Mont d’an endalc’had

An Ave, Maria

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 107-108)


Salud an Æl.

An Ave, Maria, pe salud an Æl a so hanvet er guis-se abalamour ma commanç dre gomso an Æl Gabriel d’ar Verc’hes pa annonças dezi e vise mam d’on Salver. Salud an Æl pe an Ave, Maria, a so composet a deir loden ; a gomso an Æl, a re santes Elisabeth hac a re on mam santel an Ilis.

Dre ar beden-se e veulomp Mari muya ma zeo possubl meuli ur grouadures, en ur lavaret dezi gsnt an Æl penaus eo leun a c’hraç, penaus emàn Doue ganti, hac eo biniguet dreist an oll groaguez. Dre gomso santes Elizabeth e trugarequeomp Doue ; rac en ur lavaret : biniguet eo Jesus ar froez eus ho corf, e trugarequeomp Doue da vezàn roet dimp Jesus dre Vari, brassàn graç a ouffe biquen Doue da ober d’an dud. Anfin en teirvet loden eus an Ave, Maria, e pedomp Mari da intercedi evidomp pec’herien, da gavet truez ouzimp, hac en e c’halite a Vam da Doueda dont d’on sicour en pep amser, mæs ispicial er momet terrubl eus ar maro, en peini satan a redoubl e valiç evit on c’holl.