— Rêd a vô hi goada ! — a lavaraz unnan.
— Te a zo un azenn, ha na ouzoud foeltr mann ! —
A lavaraz ann eil : — Marw ’vefe kent ann noz,
Mar tenfes takenn voad ; na weles ket penoz
Ez eo skornet he zreid ? — Ro peuc’h d’in-me raktal,
Ann tann ’zo en he fenn ! Lak’ da dorn war he zal. —
— Me a lâr rei dour tomm ! — Ha me 'lâr tenna goad
— Na dour tomm, na goada ! gouveït er-vad
’Ve lac’ha ar vroeg paour ober ’vel ma lâret :
Ar c’holera hi deûz, ma c’hredet, mar karet!
A lâraz ann drived. — Penoz ar c’holera ? —
— Ia, n’hoc’h met daou azenn, ha na ouzoc’h netra. —
— Ar vroeg a varvo, sur, mar komer ho louzou. —
— Ra varvo ’ta, kentoc’h eget heuil’ ho komzou ! —
Hag a krient ho zri, hag a skoënt ho zroad,
Hag ho sello a oa ker ruz evel ar goad.
Ha keit-se ar vroeg paour, euz ur chorf-marw henvel,
Na gomze, na flache ; ez oa ’vont da vervel.
He mab a oa eno o selaou, glac’haret,
Ha d’al louzouerienn hen eûz neuze lâret :
— « Na ran-forz al louzou, gant ma vô ma mamm iac’h :
« Met, en hano Doue, gret prim, pa lâran d’hac’h ! » —
Met n’haljont dont a-benn nepred da em glewet
Diwarbenn al louzou, nag ive ar c’hlenved.
Hag ar mab a lâraz : « — It kuit gant ar gounnar !
« Me ’iac’hao ma mamm, c’hui hi lac’hfe, hep mar ! » —
Ha war gorf ien he vamm neuze a em strinkaz,
Ha d’he zreid, d’he daou-dorn ha d’he zremm a pokaz,
Hag a skuillaz daero euz a gwir garantez,
Hag a teuaz he vamm d’ar iec’hed, d’ar vuhez.
Klewet holl : — Ar vamm-se pehini ’zo klanv-fall,
Gant gouliou spontuz ez eo hor mamm Bro-C’hall :
Hag al louzouerienn ’zo klasket war he-zro,
Mar na garont diwall, hi c’hasfont d’ar maro !
Kenvroïz ker, kredet, ewit torri ankenn
Ha klenvejou ur vamm, ar gwella louzouenn
Eo karout anezhi. — Beomp ’ta unanet
Ewit karout hon bro, hag a vô c’hoaz salvet ! —