Mont d’an endalc’had

Amen

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 99-101)
◄  Ar Bater Amen Ar Sænt  ►


Amen.

En fin ar Bater hac ar pedenno-all a leromp Amen. Ar gue-se a so a langaich an Hebreanet, hac a signifi en guirionez, ze so evel-se, en desirout a ràn, quement-se da vezo groet. Er sacrifiç eus an Oferen eo ar Belec a lavar amen goude m’en defe laret ar bobl mæs on delivret a bep drouc. Ar Belec, eme ar C’hatechis eus ar C’honcil a Drant, a lavar ar c’huec’h goulen eus ar Bater, ar bobl ar seizvet, peini so evel an abrege eus ar goulenno eus ar Bater ; ar Belec a respont en hano J. C. a beini e telc’h ar plaç evel mempr ha ministr eus an Ilis, ar guer a amen, evel pa lavarfe d’ar bobl penaus e zint bet ezaucet gant Doue dre vertu ar sacrifiç.

Ar pap Beneat pevarsec en deus accordet indulgeanç en faveur ar beden vocal ha mantal, ha memes en faveur ar re a deuo da disqui d’ar re igporant ar fæçon da bedi.

HISTOAR.

Amalec o velet ar Judevien sortiet eus an Egypt scouis ha tourmantet gant an naon hac ar sec’het, ep armo na guiscamant, en defoe ar grueldet d’o attaqui. E arme a voa crenv hac en nombr bras ; mæs Moyses bepret carguet a gonfianç en Doue a ordrenas da Josue quemeret en toez ar bobl ar re nerzussa ; mont a eure voar ar Menez gant Aaron ha Hur evit pedi ha goulen sicour an env. Discoe a eure penaus ar victoar a depant eus a Doue an armeo. Aaron ha Hur a remercas penaus epad ma telc’he Moyses e ziou-vrec’h goureet, e voa victorius Josue ; mæs ive p’o disquenne o vezàn squis, Amalec a c’honee. Ober a resont da Voyses ase voar ur mæn, hac e soutenjont e divrec’h. Josue en devoe ar victoar. Chetu a-se an ners eus ar beden groet mad. An eaul en em arret dre beden Josue. Ar prophet Eli a bed evit na vezo quet a c’hlao ; sec’ha a ra an douar a Israël epad tri bloas. Ar memes prophet a c’houlen dour, hac ober a ra glao voar ar memes douar punisset dre ar sec’hour hac an defaut. Jacob o c’hevita coler e vreur Esaü, scouis eus an hent, a laca ur mæn dindan e benn, hac a chom cousquet. Neuse e vêl ar squeul mysterius eus a beini ur penn a voa en env, eguile voar an douar. Doue a voa er penn huela ; Ælez a seve hac a disquenne san-cess er squeul. Quement-se a signifi an hast en deus an Ælez da gass on pedenno bete an Env, ha da digass ar graço hac ar c’honsolationo pere on deus goulennet. Pedomp eta a galon vad, goulennet hac e recefot, eme on Salver ; clesquet hac e quefot ; squeit voar an noor, hac e vezo digoret dac’h.