Ar Vosen var ar Chatal

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An anevalet clan gat ar vocenn ha Ar vosen war al loened.

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 452-453)



Ar Vosen var ar Chatal
————

Eun droug a laca da grena
Kement a glev komz anezha,
Eur c’hlenved skrijus, eur voalen
Heuillet ato gant an anken,
Goest mad, en eun devez pe zaou
Da garga puns braz an Ankou,
(An Env a ioa, en he gounnar
O rei eur freillad d’an douar
Abalamour d’ar mil bec’het
Ma voa bemdez gantho saotret ;)
Ar vosen, p’eo red he henvel,
A rea d’al loened ar brezel.
Oll gant an Ankou ne deant ket,
Oll avad oant ganthan taget.
Al loened, don ha gouez,
A ioa strafuil en ho zouez.
Saouzanet oll en ho estlam
Ne redent mui da glask ho zam
Guillou a leze ar meot
Da douza dizaoun ho geot ;
Alanik var dro glud ar ier
En doa dizonjet he vicher,
An durzunel, pell dioc’h he far,
A roucounelle he glac’har.
Mui e nep leac’h na carantez
Na plijadur, na levenez.
Al Leon a gemen tro var dro
Da gement loen a zo er vro
Dont d’al lezvarn ’vije dalc’het
En he lez d’an dervez merket.
Pa voa digouezet ar vanden,
Al leon a gomzas evelen :
« Gouzout a rit, va mignoned
« Eun nebeut zo omp goal scoet ;
« Hon torfejou, na petra ta,
« A laca’n Env d’hor bazata,

« Guelomp eta ep damanti
« An droug en deus great pephini
« Rak dlet e ve d’ar c’hablusa,
« D’ar falla, d’ar pec’her brasa,
« Rei hag he gik hag he groc’hen
« Evit stanca ginou’r vosen.
« Guechall, dioc’h ma’m eus clevet
« Ne vanke morse al loenet
« Pa zigoueze eur bar encrez
« Eur reus bennag en ho zouez
« Da gas da vervel oc’h ar grouk
« An torfetour kiriek d’an drouk.
« Evidon-me, loen goal naounek
« Am eus lonket chatal cornek,
« Meot, denved hag oanet
« Dioc’h an dousen am eus choket ;
« Eun dro bennak zoken dre laer
« Em eus debret ar mesaer.
« Petra o doa great din ? Netra,
« Hen anzao a rankan brema.
« Me roi-ta va buez mar bez red
« Araog avad, e tle, me gred,
« Dont ama ive pep unan
« D’anzao he vest-taoliou craban.
« Rag, ervez lezennou pep bro
« D’ar falla eo mont d’ar maro. »
« Aotrou, c’hui zo re vad Roue
« Eme Dom Lan dezhan neuze ;
« Petra ? e safe deoc’h morc’hed,
« Dre m’oc’h eus choket cals denved ?
« Denved, pennou brell ha diot
« N’ouzont nemet touza geot,
« Ha lavaret beb en amzer
« Bê, bê e creiz ho lanneier !
« Eun henor bras zoken o doue
« Pa vouent choket gant dent ho Roue. »
Setu aze comzou Dom Lan
A voue meulet gant pep unan.
An tigr, an ours hag ar bleis
Hag ezac’h braz-all aleis,
A zachas gantho ho bragez
Diroufen brao ha disclabez.
Ar chas kiger, ar chas tropel,
Ha loened all boas dioc’h brezel
Hir ho skilfou ha lem ho dent
A dremenaz oll evit sænt.
Pa voa deut he dro, an azen
A chiffronellaz evelen :
« Dont a ra brema da zonch din
« Edon eun dervez da vintin
« En hent o vonet e beach,
« N’ouzon ket avad da beleac’h ;
« Ma tigouezaz din beachi
« A dreus foenneg ar Maneti.
« Edon var iun, ha naoun am boa
« Al leac’h, distro evel ma voa,
« Ar peuri drus, ha me a gred
« Goal vroudet gant an drouk-spered
« E touziz eno a c’heod
« Anter ledander va zeod ;
« Vardro eun anter ginaouad.
« Guir n’emoa ket pa lirin mad. »
D’ar c’homzou-ze e sao raktal
Bres ha sklang etouez ar chatal.
Eur bleis cos, bet var ar studi
E kermeaz, e penn ar c’hardi,
A zistag eun tam prezegen
Evit diskuez eo an azen
Ar c’hacouz, an hir scouarnek
A zo bet d’ann oll drouk kiriek.
Neuze an oll a ra safar
A scrign ho dent hag a lavar :
« Arao ! arao ! d’ar grouk ! d’ar grouk
« Dle an oll loened var he chouk !
« Al laer ! dibri geot an estren,
« Ne ket souez m’eo deut ar vosen.
Oc’h ar gorden ar rouzik keas
Dle an oll chatal a baeas.
Setu penauz e vam ar bed ;
Ar virionez, al lealded
Ne dint tam dioc’h he zoare
Ar vertuz a gaf amzere.
Mar d’oc’h pinvidik, galloudus
Ne viot cavet morse cablus ;
’Mar d’oc’h avad paour ha displet
Vit eun netra ’viot condaonet.

————