Ar Milan clàn.

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
◄   Al Leön hac ar Raz. Ar Milan clàn. Ar Guennily hac al Laboucet.   ►



FABL 17.


Ar Milan clàn.


Ar milan clàn var e voele
A bede e vam ma c’haje
Da bedi’n doueo evitàn,
Pa voa ar maro tost deàn.
O ! emezi, ne esper qet
E vez gant hini sicouret :
Te c’heus polluet ho auterio
Hac alies ho sacrifiço.

Sans moral.


Entre-omp en prosperite.
E cleomp sonjal en Doue,
Ha guel a ze e raïo van
Da sicour ac’hanomp er boan.
Hac an dud eur memeus tra
Araug ezom clascq ent d’an dra.


————