――
En Aviél. — Ur huéh ma oé Jésus ar vor, get é apostoled, ur gohad fal amzér e saùas en un taul ; kornal e hré en aùèl ; er mor e houlenné ; strimpein e hré en deur adrest er vag, ha Jésus e oè kousket. Skontein e hré en apostoled muioh mui ; ne hellent ket mui harz ; ind en dihousk enta hag e huch a bouiz ou fen : « É hamb de gol. » — Jésus e reskond : « A betra e hues hui èun, tud a fé distér ? » Nezé, ean e saù, ean e daul ur sel tro-ha-tro ; ha taùein e hra kentéh en aùél hag er mor.
Epad er loden-man en hoari um zalh ar vord er len hag ar er len hi-memb, tostiktra de Gafarnaüm.
Na peger kriù é hueh en aùél !
Sellet ta
Er vag vihan ker pèl duhont !
Tostat e hra
Elkent.
Pas goal fonabl !
Hi e goéh marahuéh
Ken don ma n’hé guélér ket mui.
Ou devou béh,
Me gred, doh um dennein ag en taul bouillard-sé.
Più rah e zou abarh ?
Più ? Mabed Zébédé
Hempkin get ré Jonas.
Sel ta ! Pellat e hrant !
Peurkeh tud ! Kollet int !
Ker kaer e oé tuchant !
Chonjet ou des merhat é vehé bet chomet
En amzér èl ma oé.
Difariet int bet !
O men Doué, peger bean é tostant ind brema !
Kollet int, sur erhoalh !
A ! Men Doué, pesort tra
Blaoahus !
A !… Boutzou,… tuchant n’er guélemb ket,
É kreis er vag, sel ta, unan benak kousket.
Kousket !… Pe gorn er mor en dro dehé, prest-kaer
D’ou lonkein !
M’er guél mat.
Fari e hres, me merh.
Pas, me huél er réral doh en dihousk.
Simon
En des lausket é ruan hag e stoui dirakton.
Chetu ean en é saù.
Er Mestr é, Soara.
En hani en des reit er iehed t’ein.
Petra !
É ma Jésus geté !
Chetu ean é asten
É zivréh, é zehorn ar houlenneu er len.
A ! Mirakl !
Salvet int !
Ur gonz en des laret
Hag er mor digabestr en des kentéh taùet !
Épad ma konzent ar unan ag en téatreu bihan, guélet e hrér ar en téatr-kreis mirakl er bouillard.
Doh é gonz gelloudek er mor en des sentet.
Revou eit birhuikin mélet,
Rak er Mestr é, er Mestr hemp par,
E lak de daùein èl ma kar
Er mor, er gurum, en aùél.
Revou mélet, a voéh ihuél,
En tenneris e goéh.