’Tal he frenest, eur glanvourez,
Gwen, dinerzet ha kasti,
’N he foan hep frealzidigez
’Deue stank da hirvoudi ;
Eun devez a nevez-amzer,
Eun evn, eur winidel dener,
Dindan korn he frenestrig,
’Deuas d’ober he neizig.
Diskan :
Hag ar plac’hig, eüruz meurbed,
D’al lapousig glas, laouen, a lare :
— Ganit e teuy d’in ar yec’hed,
Gwenidelig koant, ma c’harante !
Bemde, goude, gant levenez,
’Tal he frenestr, ar plac’hig
’Deue da welt an evnig kez
O sevel e neiziadig ;
Richan ar wenili dener
Ha douster an nevez-amzer
’N he c’halonig a zile
Ar spi, ar joa, ar vuhe !
Diskan :
Hag ar plac’hig, evurus meurbed,
D’al lapousig glas, laouen, a lare :
— Ganit e teuy d’in ar yec’hed,
Gwenidelig koant, ma c’harante !
Bep hanv, gant ar c’hentan bleuniou,
E teue al lapousig
Da zevel e evnedigou
Dindan prenestr ar plac’hig ;
Ha, pa deue an amzer gri
D’ober d’ean kimiadi,
Nag a c’hlac’har, a zaero
A heuilhe ar c’henavo…
Diskan :
Ar plac’hig ankeniet meurbed,
D’he lapousig glas a lare neuze :
— Kenavo… ha gant ar yec’hed,
Deus endro buhan, ma c’harante.
Mes, eur goanv kalet ha garo,
Ar plac’hig paour dinerzet,
Ouz falc’h didrue an Anko
Stourm, allaz, nan hallas ket ;
Ha, pa deuas ar winidel,
An hanv goude, da Vreiz-Izel,
En kichen ar prenestrig,
Ne gavas ken ar plac’hig...
Diskan :
Ha ’tal ar prenestr dilezet
An evnig mantret, klemmus a gane :
— Plahig kez, deus c’hoaz da welet
Ar wenidel goant, da garante !
|