Ar C’houeriad

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 450-451)



Ar C’houeriad.
————

Divar ar min den ne varnit,
Eun ali mad mar hen heuillit ;
Mes ne deo mui eun dra nevez
Ha n’hen heuiller ket aliez.
Eul logoden, e defot guell,
A roas deomp guech all kentel ;
Mes hirio e vezo couer
A zervicho d’an oll da skuer.
Eun Impalaer deomp hen diskuez,
’Vel eun ours eus ar c’his nevez ;
Var he elgez eur varo deo ;
He gorf oll goloet a vleo ;
Eun ours lezel ep soursi tam
Na lipet morse gant he vam.
Lagat du dindan he valven ;
Sell a dreuz enep he vourren ;
Fri tort, muzel camed kar,
Gouris cors avalou douar ;
Setu’r c’hanfart a voue casset
Da Rom aberz ar vretoned ;
Ar Romanistet d’ar c’houls-se
Eleac’h ma cavent a groge,
Gant biziet cam en dra c’hellent
Aour hag arc’hant a rastellent.
Ar C’hannad, goude he zivisc-tog
A goms outho gant he vouez rog :
« Tud fur a Rom, tud diazez,
Brudet dre ho tescadurez,
Me a bed an Env da genta
Da rei sicour din en de ma,
Ha da viret ous va zeod
Na lavaro netra diot.
Ep gras Doue, en hor speret
Ne deus nemet dislealdet,
Ep-d-hi ne reomp nemet faziou,
A gemense ni zo testou,
Ni pere zo hirio touzet
Gant filc’hier ar Romanistet ;
Hon dizurziou, na petra-ta
A laca Rom d’hon displua.
Romanistet, lakit evez
Na deufe’r Mest bras eun devez
Da gas al lenv, an dienez
Euz hor bro-ni en ho touez.
O lacat etre hon daouarn
D’hon tro an dir hag an houarn
Gant pere e teuit d’hor gouarn.
Diouallit na veac’h-hu barnet
Da veza dindannomp-ni sclavet.
Perag omp-ni sclavet deoc’h-hu ?
Me garre’r vad cievet eun tu,
Perag e talfac’h-hu hirroc’h
Eget tud all cant guech guelloc’h ?
Piou en deus guir deoc’h-hu roet
Da veza mistri d’an oll bed ?
Perag dont da glasc aloubi
Tud divlam, didrouz en ho zi ?
Petra zeskit deomp-ni a vad !
Ni so calet ha dornet mad ;
Hor parkeier a labouremp ;
Tailla coat ha mein a vouiemp ;
Ha ma vijemp bet mac’herien
Eveldoc’h-hu ha crignerien,
E vijemp deoc’h hirio mistri,
Hag ho renjemp ep crisderi.
Evidoc’h-hu, ho cannadet
So bet ker criz en hon andret,
N’eller he zonjal ep scrija ;
D’hoc’h aoteriou zoken e ra
Ho falloni cals dismegans,
Rag gouzout a rit, e mischans,
E par lagad Doue varnoc’h ;
Ha petra vel-hen ganeoc’h ?
Goal skueriou, pep seurt traou euzus,
Falloni, viltansou flerius ;
Disprijans ’vit an ilizou,
Ar gounnar da scrabat madou.
Nep a zigassit d’hon lonca,
Ne deus netra guest d’ho c’harga ;
Frouez an douar ha poan an den,
Zo re nebeut d’unan epken.
Cassit-hi kuit ; ne fell deomp mui
Destum eost ’vit an seurt bleizi.
Goulounder a reomp ar c’heriou,

Tec’het a reomp d’ar meneziou.
Hor priejou a zilezomp
Etouez loenet gouez e vevomp.
Ar galon brema n’hon eus ket
Da lacat bugale er bed,
Ha da garga a dud eur vro
So sunet ganeoc’h er veo.
Ar re zo e buez ganeomp,
Ho guelet maro a fell deomp.
Goassa so, ho couarnerien
Hon desk da veza muntrerien ;
N’ho deus nemet fallagriez
Da ziskuez deomp ha follentez.
Eveldo prest ar vretoned
Laeron, ep mar, a ve guelet.
Rag setu kement a velan,
E Rom beptu dre ma kerzan.
Ma n’oc’h eus ket aour da brofi,
Na mantei scarleg da rei,
Bouzar vezo ar varnerien,
Dilavar vezo al lezen,
Nep en do izom anezo
Labour gortoz en devezo.
Re zeac’h, m’oar vad, em eus comzet,
Ha pell zo oun deoc’h displijet ;
Tevel a ran ; roit ar maro
D’an nep en em glem ker garo. »
Neuze va c’houer, ed he lanchen
Var an douar en em asten ;
Ha pep unan voa souezet
Pa voa ’r c’houeriat gourvezet
O velet da eun den gouez
Kement a speret, a furnez.
Nobl e voue great, ha setu’n droug
A dennas he goms var he choug.
Gouarnerien a voue chenchet
Dre scrit var baper oue laket
Dre urs ar Senet penn da benn
Evel pez caer he brezegen,
Evit ma serviche da skuer
Var he lerc’h da bep prezeger.
Mes e Rom ne badas ket pell
Ar c’hiz da goms ken didroel.

————