D’ar guener da greis-deiz e voe staguet Jesus er groas. En deiz voar lerc’h par consequant e voa ar sadorn pe ar sabat, peini a gommance etoues ar Judevien d’ar guener da gus-eaul. An deiz-se a voa hac a so c’hoas un deiz solem evit ar Judevien, pere a c’houlennas hac a obtenas digant Pilat ar bermission da deri diar Jesus hac an daou laër a voa crucifiet gantàn, evit o hachui ma ne voant quet maro, evit ne viget quet obliget d’o lezel er groas deiz ar sabat. Teri a regeont ho diar d’an daou laër, mæs non pas re Jesus peini a voa maro aboue teir heur. Evel-se e voe accomplisset ar figuren hac ar bropheci : Ne derfer quet e esquern. Ur soudard evit gout hac èn voa maro, pe en achui ma ne voa quet, a doullas costez Jesus gant un tol lanç. Sortial a eure eus ar gouli goad ha dour evit represanti ar Sacramancho eus an Ilis, pere o deus oc’h oll ners eus ar goad precius a Jesus, scuillet voar ar groas. Un den pinvidic hanvet Joseph d’Arimathie, a c’houlennas hardiamant hac a obtenas digant Pilat corf Jesus evit en sebelia. Nicodem en sicouras da distaga ar c’horf precius dious ar groas, ha d’en laquat er be en devoa groet er garec, hac en peini ne voa bet enteret den ebet. Neuse e lequesont ur mên bras voar ar be, peini a voe cachedet gant ar Judevien, ha goardet. Mæs Jesus evel m’en devoa àn laret e unan, a resuscitas d’ar Sul vintin, an drede deiz goude e varo. E ine a antreas a nevez en e gorf, ha sortial a eure triomphant eus ar be. Pebes joa ! pebes joa ! Jesus a so resuscitet. S. Paul o scriva d’ar bobl a Gorinthe, ch. 15, a lavar «: Proposi a ràn dac’h, ma breudeur ; an Aviel am eus annoncet oc’h eus recevet, en peini e chomfet fidel ha dre beini e vezet salvet, mar bet fidel dezàn evel m’am eus àn prezeguet d’ac’h, ha mar be ferm ho fe ; rac lavaret am eus dac’h ar pez am eus disquet ma unan, penaus hervez ar Scritur eo maro J. C. evit effaci hon pec’hejo ; penaus eo bet sebeliet, ha penaus hervez ar memes Scritur, eo bet resuscitet tri deiz d’ar goude. En em discoet eo da Cephas, goude d’e unnec Abostol, c’hoas da ouspen pemp cant eus hon breudeur, a bere cals so c’hoas beo, darn all so maro. Anfin goude c’hoas en em discoeas da Jacques ha d’e oll Ebestel ; goude an oll eo en em discoet din-me, an distera eus an Ebestel : na veritàn quet memes an hano-se, rac me am eus persecutet Ilis an Autro Doue. »
N’en deus quet a desteni muy sclær. Cals eus an testo citet gant an Abostol a voa beo en amser ma comse. J. C. a voa en em discoet c’hoas d’ar Vadelen, d’ar groaguez santel, d’an daou disquibl Emmaüs. Ar Scritur a lavar sclær penaus an Ebestel ne voant quet disposet da gridi resurrection ho mæstr. Treti a resont a gontadello ar pez o devoa lavaret deze ar groaguez santel pere a voa bet er be, hac ous pere o devoa comset an Ælez. Ar veich quenta m’en em discoeas Jesus, Thomas a voa absant, ha ne c’houlenne quet cridi ar pez a levere an Ebestel all dezàn ; ret e voa dezàn guelet e unan, ha memes laquaat e viziet en toullo an tacho. Jesus ous en em discoe dezàn a lavaras : Evurus, Thomas, ar re n’o defo quet guelet, mæs o defo credet fermamant. Mæs an Ebestel goude bezàn guelet Jesus resuscitet, en em expose ep aon da bep sort danger ; prezeg a reont en creis Jerusalem resurrection ho mæstr divin. Ober a reont miraclo, soufr a reont ar maro evit souten ar pez a leront.