Mont d’an endalc’had

An Ti Soul

Eus Wikimammenn
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 53-56)



AN TI SOUL


————


Air : Combien j’ai douce souvenance.


{
    \clef treble
    \key d\minor
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 9/8
    \partial 8*3
 g'8 f'8 g'8 \time 6/8
 | a'4 c''8 c''4 bes'8 | \break
 \time 9/8
 a'4. g'4 r8  g'8 f'8 g'8 |
 \time 6/8
 a'4 c''8 c''4 bes'8 | \break
 \time 9/8
 a'4. g'4 r8 g'8 g'8 g'8 | \break
 g'4 a'16 [ g'16 ] f'4 g'8 a'4 g'8 | \break
 f'4. c'4 r8  g'8 g'8 g'8 | \break
 g'4 a'16 [ g'16 ] f'4 g'8 a'8 c''8 ( bes'16 [ g'16) ] | f'4. ~  f'4 r4  r4  \bar "|."
}
\addlyrics {
Ti soul, gar -- lan -- te -- zet a c’hlas -- vez
Leac’h ma meus bet en han ar vu -- ez,
Ar guel a -- c’ha -- not d’in a ro
le -- ve -- nez,
E’ not va spe -- red a zoun -- jo,
At -- o.
}
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 80 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }


AN TI SOUL


————
I


Ti soul, garlantezet a c’hlasvez,
Leac’h ma ’meuz bet e’nhan ar vuez,
Ar guel ac’hanot d’in a ro
Levenez,
E’n-ot va spered a sounjo,
Ato.


II


Bemdez, me ’zounjo ’n da goulmik venn,
Ker koant he flunv, ker seder he fenn,
O c’hournijal iskuit ha flour
Dreist al lenn,
Pe ho para var mellezour
An dour.


III


Bemdez me ’zounjo ’r guinizou,
O rodella var an douarou,
Evel ar mor braz pa zired,
A ruillou,
A bign a gil bep eil kammed,
Bepred.


IV


Bemdez, me ’zounjo e’n nosveziou
Ker splamm, ken didrous var ar meziou
Pa dro ’l loar var bordik e c’hant,
En Envou,
Evel eur bladen olifant
Ker koant.


V


Bemdez, me ’zounjo ’n heol mintiniad,
Ker fresk he dal, ker lemm he lagad,
Gant he sklerijen perlezet
Glis ar prad,
Hag hen var goumoul alaouret
Douget.


VI


Bemdez, pa zaio ’n heol da guzet
Me ’zounjo kerkent e’l baboused
A gan evel ogroigou
Benniget,
Lod e’r guez, lod var bojennou
’R c’hleuziou.


VII


Piou a rento d’in va lochennik,
Kel laouen var beg e zorgennik,
Ledet iliao hed he zoen
Ker braoik,
Ha dirazhi eur c’hlasderen.
Raden.


VIII


Gant paourentez me ’ ioa plnvidik,
Rak ne rean forz pegen nebeudik :
Va c’haloun a gave bepred,
Em lochik,
Kement a meuz muia karet
E’r bed.


IX


Kaout a rean eun tad karantezuz,
Eur vamm dener ha madelezuz,
Ear pur, glasder, plijaduriou
Dibec’huz,
Heol e’n anv e’r goan tantajou
Delliou.


X


Euruz ’n nep a vev var ar meaziou
Pell deus trous ha disurz ar c’heariou
Ma c’hanavesfent hed-ha-hed
Ho madou,
Mez da galz me ’ vel ho speret
Dallet.


————