Mont d’an endalc’had

Ar Purgatoar

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 237-238)


Ar Purgatoar.

Ar purgatoar eo ar plaç en peini an dud just a achu ar satisfaction dleet d’ar justiç divin quent evit antren er gloar eternel en peini ne antre netra a souillet. Ar fe a disq dimp penaus e heus ur purgatoar. Jesus-Christ a lavar penaus e heus pec’hejo pere ne vent pardonet nac er bed-màn nac er bed- all. Par consequant e heus er bed-all ur plaç en peini e ve expiet ar pec’hejo ; hennes eo ar purgatoar. Sant Paul a lavar penaus e heus eus ar bobl fidel pere ne vezint sauvetaat nemet o tremen en tân. S. Yan a gleve ar grouadurien en env, voar an douar ha dindan an douar o veuli an oan. Ar grouadurien- se dindan an douar eo an ineo eus ar purgatoar. Ar ræson a lavar dimp penaus cals o deus ar bonheur da vervel en stad a c’hraç Doue, ep bezàn bet an amser da satisfiàn d’e justiç er bed-màn. Or an ineo-se na ellont quet bezàn daonet, rac e maïnt en carantez Doue : sur int eta da evitan poanio an ifern. Na ellont quet ive mont d’ar gloar ; rac dleourien int a boan temporel d’ar justiç divin, ha Doue na all soufr na receo eno netra a imparfæt ; ar ræson eta a lavar dimp penaus Doue peini a ra tout en Doue. en deus destinet d’an ineo se evit un amser ur plaç a boan ha dign eus e oll c’hallout, evit bezàn purifiet hac antren goude er joayo eternel. Poanio ar purgatoar, eme an Tado santel, a so quen bras, quen na ve ar purgatoar un ifern veritabl panevet ar garantez, an esperanç certen o deus an ineo paour-se da vezàn dilivret pa vezo achu o finigen. An ineo santel-se a ell hac a dle bezàn soulaget dre ar pedenno, ar yunio, an alusonno hac œuvro mad ar bobl fidel, ha surtout dre ar sacrifiç adorabl eus an Oferen. Mar on deus ur galon e tle coms evit an ineo-se muy evit biscoas abandonet. Hon breudeur int, mempro J. C. hac e vignonet ; marteze e zomp caus a boanio cals a-neze, just eo o soulagi, on interest en goulen diguenemp ; rac ur veich dilivret e c’hintercedont evidomp dirac Doue.