Mont d’an endalc’had

Ar Govezion

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 230-232)


Voar ar Govezion.

Ar Govezion a so un accusation, un declaration a ra ur penitanr eus e bec’hejo da ur Belec aprouvet evit cavet an absolven a-neze. Evit eta receo ar sacramant a binigen, eo ret d’an hini en deus pec’het goude ar Vadiziant, detesti, covessaat e bec’hejo, satisfiàn dre ar binigen, ha receo an absolven digant ur Belec aprouvet, da beini en defo covesseet. Panevert ar planquen-se a visericord an Autro Doue, e vize c’hoas cals biannoc’h an nombr eus ar re salvet. Jesus- Christ en ur rei d’an Ilis ar pouar da effaci ar pec’hejo, a ordren ar govezion a-neze ; rac na ve quet possubl anaveout ar pec’het a dleer da absolví dious an hini a dleer da differi, a-nez an declaration eus an ine coupabl. Ar fe en disq dimp hac ar ræson : rac penaus e c’hallo uh tad corrigeàn e vuguel, ma ne voar quet ar fauto en deus groet ? Penaus e c’hallo ur medecin guellaat ur c’hlanvour, ma ne anave quet e glènvet ? Penaus e prononço ur Barner ma ne voar quet ar sujet voar beini e tle douguen ar setanç ? Or ar C’hovezour a so assambles tad, medecin ha barner. An absolven a so ur guir setanç non pas eus an dud, mæs a beurs Doue ; rac e jugeamant a exercer en tribunal ar binigen. Ur C’hovesour a dle bezàn savant, prudant, charitabl. An oll a voar eo obliget d’ar secret, ep gallout jamæs rei da c’hout pe da santout ar pez en defe selaouet er Govezion dindan boan eus ar brassàn punition er bed-màn, hac an ifern er bed-all. Evit accomplissàn ar gourc’hemen eus ar Gonvezion, eo ret dezi bezàn,

1. Antier, eus an oll bec’hejo marvel, a bere e c’hellomp cavet sonch.

2. Bezàn sincer, accompagnet a c’hlac’har hac a detestation ar pechet.

3. Bezàn groet da ur Belec aprouvet dre an Escop legitim, peini a ro an absolven evit obteni dre ar sacramant a binigen remission ar pec’hejo.

4. Bezàn humbl ; en effet, ar pec’her paour pa deu da gavet Doue er govezion, a so ur c’hriminal da vezàn barnet, ha dign memes a dân an ifern. N’en deo quet evel contàn un histoar e tleer covessaat e bec’hejo, mæs sinceramant, gant simplicite, obeissàn en tout d’ar C’hovesour, ha songeal penaus en deus ur garg vras, hac e ra tout evit gloar Doue ha silvidiguez on ine.

5. Ret eo lavaret an nombr, ar speç hac ar galite eus ar pec’hejo ; rac alies ar circonstanço eus ar pec’het a ra ma zint grevussoc’h pe viannoc’h ; alies memes e chanchont a espeç d’ar pec’het. Ret eo eta fixàn an nombr, lavaret piou, pe stad en deus an hini en deus groet an drouc, pe sort drouc on deus groet, en pelec’h, a be moyeno e zomp en em serviget evit cometi ar pec’het, evit petra on deus-àn groet, en pe fæçon hac en pe amser. Anaveet dre enno peguen necesser eo examinàn ar gonscianç evit ober ur Govezion vad.