Mont d’an endalc’had

An Examen a gonscianç

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 232-233)


En Examen a gonscianç.

Bemdeiz e comser eus ar gonscianç eр songeal na gout petra eo ar gonscianç. Bezàn eo an action eus ar jugeamant peini a lavar dimp penaus eo mad pe penaus eo fall un dra en particulier, ar pez a henver Synderes, a lavar dimp en general petra so mad ha petra so drouc. Ar gonscianç a so certen, guir, faus, scrupulus, re franq, probabl pe improbabl. Ar gonscianç guir pe certen, eo ar reglen eus on buez ; raс n’en deus nemet-hi a ve reglen evit gout pe èn so mad pe èn so drouc un dra en particulier. Heuliet ar gonscianç-se, ha n’en em drompfet quet ; mæs diouallet na guemerfac’h evit conscianç o passiono, o panchant, o ignoranç, o corruption. Mil ha mil en em drompl bemdeiz o laret : ma c’honscianç a lavar din an dra màn, an dra-ont. C’hoas ur veich, quemeret lezen Doue evit regli o conscianç, heuliet-hi neuse. Chanchet on deus un neubet a vatier, mæs retornomp.

Dre an examen a gonscianç evitar govezion, e c’hententer eo red labourat gant sourci bac application da gavet memoar eus on oll bec’hejo, evit ober d’on C’hovesour anaveet erfad ar stad eus on ine. An examen-se, hervez ar C’hatechis eus ar C’honcil a Drant, a so quen necesser quen na ve nul ha sacrilech ar Govezion mar ancoueomp ur pec’het marvel epquen defaut da vezàn en em examinet. An examen-se couscoude na dle quet mont bete ar scrupul peini a so un defaut a gonscianç ; mæs quement a boan a dleomp da guemeret evit en ober evel evit un affer a gonsequanç. Neuse e tleomp bezàn contant ; rac mar achap ur pec’het benac d’on memoar, e zomp absolvet, gant an obligation couscoude d’en discleriàn er c’hentân Covezion. Evit an examen eo ret goulen sclærigen ar Speret Santel, examinàn bemnos on c’honscianç ; neuse an examen evit ar Govezion a ve facil ; en em arreti ha songeal en gourc’hemeno Doue ha re an Ilis, ar pec’hejo capital, on vertuyo memes, on viço particulier, en obligationo eus on stad, er plago, en dud on deus frequantet, en affero o deus on occupet, on inclinationo, on habitujo ; cheju a-se ar fæçon da anaveout ar stad eus on ine. Clesquet eta en fonç o calon ar pez n’en deo quet agreabl da Doue, evit o lemel dre ur Govezion vad. Mar oc’h eus manquet a gontrition, a examen, a satisfaction ; mæs surtout ma ve deut an diaoul mud da ober dac’h coach, nac’h na dissimuli netra en o Coveziono tremenet, n’en deus evidoc’h quen remed nemet ur Govezion general, evit peini an examen a so facil, mæs muy hir. Tremen a rin, o ma Doue, eme David, an oll bloavezio eus ma buez en o presanç hac er c’huervder eus ma c’halon.

* * *