Ar Sænt

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
L. Prud’homme, 1817  (p. 103-105)
◄  Amen Ar Sænt An Ave, Maria  ►



An henor a dleer d’ar Sænt, d’oc’h Imageo, d’o Relego.

An henor a rent ar religion d’ar sænt, a so un homaich rentet da grouadurien abalamour ma zint elevet dreist ar re-all. Tri sort henor a renter da Doue ha d’ar Saent.

Da guenta, an henor a Latri, peini a so rentet da ur personaich abalamour d’e excellanç divin hac infinit, ha peini a c’henver Strictamant adoration. An homaich se ne deo dleet nemet da Doue epquen, ha da J. C. evel Doue ha den assambles, ha memes evel den ; rac an natur humen en J, C. a so inseparabl dious e Zivinite.

Ah eil henor a henver a Duli, da lavaret eo un homaich rentet da ur personaich abalamour d’e excellanç crouet, mæs commun d’ar re-all ; hennez eo an henor dleet d’ar Sænt, d’oc’h imageo ; maes n’en deo quet d’an imaich e renter an henor ; d’an hini so represantet dreizàn eo.

An teiret espeç a henor a henver D’hyperduli, peini a renter da ur grouadurez abalamour d’e c’hexcellanç crouet, mæs adimirabl, ha peini ne apparchant nemet outi. Hennez eo an henor a renter d’ar Verc’hes glorius, ha peini ne apparchant nemet outi abalamour d’e c’halite a Vam Doue.

Ar pratiq da henori Croas on Salver, Relego hac Imageo ar Sænt, a deu eus an Ebestel. Test eus a guement se, an Tado santel hac ar C’honcil a Drant, pell da vezàn contrel d’ar c’henta gourc’hemen, henor ar Sænt a so memes commandet dreizàn, pa zeo gouir penaus e c’henoromp Doue dre ar Sæent. Rac n’en deo quet ar c’hoat, ar vein pe materio-all a henoromp, mæs ar re a so represantet dreize. Lacaat a reomp, eme S. Gregoar, croasio ha portret ar Sænt en Iliso, evit bezàn levro ar re ignorant, ha digass dimp oll memoar eus ar Sænt hac eus ar mysterio represantet dre an imageo-se, evit sevel on speret hac on c’halon bete Doue, ha digass dimp desir da imita ar Sænt evit cavet lod eus ho gloar. En un tieguez reglet mad na dleer jamæs mancout da lenn en brezonec buez ar sant evit an deiz varlerc’h. Cavet a rer buez ar Sænt imprimet mad en brezonec, composet a eis cant hanter-cant pa-gen, en sant Briec.

Henori a reomp Relego ar Sænt evel portiono a gorfo santel, pere so bet an templ beo eus ar Speret-Santel. Doue en deus autoriset an henor-se dre gals a viraclo. Mar deo deut mantel ar prophet Eli da separi an dour er Jourden evit rei plaç da dremen d’ar prophet Elisee ; ur vroec clanv aboe pell amser dre ur c’holl gload[sic], da vezan goellaat o touich habit on Salver ; ar sceud a sant Pêr da voellaat dud clanv hac infirm ; ar mouchouer o defoa touchet corf sant Paul da rei ar yec’het ha da chasseal an drouc-speret ; pebes vertu ha pouar n’en defo quet ar rest precius eus a gorfo ar Sænt ? Mempro int a J. C. ha templo ar Speret-Santel. Invoqui a reomp ar Sænt, ar Sænteset, an Ælez, evit obteni dre o sicour hac o c’hintercession ar graço hac ar sicour a bere on deus ezom. Mignonet int da Zoue, goulen a reont evidomp ha guenemp dre J. C. on щæstr divin. Mar on deus afer gant un den puissant eus ar bed, e clesquomp mignonet evit intercedi evidomp ; ha n’en grafemp quet pa zeo question eus on silvidiguez ? Daic’h[sic] surtout, guerc’hes glorius, en em recommandomp. Biscoas den n’en deus o pedet ep santout o protection. C’hui eo on mam ha hini on Salver. Oll deneridiguez ar furra groaguez en quenver o bugale, evel hini ar guella bugale en quenver o mamo, n’en deo netra en comparæson d’o carantez en quenver Jesus, ha da hini Jesus evidoc’h. Sur oc’h pa c’houlennet, na vezet quet refuset. Ouzoc’h e comsàn, gouir servicherien ha gouir servichereset da Vari, c’hui pere oc’h eus santet an effejou eus e gallout, e bolonte, e c’harantez evidoc’h. Hi eo stereden ar mor, mam Jesus, mam memes ar pec’her paour ; rac piou benac a so prest da disesperi voar e silvidiguez, a so sur da vezàn sicouret mar deu d’en em renta dezi. Pedomp eta, henoromp, imitomp ar Sænt, mæs surtout Rouanes ar Sænt hac an Ælez. Hon interest eo, ha piou benac a vanq d’an dever-se, a so deja avancet mad en hent flairius eus ar pec’het hac an impiete. Pedomp bemdeiz Mari ; antreomp en unan benac eus e breuriezo ; pedomp on Æl mad, on patron hac an oll habitantet eus ar gloar. Fixomp alies on daoulagat gant confianç, carantez ha truez voar Groas on Salver. Ar Relego, an Imageo eus ar Sænt, a dle digass dimp memoar da imita o vertuyo.