Didostaed, tudo iaouank, ha klevfed kanan
Eur chanson divertisant zo gret ’vid ar-blaman,
A zo gret d’eunn den iaouank, eur filoufer fin ;
Ma intented eur farserez, ze rai d’ec’h c’hoarsin.
Arabad vo’ta, tud iaouank, sellet diout-han :
Kalz ha re a filouterien ve dre ar vro-man ;
Hag evit rai zur da intend d’ann oll hostijen,
Na daiont ket da rai reput d’ar filouterien.
Ann den-man oa den pinvidik, eunn den a feson,
A gredan a oa ginidik demeuz a Leon.
O vean e ger re vaget, (meur a hini zo),
’Neva laket’n he fantazi mond da vale bro ;
Laket ’n euz ’n he fantazi mond da boursu he chans ;
Kas ra gant-han aour hag arc’hant ’barz ann abondans.
En Montroulez hag en Gwengamp, en Treger e bet,
’Barz en Dinam, en Sant-Malo hag en Sant-Briek ;
Ac’hane e deu da Bariz ar filouter fin,
Hag ar ialc’h a deu da blada souden alafin.
Ac’hane e deuaz neuze d’ar ger a Raon,
Hag eno e manket d’ehan he brovizion.
C’hoaz en eva efronteri da c’houlenn lojan
Ebarz en eunn hosteleri, n’oa diner gant han.
En em antren ebarz ann ti, en den brao gwisket :
C’hoant em euz, ’me-han, ma hostiz, da vean lojet ;
C’hoant em euz da vean lojet en ti-man fenoz,
Hag eur banac’h gwin da eva ebarz em repoz. —
Ann hostiz prest d’hen dizervijin d’ehan ’n euz laret ;
— Antreed eta, den iaouank, lojet a veed.
Komered kador hag azeed kichen ann tan,
Ma po ’r banac’h gwin da eva da c’hortoz ho koan, —
Pa’n eva debet hag evet hag hen gret he rol,
Hag hen ’laret d’eur plac’h neuze dizervijin ann dol.
— Tenned gan-ac’h ho poulaillo, plajo ha gweren ;
Ma c’hesed d’eur gampr da gousket ’n eur gwele kempen. —
Eno komansaz ar filout kaout nec’hamant,
O chonjal en he beamant, pa na ’n oa arc’hant :
— Ha debet am euz hag evet ha groet am euz cher ; —
Penoz a pein ma skoden, pa n’am euz diner ? —
Ha comprened ar finese demeuz ar potr fin ;
Eunn diou pe der heur ’rog ann de hen ia d’ar jardin ;
Hag hen o komans neuze toullan ann douur,
Hag oc’h interin he vrago en toull-ze raktal.
Pa ’n oa interet he vrago ebarz ann toull-ze,
Deuaz adarre ’n he wele da c’hortoz ann de.
Pa oa ari ann de-mintin hag hen evit sortial ;
Pa na gave ket he vrago, gomansaz da grial :
— Forz, eme-han, ma mignoned, sikour, me ho ped :
Ma oll arc’hant ha ma brago, toud ec’h int laeret. —
Ann hostiz hag ann hostizez e kroec’h ec’h int et :
— Chomed ’n ho repoz, den iaouank : para zo ariet ?
Ha pa pe kollet ho prago, ze na ra netra ;
Arabad e hon dekrian : ni a dai d’ho pea. —
— Nan, n’e ket zur ma brago a ma gra jenet ;
Ma oll arc’hant e oa en-han : toud ec’h int laeret.
Tri-ugent pistol en aour melen hag en arc’hant melen,
Oa en total deuz ma arc’hant, pevar real uspen. —
Ha furchet a oa neuze kement oa en ti,
Bugale, mewel ha matez ha potr marchosi.
Ar filout-man oa ’n he wele, a grie bopred :
— Penoz ec’h in-me d’am c’hartier ? Me zo rouinet.
Ha chilaoued eta, hostiz, ’barz en berr langach :
Ma na rentez d’in ma brago, me rai d’id domach.
Rag ’wit me a gavo testo, pa vankfe kant d’in,
Da laret oann ket divrago oann deut d’ho ti :
Rak me a zo eunn den onest, mar zo em c’hontre.
C’houlennan ket ober d’ac’h koll, pell deuz ac’hane.
Rented d’in eur brago mezer ha tregont pistol :
Pa mo pardonet eunn hanter, na golin ket oll. —
Ann hostiz hag ann hostizez deuz a galon vad
A ro d’ehan tregont pistol ebarz ’n eur ialc’had ;
A ro d’ehan tregont pistol, brago mezer zaoz ;
Neuze oa kontant ar filout, pa oa mad he goz.
C’hoaz en evaz da dijunin, kent ’wit partian,
Pa ’n eva pardonet ann hanter, e oa joa out-han.
En eur sellet endro d’ehan hen zo partiet :
— Kenevo, ’me-han, ma hostiz, ar c’hentan gweled : —
Eunn daou pe dri devez goude ann hostiz o palad he jardin ;
Hag hen hag o haet neuze brago ar potr fin ;
Hag o komans da grial diwar bouez be benn :
— Homan zo d’in tro eur filout ! Me zo eunn azen.
Kement hostiz ’zo er vro-man ’c’hallo zur donet
Na da ober goab ac’hanon : me ’zo rouinet.
Am euz kollet tregont pisrol hag eur brago mezer,
Roet he goan, he dijuni da eur fripon ter.
|