Mont d’an endalc’had

Ar Bater

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 96-99)
◄  Ar Beden Ar Bater Amen  ►


Explication eus ar Bater.

Ar Bater a so hanvet peden an Autro, abalamour ma zeo composet gant on Salver biniguet J. C. Hi eo ar c’haëra eus ar pedenno vocal. Cals a amser ha cals a Scritur a ve red evit explica an escellanç hac ar sans eus ur beden quen precius. Ne rin nemet un abrege bian. An oll a voar penaus e commanç dre rei dimp da anaveout penaus e zomp oll breudeur. Composet eo a seiz goulen.

Dre ar c’hentàn goulen, o hano bezet santifiet, e c’houlennomp ma vezo Doue meulet, hanaveet, henoret, respetet, caret gant an dud voar an douar evel ma zeo en env. Dre-se e c’houlennomp conversion ar bayanet, reunion an heretiquet hac ar schismatiquet gant an Ilis, e mæz a beini eo blasphemet an hano sacr a Doue. Goulen a reomp ar fin eus an oll grimo, conversion an oll bec’herien, ar pratiq eus ar vertu, ar c’hraç da vezan guir vugale da Zoue ha dar avanç oll er perfection gristen.

Dre an eil goulen, o rouantelez deut dimp e c’houlennomp ma vezo Doue hanaveet evit ar mæstr souveren, ha m’en em soumeto an oll gant joa d’e volontez divin ; ma c’haccordo bepret e brotection dan dud just, ma confondo an dud fall, pe ma roio deze ar c’hraç d’en em gonvertissa ; ma teuo ar fe hac an Ilis da vezan anaveet dre ar bed oll, ha pouvoar an drouc speret da vezàn distrujet ; evit ne vezo nemet J. C. rên en on c’halon, peini a raïo dimp un deiz rên gantàn en e c’hloar ; ma teuo J. C. da varn an dud goude bezàn lequeet e ene-miet dindan e dreid. Anfin goulen a reomp digant Doue e c’hraç er bed-man hac e c’hloar er bed-all.

Dre an drede goulen, o polontez bezet groet, e c’houlennomp digant Doue ar c’hraç d’en em soumeti d’e volontez gant quement a affection nac a, garantez evel ar sænt hac an Ælez en env. Doue a difenn ouzimp heuil hon goal banchant, hac a ordren dimp combati ha renonç d’on bolontez. Mar deo conform hon bonlontez da hini Doue, e zomp parfæt. Leromp eta alies : o polontez, ô ma Doue, da vezo groet, ha non pas ma hini.

Dre ar bevare, reit dimp hirie on bara pemdiec, e c’houlennomp digant Doue ar pes so necesser evit on ine hac evit on c’horf. Evel ma zeo ar bara ar pes so necessera evit buez an den, Jesus-Christ dre ar guer-se a disq dimp goulen quement tra so necesser evit ar c’horf quer couls hac evit an in. An nourritur, ar guiscamant, al logeis, chetu a-se ar pes a sel ar c’horf. Comso Doue, graço Doue hac ar gommunion, chetu a-se ar pez a c’houlennomp evit on ine.

Dre ar pempvet goulen, pardonet dimp on offanço, e c’houlennomp ma pardono Doue on pechejo evel ma pardonomp d’on nessàn an offanç en deus groet dimp ; ar pez a so dre ar guer a c’hle, a beini en em servich on Salver. N’en deus den na ell pec’hi, exceptet J. C. hac ar Verc’hes Vari, voar beini, eme S. Augustin, na dleer quet questioni pa ve comset eus ar pec’het, abalamour d’ar galite a vam da Zoue a beini eo bet enoret. Ar re, eme ar memes sant, a ra evel ma zeo dleet ar pempvet goulen eus ar Bater, a ve effacet o fec’hejo veniel ; ha mar deo marvel o fec’hejo, o deus ar c’hraç digant Doue da receo erfad ar sacramant a binigen ha da vezàn pardonet. Ar re a ra ar goulen-se gant cassoni en o c’halon a enep o nessàn, pe gant desir d’en em vengi, na bedont qnet, mæs prononç a reont o setanç ; rac laret da Doue o fardoni evel ma pardonont, eo laret dezàn o c’hondaoni, pa zeo guir ne bardonont quet ; ha J. C. e unàn en deus-àn laret. Ar pardon eta eus ar re o deus on offancet, eo ar gondition a-nez peini n'en domp na pardonet nac exaucet gant Doue.

Dre at c’huec’hvet goulen, na bermetet quet e coëssemp en dentation, e c’houlennomp bezàn preservet dious an dentation pe ar c’hraç d’e zrec’hi. Tenti a signifi alies eprouvi an den ; ar pez a ra Doue evit gout ha nin so fidel ; ar pez a ra Doue dre on afflictiono, ar c’hollo, ar c’hlenvet. Mæs an dentation peini a doug d’ar Pec’het, na deu quet a beurs Doue, ne apparchant nemet ous an diaoul hac e Vinistret voar an douar. Doue na doug den d’ar pec’het ; ur blasphem ve en songeal. An diaoul dre e finesseo, e valiç ; ar bed dre e voal exempl hac e vaximo corrompet, ar c’hicq dre e inclination fall on doug d’ar pec’het ha d’an dentation, ha Doue en permet ; ha dre ur justiç terrubl voar beini an dud na reont quet attantion, e c’habandon aneze d’an desir eus o c’halon ; accordi a ra memes deze er bed-màn pinvidiguez, henor, talant a bere e trouc-usont. Mæs ar bunition eternel a heuillo ar pompo insanset-se.

Bezàn tentet n’en deo quet pec’het. Ar vertu sortiet victorius a so carguet a verit dirac Doue. Na vezo curunet nemet an hini en defo douguet ar victoar. Combatomp eta : Doue ne bermet jamæs e ve tentet an den dreist e ners ; Hon sicour a ra, eme sant Augustin, evit ober ar pez a seblant impossubl dimp, on renta ra victorius dre e c’hraç. En em armomp eta eus ar fe a enep on ennemiet. Mar on deus ar malheur da vezàn trec’het, en em strincomp gant couraich ha confianç etre divrec’h J. C. Ma map, eme ar Speret-Santel, pec’het oc’h-eus-u ? Na bec’het quen, mæs pedet evit o pec’hejo tremenet, evit ma vezint pardonet dac’h. Sign ar Groas epquen groet gant fe, a so suffisant evit chasseal an drouc-speret.

Dre ar seizvet goulen, mæs on dilivret a bep drouc, e c’houlennomp bezàn dilivret a c’hriffo an drouc speret evel eus a bep sort pec’het hac eus ar poanio temporel, ar c’hlenvet, ar brezel, ar vocen, ar famin ha generalamant eus a guement drouc a ouffe aruout guenemp er bed-màn.