Mont d’an endalc’had

Ar Pod houarn hag ar Girin

Eus Wikimammenn
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 137-138)



AR POD HOUARN HAG AR GIRIN


————


Beza ’voa, er memes kegin,
Eur pod houarn hag eur girin.
Eun devez, ma zoa eat an dud
Da vrinnika var ar palud,
Ar pod houarn, var he oaled.
En em inouaz, me ziskred,
Hag a lavare d’hegile :
« Ha ma raffemp eun dro bale ?
— Goap a rit, eme ar girin,
Pe c’hoant braz ho peuz da c’hoarzin.
C’houi, sur, kenderv tridroadeg,
A zo ebat d’heoc’h prezeg.
Mez, siouas ! heb troad, heb askel,
Penaoz lakat tro e’m’ estel ?
Nann, kenderv, n’euz ket a du.
Me ’jomm da granchat el ludu,
— « Selaou ’ta eme ’r pod houarn,
Me a grogo e’n da skouarn
Ha tamm a ruz, tamm a ruill,
Ni ’raio hent dioc’h an druill.
— Mez dreist ar vein hag an toullou
Penaos a ruz pe a ruillou ? »

— « Ni ’glasko eun hent plean,
Eun hent ha didoull ha divean. »
— « Ho kostou c’houi a zo kalet,
Mez ma re me ne dint ket.
Me, gant an disterra stokat
A vezo lakeat e skolpad.
— Oh ! kea ’tao ! me n’ounn ket dall
Etrezout hag an traou all
Pa zeuint tost me ’n em lako,
Ha stokat hebed n’he pezo !
— « Mad, emezhan, deomp ’ta, neuze,
Hon daou ’n avantur Doue.»
Ar bourmenaden a voue berr.
Kalz re dano e zoa ’l ler
Var gostennou ar pod pri.
Edo dija flastret he fri
Ha diskolpet he ziouskouarn,
Gant he vignon ar pod houarn,
Pa deuaz eun diveza lamm
D’he lakaad etre pevar damm.

Mont da heul ar pennou huel
’Zo dizansun d’an dud izel.