Ar Vadiziant a so ur sacramant a effaç ar pec’het originel, hac on groa christenien, bugale da Doue ha d’an Ilis. Bezàn eo an oor eus an oll sacramancho ; na eller receo hini ep bezàn badezet. Effaci a ra hac ar pec’het originel hac ar pec’hejo-all gant an oll boan dleet deze. Rac, eme sant Paul, n’en deus na poan na damnation evit ar re a so en Jesus-Christ dre ar Vadiziant. Mar bezet eta en noad, ha coupabl a bec’het pa recever ar Vadiziant, e ve effacet an oll bec’hejo. Mæs an ignoranç, ar panchant d’an drouc, an infirmiteo spirituel pe corporel, evel an necessite da vervel, n’en dint quet distrujet er bed-màn ; na vezer dilivret a-neze nemet goude ar resurrection general. An delivranç-se, eme S. Augustin, a ell bezàn sellet evel un effet eus ar Vadiziant.
Ar Vadiziant on groa bugale da Doue dre ar vuez nevez a recevomp en J. C. peini a ro dimp ar gouir da henvel Doue on Tad, ha da sellet an env evel on heritaich. Hon ober a ra bugale d’an Ilis, raс on lacaat a ra en renq e mempro hac en gouir da barticipàn er sacramancho, hac en oll vado spirituel an Ilis. Ar Vadiziant a imprim en ine ur c’haracter ineffaçabl : Pep hini na ell bezàn badezet nemet ur veich. Na eller quet bezàn salvet a-nez ar Vadiziant. Piou benac, eme on Salver, n’en deo quet hadganet dre an dour hac ar Speret-Santel, ne antreo quet en Rouantelez an env. Tout, evel bugale Adam, on deus an taich pe ar pec’het originel ; na ell bezàn effacet nemet dre ar Vadiziant. Paëron ha maërones a bresant d’an Ilis an hini a dle bezàn badezet, a ro dezàn an hano, a so test eus ar Vadiziant, hac evel caution, e respontont evit ar buguel. Evit bezàn paëron ha maërones, eo ret bezàn catholic, confirmet mar deo possubl, hac a vuez vad. Bezàn e zint an tado hac ar mamo spirituel eus ar buguel.
1°. Ret eo d’ar paëron ha d’ar vaërones bezàn catholic : an Ilis n’e deus quet a gommerç gant an heretiquet, ar schismatiquet ; hac ar re ne dint quet e mempro n’o deus quet ar gouir da bresanti dezi bugale, ha da respont evite.
2°. Ret eo e vent instruet mad. О dever eo, en cas a ezom, instrui o fillor pe o fillores ; ha penaus e c’hellont en ober ma ne dint quet instruet ? Tado ha mamo ; groet attantion voar ar choas eus an tado hac ar mamo spirituel eus o pugale.
Ar paëron hac ar vaërones a so car aliet d’ar buguel, d’e dad ha d’e vam ; en hevelep fæçon na ellont dimezi na gant ar buguel, na gant e dad hac e vam, pere m’o defe badezet o buguel, exceptet un necessite vras, o defe ive contractet un allianç spirituel peini o c’hampech en dever ar briedeles, a-nez dispanç.
An Esquibien, ar Veleyen eo ar Vinistret ordinal eus ar Vadiziant solem, an Diacret a so ministret dreist-ordinal. En cas an necessite pep den a ell badezi.
Pep sort dour naturel, dour punç, feunteun, rivier, stanq, glao, en general a so mad evit badezi. En teir fæçon e ve badezet, dre infusion, immersion hac aspersion.
1. Dre infusion, o scuil teir gueich dour voar benn ar buguel, pe en cas a necessite voar ur membr-all benac, en ur laret er memes amser ; Mèn as bade en hano an Tad, † hac ar Map, † hаc ar Speret † Santel. Honnes eo ar fæçon a vadezi ordinalamant. Pa vadezer dre immersion e pluncher a-benn teir gueich ar buguel en dour. Dre aspersion e ve asperget a-benn teir gueich, en ur brononç en diou fæçon-se ar c’homso, etc.
An desir da vezàn badezet, ar verzerinti soufret evit ar fe a so diou voyen da vezàn salvet en defaut ar Vadiziant dre dour. An Ilis a henor evel Merzerien ar vugale massacret gant an impi Herodes. Chetu amàn en ber gomso ar ceremonio eus ar Vadiziant solem.
1. Ar buguel a chom ous door an Ilis ; n’en deo quet dign da antren ; rac dre ar pec’het originel eo buguel da satan.
2. Ar Belec a c’huez voar ar buguel, en croas, evit chasseal an drouc-speret dre vertu ar Speret Santel, peini a so hanvet ar c’huez a Doue, hac evit disque penaus an diaoul a so chasseet dre verito J. C. maro er groas.
3. Ober a ra sign ar groas voar dall ar buguel evit ober da entent e tlefo ober oeuvro ur c’hristen ep ruyàn.
4. Ober a ra sign ar groas voar beutrin ar buguel, evit ma tougo en e galon croas Jesus- Christ ; rac ar vadiziant en deus e oll ners a groas, maro ha passion on Salver.
5. Rei a rer d’ar buguel an hano eus ur sant pe ur Santes, evit bezàn e vodel voar an douar, e batron hac e avocat dirac Doue.
