Mont d’an endalc’had

Ar Goz-Amzer

Eus Wikimammenn
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 81-82)



Ar Goz-Amzer
————



\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative c' {
        \clef treble
        \key a \minor
        \time 2/4
        %        \set melismaBusyProperties = #'()
        \override Rest #'style = #'classical
        \tempo \markup { \italic { Andantino (quasi andante)} }
d8 e f g | a4 a | b8 c a g | \time 3/4 b4 a r8 g | \break
\time 2/4 e4 f8 g | a4 d,8 e |f ([g]) a f | \break
\time 3/4 d4 e r8 f | \time 2/4 g ([a]) f d | \time 3/4 c4 d ~ d8 r \bar "|."
      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
     \override LyricText #'font-shape = #'italic
Man -- tel ar goz -- am -- zer war ar bed a dis -- ken,
Ar c’hoad en deus gwis -- ket e zil -- had aour me -- len,
E zil -- had aour me -- len.
    }
  >>
  \layout { 
    indent = #00
       line-width = #130
    %  ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}



Mantel ar goz-amzer war ar bed a zisken, (diou wech)
Ar c’hoat en deus gwisket e zilhad aour melen. (diou wech)

Ar winidel digar ’ zo nijet da bell-bro,
Lapoused Breiz a gan o diwean zonio.

Prestik an avel-yud a deuio, gant kounnar,
Da zistag, hep true, pep delien diouz he barr.

Dirak ar gouanv kalet, joa ar maeziou a dec’h,
Mes kalon ar Breizad ’ zo laouen ha dinec’h.

Serret mat eo an est ha klozet er zolier,
Bara war ar planken, kig-sal ouz an treustier.

Glevet ket er c’harti c’hoarzadeg ha zoniou,
Paotred o c’houitellat ’n eur valan avalou ?


Diouvrec’h krenv ha nerzus a stard war an dorchen,
Ar jistr en eur drouzal a ruilh er variken.

Na brao e vo bemnoz, ’tal an tân, klozet mad,
’N eur dibri kistin tomm, evet eur skudellad.

Pegen drant eo tremen nozveziou hirr ar gouan,
Luskellet, ’n eun ti zoul, gant trouz ar c’harr nean !

Ar vugale youstan, war vord o gweleou,
Yann-grenn ’n eur c’hornig kloz, ’tal pôtr ar marvailhou.

Skabel ar vignoned renket er plas kentan,
An avel o trouzal hag ar skrilh o kanan…

Leur an ti goloet gand plouz ar ruskennou,
Ar merc’hed o c’hourdrouz pôtred ar sklabeou.

Hag ar skullad jistr tom, mammenn al levenez,
Oc’h ober, hep ehan, tro ar gompagnunez.

Setu perak e trid kalon al labourer,
Pa wel an del melen o nijal dre an êr.

Peb amzer, war ar mêz, an eus e levenez,
En Breiz n’eus ket a lec’h ’vit an dristidigez.