Ar sacramant a Binigen a so instituet gant on Salver biniguet J. C. evit effaci ar pec’hejo cometet goude ar Vadiziant. Dre an absolven e ve recevet en tribunal ar binigen. Dre-se e consist er Govesion, er Gontrition ; en Satisfaction ar penitant hac absolven ar Belec.
Jesus-Christ a instituas ar sacramant a Binigen goude e Resurrection, pa lavaras d’e Ebestel : « Recevet ar Speret-Santel, ar re a bere o pezo remetet o fec’hejo, e vont remetet deze ; ar re eus a bere o pezo aretet ar pec’hejo, e vont ive aretet. » Ar sacramant a Binigen a so differant eus ar Vadiziant ; bezàn eo un eil planquen evit ar re o deus groet naufraich er pec’het goude ar Vadiziant, ha quen necesser ep d’ar re o deus pec’het goude ar Vadiziant, evel ar Vadiziant memes. Ar Binigen a ell bezàn repetet hac accorder alies : raс en institution ar sacramant hac en tri lec’h en Aviel en pere eo comset eus ar sacra&ant a Binigen, Jesus-Christ n’en deus fixet na pec’het impardonabl, na nombr a adfeil. Exhorti a ra memes e Ebestel da vezàn trugarezus ha da bardoni dec gueich ha tri-uguent seiz gueich bemdeiz, dà laret eo, alies. Quen lies gueich ma teu ar pec’her sinceramant ha gant ut guir glac’har da gavet Doue, e zeo prest d’en receo, rac e visericord a so infinit.
Ar matier pellàn eus ar sacramant a Binigen eö ar pec’het marvel, ar veniel a so suffisant ; ar matier tostàn eo ar Govezion, ar Gontrition, ha Satisfaction ar penitant. Ar form eo an absolven peini a effaç ar pec’hejo er momet memes ma ve prononcet ; rac J. C. en deus roet d’e Ilis ar pouar en defoa e-unan. Articl a fe : Reí eo bezàn Belec evit absolvi ; mæs an oll Veleyen na ellont quet absolví : ret eo bezàn deleguet gant an Ilis. Jesus-Christ a roas separamant ar sacramant a Urz hac ar jurisdiction necesser evit absolvi. An Aviel a so test a guement-se. Ar C’honcil a Latran a beini on deus comset voar ar Govezion hac ar Gommunion da Basq, en lavar en termenio sclær. Ar C’honcil a Drant, a lavar penaus n’en deo quet permetet da ur Belec en em attribui ar pouar da effaci pe da derc’hel ar pec’hejo, ep bezàn casset hac autoriset gant an Ilis ; ha mar en groa, an absolvenno hac ar censurio a brononç a so nul. An Esquibien legitim a ell rei, lemel ha laquat un termen d’ar pouario a accordont d’ar Veleyen ; gallout a reont reservi an absolven eus a certen pec’hejo pere a henver casio reserved. Malheur da ur Belec a dremen e bouar ; malheur da biou benac a govessa da ur sort Be lec ! Avouet eo gant an oll penaus n’en deus quet a vrassoc’h defaut evit an hini a pouar pe a jurisdiction. Gouir eo penaus ar re a govessa da Veleyen aprouvet na recevont quet bepret ar pardon eus o fec’hejo en defaut da vezàn disposet mad. Petra eta a eller. da laret eus ar re a govessa da Veleyen pere ne dint quet aprouvet ?