Ar Gontrition

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 224-227)


Ar Gontrition.

Ar binigen a ell bezàn consideret evel sacramant pe evel vertu. Ar vertu a binigen a so ur glac’har, un detestation eus ar pec’hejo cometet, gant ar resolution ferm na deuer muy d’o c’hometi, d’o c’hastiàn dre ar binigen. En pep amser eo bet necesser detesti ar pec’het evit bezàn pardonet. Ar gontrition eo eta ar poent necesseràn eus ar sacramant a binigen : hep-si n’en deus quet a bardon. ar glac’har-se a galon a renq cavet peder c’hondition.

1. ar gontrition a dle bezàn interieur : ur glac’har eo, ret eo eta e ve santet en fonç ar galon, аr galon-se eo ar princip eus ar pec’het, a-nezi e tle sortial. Malheur da biou benac a sonch dezàn bezàn quit evit ober un act a gontrition a vec an teod, ma n’en deus lod e galon er pez a lavar an teod !

2. Ar gontrition a dle bezàn surnaturel, da laret еo, bezàn excitet dre ar fe ha mouvamant ar Speret-Santel. Piou benac a voël e bec’het abalamour d’ar vez dirac an dud pe ar bunition en deus meritet, n’en deus nemet ur glac’har naturel. An hini en deus glac’har da vezan cometet ar pec’het abalamour ma c’hoffanç Doue, ma ra col ar barados ha meritout an ifern, en deus ur glac’har surnaturel.

3. Ar gontrition a dle bezàn souveren : Ar mad a gollomp dre ar pec’het eo ar brassàn eus an oll vado ; ar malheur a arru guenemp dre ar pec’het, eo ar brassàn eus an oll valheurio ; just eta ha dleet eo e ve on glac’har d’en bezàn cometet ar brassàn eus an oll glac’hario. Ne dleer quet credi e vanquomp da gavet ar gontrition souveren o vezàn alies muy sansibl voar certen treo eus ar bed pere a douich on squiencho naturel, hac a ra muy a impression voarnomp ; suffis eo e ve appreciet at gontrition-se, da laret eo, eo ret bezàn en disposition da non pas pec’hi marvellamant evit n’eus cas pe sort avantaich, ha bezàn muyoc’h fachet da vezàn offanset Doue evit da soufr an oll gollo, bezàn prest da sacrifiàn tout da Doue, memes ar vuez quent evit e offansi dre ar pec’het.

4. anfin ar gontrition a dle bezàn universel : da laret eo, eo ret detesti universellamant an oll bec’hejo marvel ep excepti unan epquen. Mar conservomp attachamant evit ut pec’het epquen, e zomp ennemiet da Doue, ha non pas glac’haret d’en bezàn offanset. Quement-se n’en deus quet ezom a explication. An oll Scritur sacr, ar ræson memes a lavar dimp pehaus eo impossibl bezàn pardonet a-nez ar gontrition. Goulennomp hi eta digant Doue peini epquen a ell e rei. Leromp gant ar Roue David er Psalm Miserere « Crouet ennomp, o ma Doue, ur galon bur, ur Speret evn : ne rebutet jamais ur galon contristet hac humiliet ».

Ar gontrition barfæt a so ur glac’har da vezàn offanset Doue abalamour d’e vadelez infinit. Bezàn eo ar garantez barfæt evit Doue, ha justifiàn a ra gant an desir da receo ar sacramant a binigen ; en hevelep fæçon ma varfe an den er stad-se, quent evit bezàn recevet ar sacramant a binigen, eo sur da vezàn salvet.

An Attrition.

An Attrition, pe ar gontrition imparfæt, a so ur glac’har concevet communamant dre gonsideration ar vileni, an difformite eus ar pec’het pe an aon rac poanio an ifern. An attrition a so ur mouvamant eus ar Speret-Santel, peini evit guir ne màn quet c’hoas er galon, mæs excitàn ha douguen a ra ar galon-se d’ar mad. Evel-se an attrition a so, evel m’en lavar ar C’honcil a Drant, ur c’hommançamant a garantez Doue, ha suffisant gant an absolven evit bezàn pardonet. An attrition, evel ar gontrition, a dle bezàn interieur, surnaturel, souveræn hac universel. Mar manq unan eus ar c’honditiono-se, n’en deo quet suffisant, memes gant ar sacramant. An attrition a renq, evel ar gontrition, ranfermi ur resolution, ur propos ferm na vezo quen cometet ar pec’het. Anaveout a ellomp on propos ferm dre ar chanchamant a vuez, dre an effort d’en em gorrigea. Ret eo combati evit bezàn victorius, ha bezàn victorius evit bezàn curunet. Ar facilite da goezàn en certen pec’hejo a ra an habitud ; ret eo eta quitaat an occasion, en em disober dious ar pez so caus d’on pec’het, evitàn, pellaat, pe goll on ine. Piou benac a gar an danger, a berisso ennàn. Attantion voar guement-se. Evit en em excitàn d’ar glac’har da vezàn offanset Doue, songeomp penaus dre ur pec’het marvel epquen e c’hoffansomp hac e collomp graço-mad ar guellàn eus an oll dado hac eus an oll vignonet. Rentàn a reomp inutil evidomp, mar mervomp er stad-se, maro ha passion on Salver, coll a reomp Doue, ar vuez eternel, ar barados, ha meritout an ifem. Quement-se a dle ober dimp cavet evit Doue ar brassàn carantez, ar brassàn horreur evit ar pec’het, hac ar brassàn glac’har d’en bezàn biscoas cometet.