6. Ar Belec a ra voar ar buguel cals a gonjurationo evit chasseal an diaoul dindan buissanç peini emàn, evel buguel da Adam.
7. Laquaat a ra holen en gueno ar buguel, evit rei da entent penaus e c’houlen ah Ilis evitàn an holen a furnez hac ar gout eus an treo celestiel.
8. Laquaat a ra hall en diou fran ha diou scouarn ar buguel, evit imitan J. C. peini en em servigeas eus e graich evit guellaat un den mud ha bouzar.
9. Ober a ra recitàn ar Gredo hac ar Bater, d’ar paëron ha d’ar vaërones en hano ar buguel, rac an Ilis na receo evit bezàn badezet nemet ar re a ra profession da gredi en J. C., ha da veva en fe an Ilis.
10. Ober a ra promesseo ar Vadiziant, dre bere ar buguel a renonç da satan, d’e bompo, d’e œuvro, evit heuil J. C.
11. Frotàn a ra gant an oleo entre diou scoa ha voar beutrin ar buguel, evit signifiout ar c’hraç a rent ar christen victorius er gombat spirituel.
12. Ar Belec a c’houlen digant ar buguel hac èn en deus c’hoant da vezàn badezet ; rac na vadezer nemet ar re o deus c’hoant da vezan badezet.
13. Rei a ra ar sacramant gant dour, crêm bac eol biniguet d’ar sadorn Phasq ar Pantecost.
14. Frotàn a ra en form ur groas lein penn ar buguel gant ar c’hrêm sacr, evit ober entent penaus dre ar Vadiziant eo groet evel Belec, Roue, hac e c’happarchant ous al ligne choaset gant Doue.
15. Ur bonet guen a lequeer voar benn ar buguel, evit e avertissàn da divoal bete ar maro ar saë a innoçanç en deus recevet ; rac ar bonet-se a signifi ar saë voen a roet gueich-all d’ar re a voa badezet, ha da beini e telc’hent mad epad seiz deiz. Mad eo ive derc’hel dre respet, ur spaç dezio, an habit badiziant-voar benn ar buguel, mæs ep superstition.
16. Anfin laquaat a rer en dorn ar buguel ur pilær coar allumet, evit digass da sonch penaus ur c’hristen a die bezàn remerquet dre an eclat hac ar sclærigen eus ar vertu.
En ur ober reflexion voar ar ceremonio santel-se, e c’hallo pep hini cavet matier evit renouveli d’ar bianàn ur veich ar bloas, ar vœuyo pe ar promesseo eus ar Vadiziant. Ur c’hristen na dle jamæs manca d’an dever se. Lavaret a dle : « Mên a renonç a greis ma c’halon da satan, d’e œuvro, d’e bompo, da vaniteo, da vaximo ar bed ha d’ar pec’het. Ne c’houlennàn heuil nemet Jesus ; evitàn epquen e fell dîn bevàn ha mervel, en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Amen.
Non-obstant ma ve effacet an oll bec’hejo dre ar Vadiziant, ar sacramant-se couscoude a so principalamant instituer evit effaci ar pec’het originel. Doue n’en deus quet groet ar maro ; an den a voe crouet immortel ha hanval ous Doue. Ar maro n’en deo antreet er bed nemet dre anvi an diaoul. Adam, tad an oll, a bec’has, hac e bec’het evel e oll suito a dremenas d’e vugale. Ep ar fe eus ar pec’het originel, eo impossubl compren an den ; mæs dre ar pec’het originel e comprenomp ar sourcen valhurus eus on inclinationo corrompet, eus on panchant d’an drouc, hac on oll miserio er bed-màn. Ar pez a santomp a vras hac a isel, a ners hac a fallantez, a disq dimp sclær penaus eo corrompet on natur ; rac Doue, ar justiç memes, na ell treti erguisse crouadurien capabl d’en anaveout ha d’en caret, ma ne vent quet criminal. An necessite eus ur Redampteur, parconsequant ar fondamant eus on religion santel a so fontet voar ar pec’het originel. Ya, eme S. Paul, an oll o deus pec’het en Adam. Evelse, eme an abostol, eo antreet ar pec’het er bed, hac ar maro dre ar pec’het. An oll Scritur sacr a goms hac a assur ar pec’het originel. Hon Salver biniguet J. С. en deus toret penn ar serpant, evel m’en prometas Doue pa drompas an drouc-speret on mam Eva, ha homàn e friet o c’hober dezàn dibri eus ar froez difennet. Ar pec’het-se a yoa grevus. Bezàn e voa ur pec’het 1. a ourgouil, rаc on tad hac on mam Adam hac Eva a falveas deze bezàn hanvel ous Doue. 2. a guriosite, o falveout deze gout ar pez a voa difennet oute. 3. a c'hourmandis, o tibri eus ur froez peini a voa caer da velet ha mad da dibri. 4. a infidelite ; rаc Eva a breferas testeni ar serpant da hini Doue, hac adam hini e briet da Doue memes. 5. a desobeissanç ; rаc dibri a regeont eus ar froez peini o rentas malhurus gant o c'holl bugale. Gloar eta da J. С. incarnet, maro ha resuscitet evit on prenan.