Mont d’an endalc’had

Ar C’hasio reservet

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 222-224)


Casio reservet.

Dre Gasio reservet e c’hententer certen pec’hejo grevus pe dreize oc’h-unan pe abalamour d’o circonstanço, eus a bere ar pap, an Esquibien a reserv evite an absolven. Ar pap en Ilis universel, an Esquibien pep hini en e Escopti, o deus ar gouir da reservi an absolven eus a certen pec’hejo, hac ar C’honcil a Drant a brononç excumunuguen a enep piou benac a souten ar c’hontrel. Oll bouar an Ilis a so fontet voar an hini a roas J. C. d’an Ebestel ha d’an Esquibien heriterien eus an Ebestel. Ret eo en em derc’hel d’an articl-se eus ar fe, pe renonç d’an env. Chetu amàn an daulen eus ar c’hasio reservet en Escopti-màn.

Casio reservet d’ar Pap.

1. Lazàn, blessàn, goal-dreti ur personaich religius, pe dindan an Urzio sacr. 2. Squei e Escop, e Berson. 3. Ar simoni. 4. Laquaat an tân en un Ilis pe el lec’h-all, pa ve denoncet hac excumunuguet an hini en defe groet an tolfæt. 5. Laëres ha forci ar plaço santel. 6. Falsifiàn al lisero a Rom. Rar eo e ve re-all reser vet d’an Tad santel.

Censurio ha Casio reservet d’an Escop.

1. Exerci ar magi, ar sorceres, an divineres, ha consulti ur sort tud. 2. Squei e dad, e vam, e dad coz, e vam goz, e dad caër, e vam gaër. 3. Squei an dud a Ilis pe religius ; dre an œuvr-se e voar excumunuguet. 4. Laquat da gousquet guenac’h ur buguel dindan an oad a ur bloa. 5. Laquat da gousquet er memes guele pot ha plac’h passeet pemp bloas. Ar priejo pere a laqua da gousquet gante bugale tremenet an oad a bemp bloas a gomet ur pec’het reservet. 6. Ar muntr volontær. 7. An avortamant. 8. Ar pec’het a impurete entre ar guerent bete an eil degre eus ar goad, pe guerent aliet memes dre alianç spirituel. 9. Laëres pot pe blac’h. 10. An avoultriach public. 11. Tana dre valiç. 12. 13. Excumunuguen a enep ar ravisserien a vado an Ilis. 14. En nosvesio, mar be ouspen dec a diavez, mæstr ha mæstres an ty hac an oll danserien a goez er c’has reservet, da laret eo, mar deo an dec personaich a diavez eus ur c’hart leo eus an ty. 15. An danso public epad an Offiço divin da Sul ha da Voel, ha goude cuz-eaul. 16. Eva ha rei da eva en hostelerio enpad an Offiç divin, etc.

Casio specialamant reservet.

21. Ar sacrilech, an abus impi evit ar superstition eus ar sacramant adorabl, ar c’hrêm sacr, an oleo, an dour biniguet ; ar pec’het a impurete entre personacho a bere unan a so consacret da Doue ; an dever a briedeles er plaç santel en peini emàn ar sacramant ; hac er memes plaç an disputo, ar c’hanno en presanç dec personaich, evel ar c’hanno gant scuil goad, ar laëronci eus un dra sacr en plaç profan, hac eus un dra brofan el lec’h santel. Mar deus el laëronci matier eus ur pec’het marvel. Dre dreo santel e c’hententer non pas epquen ar vessellio sacr, al lienaich, an ornamancho, ar golo, al levro hac ar pez so evit servich an Ilis, mæs memes arc’hant ar fabriq hac ar pez a so deposet evit usaich ha decoration an Ilis. 22. Ar fals testeni, ha gonit an testo, 23. Antren er C’houencho. 24. Pillàn an dud naufraget. 25. An heresi. 16. Ar sodomi, etc. 27. Ar c’homidiancho ; na sicour nac asistanç en fæçon ebet ; na dillat, etc., pe e cometer ar pec’het reservet. An duel hac ar spectatourien eus an duel, etc.