Ar Soudard iaouank

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
disanv (Fañch an Uhel)
J.-P. Gadreau, 1872 (pp. 59-64).
◄  Ar Vamm glanv Ar Soudard iaouank Kenavo !   ►


AR SOUDARD IAOUANK


————


Ton : chetu me digouet ma mignon.


— « Soudard iaouank, lavar d’in-me,
« Ker kalounek pelec’h ez-te ? »

— « Da em ganna, duhont, pell, pell,
« ’Wit Doue ha ’wit Breiz-Izel. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

« — Soudard iaouank, lavar d’in-me,
« Ker kalounek pelec’h ez-te ? »

— « Da em ganna ewit ar gwir
« Hag ar bopl, gant ma c’hleze dir.


— « Doue eta ra vennigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

— « Soudard iaouank, etc.

— « Da em ganna ’wit ar re ’zo
« Gwasket ha mac’het en ho bro. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

— « Soudard iaouank, etc.

— « Da em ganna, ’wit na vô ket
« Ann oann gwenn gant ar bleiz lonket. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

« Soudard iaouank, etc.

— « Da em ganna ’wit en he di
« Ma c’hourc’hemeno pep-hini. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

— « Soudard iaouank, etc.

— « Da em ganna ’wit na vo ket
« Ar mab digant ann tad lemet. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

— « Soudard iaouank, etc.

— « Da em ganna ’wit gant glac’har
« Na dilezo ar breur he c’hoar. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

— « Soudard iaouank, etc.

— « Da em ganna ’wit ma tebro
« Pep-hini, en peuc’h, en he vro :
« ’Wit d’ar bugel a c’houl’ bara
« Na lâro ann tad : — N’eûz netra ! »


— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

— « Soudard iaouank, etc.

— « Da em ganna ’wit na vô ket
« Ar paour hep he lod war ar bed. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

— « Evit ma vo en tiegez
« Peadra, peuc’h, ha levenez. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

— « Soudard iaouank, etc.

— « Da em ganna ’wit ar paour kez
« zo er prizon, en dienez. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

— « Soudard iaouank, etc.

— « Da em ganna ewit ma vô
« Breudeur ann holl dud, en peb-bro. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

— « Soudard iaouank, etc.

— « Da em ganna ’wit na vô ket
« Tamm douar euz Franz distaget ;
« ’Wit na rinko hon bugale
« Poania ewit paea hon dle. »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »

— « Soudard iaouank, etc.

— « Da em ganna ’wit m’hen defo
« Er bed-ma, pep-hini he vro ;
« Ha bars ann env he wir Roue,
« Leûn a garantez, — he Zoue ! »

— « Doue eta ra vinnigo,
« O soudard iaouank, da armo ! »