Al Louarn besk (Kere)

Eus Wikimammenn
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 153-157)



AL LOUARN BESK


————


Eun devez, eul louarn,
E’n eur griped houarn,
A voe tapet e lost.
Ma savaz ganthan c’hoez ar rost.
Rag, ar gripet a zalc’he, stard,
Lost hor c’hanfard.
Sad’ ama ’vad, eme ’l louarn,
E’n eur skrabad he ziou skouarn,
Eul lardouzen,
Da m’ gortozen !
Paket oun ; da betra nac’h ?
Ha penaos dilassa ’r sac’h ?
Gant esperans ha dour ïen
E vez bevet meur a zen.
Meur a gripet a zo bet stignet
Hag e nikun ne dounn bet dalc’het.
Euz houn-man,
A gredan,
M’en enn denno, c’hoas,
Abars varc’hoas.

Me pe c’hiz en em gemeret
Red eo guelet.
Sad’ hen, raktal,
Da sonjal.
» Pedi ’zo mad, a lavarer,
» Mez me ne ouzoun ket va fater.
» Terri ’r griped
» Hi ’ zo kaled.
» He c’has ganhan da redek bro ?
» Re bounner eo : n’euz ket a dro,
» Trouc’ha va lost ? Hag eur zizail,
» Oa grenna va zam apouail ?
» En em gemeromp evelhen. »
Hag hen ober eul lam krenn,
Terri he lost,
Ha d’ar post,
E’n dra c’helle, varzu e di,
Evit palastri ar gouli,
Evel ma zoa, eul loan fin,
Ha zoken lastez medisin,
E teuaz adarre iac’h-pesk,
Nemet, siouas, e chommaz besk.
Eun nebeud goude, lern ar vro
A zalc’has kuzul etrezho.

Al louarn besk a ia da heul.
Puchet a ra var he zeul
Da zelaou.
Etre daou
E teu e dro da gozeal
« E’l leal,
» Emezhan,
» Mad kenan,
» O c’heuz parlantet, Otrounez,
» Ha meuli a raan ho furnez.
» Eun dra, koulskoude, ’zo chommet
» Ha n’hen deus nikun lavaret.
» Perak stleja, dre ar vouillen,
» Eul lost keit hag eun anduillen ?
» Ma ’ ve krennet nhi ve skanvoc’h,
» E’n hent e vemp dizanjerroc’h ;
» Netra nemet hor c’haillara
» Ne ra :
» Troc’homp hor lost ! »
Unan, a ioa dezhan tost,
A ziskredaz, n’ouzoun ket perag,
Varnezhan eun dra benag.
Var neuz ober eur strefiaden
E taol eur zell var he bladen,

Hag e vel, heb mar,
Disto toul an dar.
Sada, kerkent, d’ar stravelgen
Ma sounj larda eur grampoezen.
« Lân, emezhan, te ’ gaoze mad,
» Anat eo e zoud alvokad,
» Mez p’eo te a ro an ali,
» Eo red koumans dre da hini.
» Distro ama da gillourou
» Ma raimp he varo d’an Aotrou. »
E’n despet dezhan, al lampoun
’Zo astennet var al letoun.
Pa voe guelet e doul talar,
Arnevet oll ha dirapar,
E savas eur c’hoarz, eun dourmi
Eun hemolc’h hag eur jolori,
Ma rankas ar c’heas dilostet
Mont gant ar vez d’en em guzet.
Lost hebed, a c’hellet koumpren,
Na guezaz dindan an esken.

Meur a ganfard e Breiz-Izel
A lavar : « Red ober brezel
D’ar religion, d’ar seurezed,
D'ar veleien ha d’ar frered. »

Sellit a drenv hag e veloc’h
Eo tud besk a barlant ouzoc’h.
Mont da glask diskar ar prizoun
Eo diskouez mad e zoar fripoun ;
Ha mont da zispen an ilis
Eo diskouez e zoar konfilis.