Ar Gonfirmation

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 216-217)


Voar ar Gonfirmation.

Ar Gonfirmation a so ur sacramant peini a ro d’ar re a so badezet, ar Speret-Santel evit o fortifiàn hac o rentan christenien barfæt. Ar Gonfirmation eo unan eus ar seiz sacramant instituet gant J. C. Un articl eo eus on fe. Evit receo ar sacramant hac ar Speret-Santel eo ret bezàn instruet mad hac en stad a c’hraç ; neuse ar Speret-Santel hac e donæsono a guemer possession en calon an hini a ve confirmet. Mæs, ô ma Doue, ha na ve quet guelet tud valhurus o receo ar sacramant-màn digant ar re ne dleont quet en administràn, ha pere parconsequant el lec’h receo ar Speret-Santel a drahis ar fe hac an Ilis !

Ar Gonfirmation eo perfection ar Vadiziant ; rac dre ar Vadiziant e zomp bugale da Doue, dre ar Gonfirmation e soudardet. Produi a ra ur c’haracter peini na ell quet bezàn effacet. Mar queromp ober attantion voar ar ceremonio eus ar Gonfirmation, e c’hanafomp an effejo eus ar sacramant-màn.

1. An Escop, a laca e daouarn voar benn an hini a gonfirmer, ober a ra gant e veud trempet er c’hrêm sacr ur groas, voar e dall, en ur lavaret ar pedenno pere a verq effet ar sacramant. Ober a ra sign ar groas voar an tall evit disque dimp ne dleomp quet ruyàn a groas J. C. mæs bezàn prest ha pront da soufr an oll affroncho hac ar maro memes evit difen on fe. Gant ar c’hrêm sacr e ra ar groas-se, evit disque dimp e tleomp bezàn en pep lec’h, ar c’huez vad a J. C. ; rаc ar c’hrêm a so composet a vom hac a eol eus ur c’huez precius. Ar groas eo on c’honsolation, on ners, on silvidjguez. An tolic bian a ro an Escop voar ar jod, a signifi an affroncho o deus da soufr er bed corrompet gouir vempro an Ilis a J. C. Non obstant na ve quet necesser bezàn confirmet evit bezàn salvet, eo couscoude ur pec’het negligeàn da receo ar sacramant, evel ur c’hrim en receo indignamant.


————