Mont d’an endalc’had

Ar Gosni o tostaat

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 451-452)



AR GOSNI O TOSTAAT.
————

An oad a deu, discar a rez,
Mil dra hen lavar dit, den kez.
An doen laket d’as golo
A zo touilet gant ar glao ;
Caer ac’h eus dresa, penseillat,
Fall ato tachad pe dachad.
Ne veler mui fresk da liou
Da iaouankis zo eat ebiou.
Da dal gant ridou zo griet,
Da zrem oll dishenvelebet ;
Da bennad bleo, du pe velen,
A rea d’as penn eur gurunen ;
Brema int gris, guenn marteze,
Nemet ho c’hollet e pefe,
Ha na ve deut hirio da benn,
Ker moal evel eun irvinen.
Evelse bep bloaz e veler,
Ar guez, glaz en nevez amzer,
Ar goanv calet dre ma tosta,
A losk ho deliou da goeza.
Da himor vad a zo troet ;
Guechall e voas laouen bepret,
Hirio da benn a zo tenval
Ne rez mui nemet guidreal,
Ha ne ket souez, rak tra pe dra,
Zo dalc’h mad oc’h da zieza.
Vi pe labous ato bemdez ;
Deac’h oa crog enhout al laerez,
Hirio ’ma’r rem oc’h da voasca,
Varc’hoaz e teui’r paz d’as crigna ;
Er mintin-ma e poa beriou,
Eber, poan galon ha bilou.
Pa zez en hent, ar ber halan,
A ia d’as c’heul buan ha buan,
Ha pa chomez ep trevelli
Ema cropet da izili.
Tenval ez eo deut da velet,
Da ziscouarn zo anter stanket,
Da zaouarn zo ampafalek,
Ha da zivesker gravazek ;
Da vlas zoken a zo troet,
Ar pez a voa kent da vouet
Evidout brema zo c’hoero ;
Gant eun netra out skuis maro.
Crom eo da chouk, ha me lavar,
Dre ma sellez oc’h an douar,
Emaout o clask an ardemez
Euz al leac’h ma touili da vez.
— Oh ! a leverez, me voar vad
Ema ar gosni o tostaat !
— Te hen lavar, mes te her c’hred ?
Aoun braz am eus ne rafez ket.
Ouz ar gosni, mar dout maouez,
A bep seurt louzou a glaskez ;

Var da zivoc’h eun tamik ruz,
Eun tamik fard laket dre guz ;
Dillad nevez ervez ar c’his
Fichetoc’h ’vit re’r iaouankis ;
Eur bale reud, eur min laouen,
Ar c’hoars bepred var da vourren ;
Carout a rafez tremen c’hoas
Evit eur verc’h a ugent vloas ;
En da c’heus n’eus nemet daou zant
Hag e credez beza plac’h coant !
Mar dout goas, cleo, setu ama
E petra e sonjez brema :
Red eo din creski va leve,
Ma c’hellin rei d’am bugale,
Ar goulou ha peb a atant,
Ha caout c’hoaz avoalc’h a arc’hant
Evit beva ervez va giz.
Mar d’eo collet va iaouankiz,
Ganhen va nerz ha va iec’het
Bete vrema a zo chomet,
Hag e c’hellan c’hoas pell-amzer,
Beva dinec’h ha dibreder.
Ha perak ne lacafet ket c’hoas
Eur gark bennak var va discoas ?
Fanch a zo Mear, Ian tenzorier,
Hag ho daou ne dint em c’henver
Nemet daou beul, diou banezen,
Em godellou ho lacafen.
— Dalc’h-ta, penn guenn, gra da fouge,
Mes lavar din, euz da ene
Ne glevan ket eur ger ganez !
Credabl enhi tam ne zonjez.
Ha gouscoude pa vo laket
Da gorf paour da voueta’r prenvet,
Petra chomo eus da gargou,
Eus da zanvez, eus da vadou ?
Da ene paour en eur grena
D’ar barner a ranco renta
Cont eus da vuez oll penn da benn,
Seul gosoc’h out, seulvui vo tenn.
Taol evez mad, rag ep dale
E tigouezo sur kementse.
Ar plench da ober da arched,
A zo a vrema eskennet,
Ar c’halvez, an touller beziou
A zo o c’hortoz ar c’helou
D’en em lacat a zoare
D’ober da ziveza guele ;
Ha neuze da heritourien
A zo pell a zo o c’houlen
Ha te a ve Mathuzalem ?
Mall o deus da glevet cana ar Requiem

————