Jesus goude e resurrection n’en em discoeas, eme S. Pêr, nemet d’an testo choaset gant Doue. N’en em discoeas quet d’an dud impi : ne voant quet dign eus ur faveur quer bras, hâ Doue en devoa bolonte da lezel guenemp ar merit eus hon fe, eme Tertulien, evit e recompansi. Rac ar fe-se n’e dise quet a verit, ma vise bet anavezet gant an oll ep distinction resurrection hon Salver. An den-Doue a chomas daou-uguent deiz goude e resurrection gant e Ebestel ; instrui a eure aneze, formi e Ilis ha sevel en env ar yaou peini a hanvomp Goël an Ascension.
An daou-uguent-vet deiz goude e resurrection, Jesus en em discoeas d’e Ebestel pere a voe assambles er guær a Jerusalem. Lavaret a eure deze penaus en devoa an oll pouvoar en env ha voar an douar ; ordren a eure deze mont dre ar bed evit instrui ha badezi an oll nationo en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Prometi a ra deze an donæson eus ar miraclo quen evite, quen evit ar re a gretse en ho c’homso. Assuri a ra aneze eus e assistanç bete fin ar bed. Digueri a eure o ententamant evit ober deze compren ar Scritur. Prometi a ra deze ar Speret-Santel, commandi a ra deze chom en Jerusalem quen n’o defo-àn recevet. Condui a ra aneze da Vethani, tost da Jerusalem, pignal a ra voar menez Olivet, rei a ra deze e venediction, sevel a ra eus an douar hac antren en ur ouabren, peini en c’houaich ous o daoulagat. Daou Æl, evel daou den guisquet en guen, en em bresant d’an Ebestel hac a lavar deze penaus Jesus peini o defoa guelet o sevel en env, a disquenge c’hoas voar an douar en ur memes fæçon. Chetu ase an triomph eus an natur humen placet en J. C. voar an trôn eus e Dad eternel. Jesus so en env corf hac ine ; bezàn eo hon Redamptor, hon avocat, hon belec, hon pontif, hon victim, hon templ, hon auter, hon tad, hon chef, hon breur, hon sclærigen, hon mæstr, hon doctor, hon prophet, hon abostol, an Æl eus an Testamant nevez, an hent dre beini e tleomp querset, an oôr dre beini e tleomp antren, ar mên corn hac ar fondamant voar behini e zomp batisset, ar voezen eus a beini e zomp ar branco, ar virionez peini a dleomp da heuil ; bezàn eo hon buez, hon bara, hon pastor, hon friet, hon medecin, hon roue, hon barner, hon fe ; quen lies a c’her pe a galite en J. C., quen lies a sujet a admiration hac a veditation evidomp. Anfin Jesus a dle un deiz bezàn hon gloar hac hon evurustet en env ; mæs evit meritout an evurustet se, eo ret dimp imita Jesus voar an douar. Songet en quement se.
Sant Jerom a assur penaus J. o sevel en env a lezas roudjo e dreid voar an douar, pere ne voent jamæs effacet nonobstant ma quemere ar bobl fidel douar ac’hane evit en c’hass d’o zy dre devotion. S. Sulpiç Sever ha S. Paulin a attest ar memes tra.
Doue a eure ur miracl bras pa reas an Impalaëres santes Helena batissa an Ilis caër eus an Ascension er plac a venez Olivet, divoar behini e voa pignet J. C. en env. Falveout a eure d’an artisanet pavei en marb, evel ar rest eus an Ilis, ar plaç en peini e voa chomet roudjo treid J. C. Mæs na voe quet possibl deze en ober. Ar materio en em gave taulet pell dre ur vertu invisibl, hac e voent obliget da lesel ar plaç disolo er Stad m’o devoa àn cavet. Pa voe question da achui an douen eus an llis, na voe quet ive possubl golo ar merq a dreid hon Salver ; en hevelep fæçon ma halle ar bobl consideri dre belec’h e voa pignet en env, en pelec’h e pedàn Doue d’on receo un deiz. Imitomp ar mabic Jesus, Mari ha Joseph. Respectomp comso Doue, hac ho lequeomp en pratiq. trugarequeomp Jesus eus ar maro cruel en deus soufret evidomp ; rentomp dezàn carantez evit carantez ; bezomp horreur evit ar pec’het peini a so bet caus d’e varo ; unissomp hon poanio gant e re ; dougomp croas J.C. ; en em rejouissomp eus e resurrection, ha huanadomp alies etrese ar barados. Amen.