Mont d’an endalc’had

An Daou Gudon

Eus Wikimammenn
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 145-150)



AN DAOU GUDON


————


Daou gudon, e’r memes guezen
A rea, ho daou ho c’heusteuren ;
Ho daou ganet e’r memes deiz,
Ho daou savet e’r memes neiz ;
Ho daou koant, ma zoa eun drugar,
Glaz ho bruched, ruz bo diou c’har,
Var gern ho fenn bouchou briket,
E’n ho eskel plunv arc’hantet,
Mantellou voulouz, var ho choug,
Kelc’hou aour e’n dro d’ho gouzoug.
Ha dreist oll, kalonou tener,
Beva ’ reant ho daou dibreder.
Guir garantez, da heul iec’hed,
’Zo grizien ar guir eurusded.
Eun devez unan, koulskoude,
A sounj lavaret d’hegile :
« Me ’zo vont da vale bro.
— » Ha da c’hortoz ma vi distro ?
» A respount dezhan, he vignoun,
» Mantri a rez va c’haloun.

» Sounj mad petra ’zez da ober,
» Sell peger kris eo an amzer ;
» Ne maomp-ni ket e kreis ar goanv ?
» Kement ha mont, gortoz an hanv.
» Deac’h, a veg eur vezen aval,
» E kleviz eur vran o vragal.
» Hi ’lavare : — Kuitaat e vreur,
» A zoug peur liessa malheur !
» N’ouzoun ket, petra ’ sounji-te,
» Mez, a dra zur, evidon-me,
» Ne vezo, nos deis, em spered,
» Nemet sparfellet ha skouled.
» Avel a zo ha glao a ra,
» An noz a zeu… kant ha kant tra,
» Mil ha mil aon… ha marteze
» Heb tamm d’he goan, heb toull guele,
» Va breur paour, mez re zivezad,
» A velo ’ lavaran mad. »
Ar beacher eun tamm muioc’h
A gemeraz eur sonj furroc’h.
Mez ar c’hoant da velet broiou
A voe treac’h d’an holl guzuliou.
Respount a ra : « Selaou, va breur
Me zistroio, abars nemeur,

Da gounta d’id va beachou.
Da zeski d’id ar c’helachou.
An nep a jom e korn e c’hlud
Ne anavez na bed, na tud.
Evit deski eo red gueled
O veachi e teu spered.
Me lavaro : « Eno edon,
» Klevet ha guelet a rejon. »
Ha te, d’az tro, ous va c’hleved,
Koulz ha me, ’zeblanto gueled.
Kenavo, breur !
— Kenavo ’ta,
Pa rankomp hon daou kimiada. »
Guela ’ rejont. Ar pourmener,
Douget var diouaskel lijer,
E’n eun taol kount, ’zo eat a guz.
Pell braz, he vreur karantezuz,
He zaoulagad beuzet a zour
A zell var lerc’h ar beachour.
Etre daou, sada dirollet
Eur barr amzer, ar seurt n’oa bet :
Tan ha kurun, glao hag avel
Ken a grene douar Breiz-Izel,

Ar c’hudon paour, var eur vezen,
A gav eul lastez disc’hlaven
D’en em c’houdori, eur pennad.
Ac’hano, var lerc’h eur barrad,
Glebiet holl hag holl strafuillet.
Du gant an naon ha diousklufet,
E sounj klask eun dra da goania.
Goude bale, goude poania,
E velaz greun var eur pengen.
Mez dindan-ho, gant eun neuden,
Stignou kuz a zo antellet.
Setu ar c’hudon strobinellet !
An neuden (e pe daol chanz),
A zo anter-vrein, emechanz,
Rak a bouez chacha, kiljacha,
Pilgammad hag en em ruilla,
A daoliou tourt, a daoliou beg
En em gav adarre dispeg,
Pistiget oll, leun a gaillar,
Eur pennad neud e’n dro d’he c’har.
En em denn kuit, guella ma c’hell.
N’oa ket goest da nijal pell.
Disken a ra var eur c’houldri,
Da ziskuiza he izili.

« Tommik mad eo bet ar souben,
» Emezhan : ar penn-ma ’r guden
» N’eo ket bet eaz da zibuna.
» Kenta gounit, koll diveza,
» Kollet e meuz, me ’ c’hounezo ;
» Ne zounjomp ket c’hoas e’n distro. »
D’an ampoent, e vel daou sparfel
Ho tont ker primm hag an avel
Hag hi ho daou, paravia,
Var zu e’n han alegenta
Keit ha m’edo, divar he benn,
An daou skoul oc’h en em zispenn,
Hep sounjal kals e’r pes a ra,
Gant e strafuil e’n eun ti e za.
Eur bugel a ioa e’r c’houldri.
Sell, emezhan, pebez c’hoari ?
Hag e peleac’h e teu eman ?
Deomp da c’hoari horel ganthan.
Hag a daoliou baz, e klaske
Terri he benn ouz an dube.
Ar maro, var ar levereur
A rank gortoz ma sko he heur.
An taoliou baz, an taoliou mein
A gouez holl ebiou d’he gein.

Difaziet e skol ar boan,
Etrezeg he di ker buhan,
Var nij, var droad, e’r c’hiz ma c’hell,
Heb chomm da c’heulerc’hi pell,
E za.
Beteg hanter-noz
Oa chommet e vreur d’he c’hortoz.
D’an nep a gred, a c’houdevez,
E kaver a bell morlarjez,
E respount, divar dreuz e zor ;
Nann, nann, m’her goar dindan envor :

Skiant prena
Skiant guella.


————