Mont d’an endalc’had

Ar Skoul hag an Eostic

Eus Wikimammenn
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 141-142)



AR SKOUL HAG AN EOSTIK


————


Bea ’ zoa eur skoul glaz, tager euz ar goassa,
Hag a rea tro var dro eun distruj ar brassa.
Kaer ho doa ’r vugale, krial,
Evit hen dachoual,
Kaer ho doa mamm ha merc’h
Ober hu var he lerc’h,
Hag evit difen ho ier
Taol outhan mein ha bizier,
Atao, heb mankout tamm,
E kasse gant han e zamm.
Eun devez koulskoude, kaër hen doa fureta
Ne gave netra da blaouia.
Krak ha ber edo var iun
A dal ar zadorn bete ’l lun.
Epad ma nije, sioulik,
Sada ma kouez var eun eostik
Hag hen-ma, ma zo eun truez.
Da c’houlen out-han e vuez :
« Aotrou, petra ’ reot c’houi ganhen ?
» Croc’hen ha plunv ne gavot ken.
» Sellit : me a zo ken treudig
» Neuz ket ouzin eur begad kig.

» Me n’oun mad nemet da gana.
» Me ’ gano doc’h va zoun gaera ;
» Kur zoun hag a zo bet, guechall,
» Kanet gant Mathurin an Dall
» E Paris dirag ar Roue.
» He c’hlevet ho peuz, marteze :
» An hini goz, eo va dous.
— » Petra ’n dra ze ? gad pe lapous,
» Mad da derri naon ar skouled,
— » Nan, aotrou, c’houi ia da veled
» An kini goz ’zo eur ganaouen
» Brao, eun drugar, koant ha laouen,
» Savet gant Iannik-penn-an-dans
» Da zeski dansal d’an Noblans.
— » Neuze, paour keaz, netra ne dal
» Ne meuz c’hoant hebed da zansal.
» Koumpren abaoue dissadorn
» Ne meuz ket bet leiz eur bigorn
» E'r bed all fenoz
» E kani ’n hini goz
» Eun drugar. »

Koff goullo ’zo bouzar.