Ar Grougaden

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 57-58)



AR GROUGADEN


————


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.

II


Eur peul a vezo va bezik,
Va lochennik,
Va liorzik,
Begig ar vran eo a m’ dispenno ;
Prenv an arched,
Na m’ debro ket,
Begig ar vran eo a m’ dispenno
Keit ha me zistribillo.


III


Var va fenn eur volz steredennuz,
Ken lugernuz,
Ker peoc’huz,
Dindan e savo glasderennou,
Heol a baro,
Gliz a gouezo,
Dindan e savo glasderennou
Ha bleun etouez an deliou.


IV


Ha pa luskellot din va c’havel,
Avel izel,
Avel uhel,
Me a vransello va relegou
Du-ma, du-ze,
A bep koste,
Me a vransello va relegou
Dizamm a vein ar beziou.