Ar Hent en Hadour/Chapistr 8

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   LODEN VII LODEN VIII LODEN IX   ►

LODEN VIII
――

En Aviél.Er Mestr e laras hoah : « Doh più é ma hanval en dud ag en amzér-men ? Doh bugalé, azéet ar er paùér hag e gri en eil d’égilé :

Sonnet hun es t’oh get flaouitteu.

Ha ne hues chet krollet.
Kañnet hun es t’oh guerzenneu glaharus,

Ha ne hues chet ouilet. »

————


Er ré e hoari ér loden-ma :

JÉSUS, IEHANN, JUDAS, SIMON-PIÈR,

en apostoled aral, er vugalé, er mammeu.
Er mammeu e zou klutet, duhont ha dumen ; er vugalé e hoari.

ER VUGALÉ, d’er mammeu.
Ni hun es soñnet soñnenneu bourus,
Ne hues chet hoarhet.
Ni hun es laret treu melkonius,

Ne hues chet ouilet.


LOD ag er vugalé.
É ta er blei, é ta, é ta !




RÉRAL

Émen é ma, émen é ma ?

Er ré getan
É ma duhont, é ma duma !
A ! A ! A !

Ridek e hrant èl érauk er blei, mes ind e za kentéh éndro hag e gan, peb unan é lakat é vreh endro de houg é vam.

Honnen é me mam, er vam e garan
Er muian ér bed.

Hi e zihuennou doh er blei fallan

Hé mabig karet.


E ta er blei, é ta é ta !…

Èl ihuéloh.


Epad en amzér-sé, Iehann e zibouk ar unan ag en tréatreu bihan.

IEHANN

Fé, soéhus é men dint é chikañnal dalbéh
Eit gout più en devou un dé er hetan léh
En hur mesk.

Jésus e zisoh, en apostoled aral en dro dehon.


EN APOSTOLED

En hur mesk.Più é, Mestr ?
Unan ag er vugalé e zou deit, en ur ridek, ag en téatr kreis ar en téatr bihan hag ean um gav dirak Jésus.




JÉSUS

En hur mesk. Più é, Mestr ?A ! Chetu !…

D’er hroèdur, en ur lakat é zorn arnehon.


En hur mesk. Più é, Mestr ? A ! Chetu !…Me hroèdur,
Ne zoujes chet, n’ha pou droug erbet de andur.
Tosta.
D’en apostoled.
Tosta.E guirioné, mar chomet èl men doh,
Ne vou ket léh erbet ér baradouiz eidoh.
En nemb um hroei bihan èl er hroèdurig-ma
Hannéh e vou én nean er hetan anoh ; ia,
Er bihannan e zou amen en ihuélan.

Mont e hrant ol ar en téatr-kreis.


JUDAS, en ur vonet arlerh er réral.

Hañni ne houlen ket più vou en devéhan !

Epad men dint é trezein ag ur léh d’en aral kleuein e hrér :


{{Kreizañ|ER GANNERION
Più é hanneh e za get doustér aben d’oh,
O bugalé ?
Più é hanneh e za, get splandér en é vroh ?
Jésus é.

Er mammeu e saù. Er vugalé e za get hirèh én arben de Jésus : ind er groñn.


EN APOSTOLED

A ! nag a vugalé ! Petra e hret ? Pelleit !

SIMON-PIÈR

Kenteh ma hun guélant é mant étré hun treid.




JÉSUS

Lausket ind de dostat, rak, m’er lar hoah ur huéh,
En nean e vou dehé.

SIMON-PIÈR

En nean e vou dehé.Ret é plégein dalbéh !

ER MAMMEU

Beniget ind, Jésus.

JÉSUS

Beniget ind, Jésus.Mem bénoh arnehé
Hag arnoh hui !… Maleur d’en nemb e glaskehé
Skandalizein unan ag er ré-men e gred
Énnan ! — Guel e vehé dehon, er meliget !
Bout taulet ér mor don get ur mén doh é houg !
Mem bénoh arnoh rah hag ar er ré hou toug !
De unan ag er vugalé.
Mes té, ne dostes chet ?

ER VUGALÉ aral.

Mes té, ne dostes chet ?Nen des chet anehon
Mam erbet. — Nann. — Droug en des d’é galon.
Hoand en des.

JÉSUS

Hoand en des.M’em es mé, me mignon, ur bara
Ha nen des hoah hañni tanoeit ar en doar-ma.
Er bara-sé, en ol en dèbrou, memb er ré
E zou bihan èloh — ha nañnet èlousté. —
Hag er ré en dèbrou, jamés ne varùeint mui.
M’er rei d’oh, bugalé, d’en éled ha d’oh hui.

ER GANNERION
Er bara kriù, er bara glan… etc.

En tenneris e goéh.