Al Leön hac ar Raz.

Eus Wikimammenn
◄   An Azen hac ar C’hy. Al Leön hac ar Raz. Ar Milan clàn.   ►



FABL 16.


Al Leön hac ar Raz.


Eul Leön voa en creis an ànv,
Scuis o redec ha tom deàn,
Ma voa en dis-eol gourveet
Da zisquisa ha da gousqet ;
Cals a razet a dremene
Dreist e daillier, ne voye doare.
A la fin e santas unan ;
Gand e droad a dapas buan.
Ar raz a c’houlen e bue
Hac evellen a lavare :
Mèn n’en don qet dign, emezi,
Deus a unan qen nobl a c’hui,
Da zonet d’en em goleri
Ha neubeutoc’h c’hoas d’am dibri.
Neuse al leön, pa ra memor,
Ne guev qet en dije enor,
Hac evit caout e affer scler
A losqas quit e brisonier.
Or, eur pennadic goude ze,
Pa voa dre ar c’hoat o vale,
E queas en toez ar c’herden
Na ne aille q’et en em denn :
Galloud avoalc’h evit yudal
Ha non pas evit sortial.
Ar raz anezàn pa glevas,
Deus e voez en anaveas

Hac a yez ractal da voelet
Petra voa gantàn c’hoarveet.
Pa voa aru en e gichen
Ha conzideret ar gorden :
Chomet aze, emei, ep stourm
Ha mèn a ya da droc’ha ’r c’houlm.
Ma roing anezàn gant e beg,
Ha cetu al leön dilivret.

Sans moral.


Ar fabl a zisque scler ha ned
D’ar re binviq ha galloudec
Da veza douç, trugaresus,
Rac ne vent ive malevrus.
Herve ma zê an traou humen
Sujet da vea incerten,
E rencqer caout lies sicour
Digant ar re vian ha paour,
Hac e cleer cavet morc’het
Oc’h ober noaz da zen ebet.
An nep d’e nessa a ra noaz,
Evit qement-ze ne ra qaz,
Certenamant n’en dê qet fur
Pa ne gemer displijadur.
Vic bea bremàn puissant
Ec’h aru e ve nec’hamant,
Rac ar re vrassa rouane
O deve ezom amitie,
Hac o deus aon rac ar goler
Deus ar re vian ha dister.