Mont d’an endalc’had

Ar Satisfaction

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 236-237)


Voar ar Satisfaction.

Doue a so mæstr d’on pardoni hac er fæçon ma pligeo gantàn. Peguement benac na vemp quet capabl da satisfiàn d’e justiç divin, e c’hellomp couscoude en ober dre verito on Salver biniguet J. C., peini en deus safisfiet evidomp. Mæs ar satisfaction eus on Salver n’en deo apliquet dimp er sacramant a binigen nemet voar ar gondition ma satisfifomp on-unan en quement ma zeo possubl dimp.

Ar Vadiziant, evel m’on deus-àn laret, a effaç hac ar psc’het, hac ar boan dleet d’ar pec’het. Ar binigen a effaç ar boan eternel, mæs na effaç quet ordinal ar boan temporel dleet d’ar pec’het. Lezel a ra gant ar pec’her an obligation da ober pinigen hervez grevusdet e bec’hejo. Doue a ra ar rest voar ar pez so possubl d’an den. David a glevas a c’heno ar prophet penaus e voa pardonet e bec’hejo, couscoude o goëlas epad e vuez, e quemeras ur gorden reun, hac e savas bemnos evit pedí. Rouantelez an env a so da c’honit ; ma ne reomp pinigen, eme on Salver, e perissomp oll. Ar Gontrírion, ar Govezion eo al lodenno essantiel eus ar sacramant a binigen, ar satisfaction en rent parfæt. Ret eo repari an injur greet da Doue ha d’on nessàn dre ar beden, ar yun, an aluson hac an œuvro mad-all. D’ar C’hovezour eo fixàn ar binigen ; ar penitant a dle e c’hober exactamant hac ajouti a volontez vad evit calmi coler Doue. An Tado santel a lavar eo ur muntr d’ur C’hovezour manqua da broportioni ar binigen d’ar pec’het ; hac ar C’honcil a Drant a lavar penaus ur Belec a rafe-se, pel da disamari ar pec’her, en em amarfe e unan en ur renti compliç eus e bec’hejo. N’en deo quet suffisant en em humiliàn, yun, pedi, ober an aluson ; ret eo quitaat ar pec’het. Ober goab a Doue, bezàn gaouyad hac hypocrit a ve goulen pardon hac ober ar van da ober pinigen eus a bec’hejo pere a guerer c’hoas ha ne c’houlenner quet da guitaat. Den na dle, n’en deus cas peguent just e alfe bezàn, sortial a vuez ar bed-màn ep pinigen. Greet eta oc’h hini er stad a c’hraç, pe en ur guir glac’har da vezàn offanset Doue. Mar oc’h eus groet gaou ous o nessàn, reparet ; raс a-nez an oll satisfaction a ve faus hac inutil. Ar Govizion, ar Gontrition, ar satisfaction hac Absolven ur Belec aprouvet a ra ar sacramant a Binigen. Doue da roï dimp ar c’hraç d’en receo evel ma zeo dleet. Evurus da ober on silvidiguez dre e garantez dreist muzur evidomp ha quen couls marc’hat !